Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/252

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
218
ann deutéronom.

4. Heûlit ann Aotrou hô Toué, ha doujit-hén̄, ha mirit hé c’hourc’hémennou, ha sélaouit hé vouéz : servichit anézhan̄ hag en em stagit out-han̄.

5. Hôgen ra vézô lazet ar profed-zé, pé ann huvréer-zé ; râk komzet en deûz évid hô tistrei diouc’h ann Aotrou hô Toué, péhini en deûz hô tennet eûz a zouar ann Éjipt, hag hô tasprénet eûz a vrô ar sklavérez ; hag évid da lakaad da fazia diwar ann hen̄t en deûz ann Aotrou da Zoué gourc’hémennet d’id : hag evel-sé é tenni ann droug eûz da douez.

6. Mar fell d’az preûr, mâb da vamm, pé d’az mâb, pé d’az merc’h, pé d’az grég a zougez enn da galoun, pé d’az min̄oun a garez ével da éné, da gen̄drec’hi, ô lavarout é-kuzul : Déomp, ha servichomp douéed a-ziavéaz ha na na anavézez két, té na da dadou,

7. Douéed ann holl vrôadou a zô enn drô d’é-omp, pé a dôst pé a bell, eûz ann eil penn d’ar penn all eûz ann douar ;

8. Na rô ket da c’hrâd vâd d’ézhan̄ (T), ha na zélaou két anézhan̄ ; na espernet két da lagad anézhan̄ ; n’az péz két a druez out-han̄, ha na gûz két anézhan̄ :

9. Hôgen hé laza a ri râk-tâl : ra gouézô da zourn da gen̄ta war-n-ezhan̄, ha goudé-zé ra lakai ann holl bobl hé zourn war-n-ézhan̄.

10. Ra vézô lazet ô teûrel mein out-han̄ ; ô véza ma eo fellet d’ézhan̄ da bellaat diouc’h ann Aotrou da Zoué, péhini en deûz da dennet eûz a zouar ann Éjipt, eûz a vrô ar sklavérez :

11. Évit, pa glevô Israel holl, ma en dévézô aoun, ha na rai dén mui nétrâ hén̄vel out kémen̄t-sé.

12. Mar klevez enn unan eûz ar c’heriou en deûz rôet d’id ann Aotrou da Zoué évit choum enn-hô, eur ré-bennâg ô lavarout :

13. Mipien da Vélial a zô éat er-méaz eûz hô touez, hag hô deûz gwallet tûd hô c’héar, ô lavarout d’ézhô : Déomp, ha servichomp douéed a-ziavéaz ha na anavézit két :

14. Klask gan̄d évez ha gan̄d hast mar d-eo gwîr ann dra-zé ; ha mar kavez pénaoz eo gwir ar péz a zô bét lavaret, ha pénaoz eo bét gréat ar fallagriez-zé ;

15. Râk-tâl é lazi gan̄d ar c’hlézé holl dûd ar géar-zé, hag é vévézi anézhî, ha kémen̄d a zô enn-hî, bétég al loéned.

16. Dastumi a rî ivé é-kreiz hé leûriou-kéar ann holl arrébeûri a vézô enn-hi, hag é loski anézhô gan̄d ar géar, enn hévélep doaré m’hô dévi holl d’ann Aotrou da Zoué, ma vézô hî eur béz peûr-baduz, ha na vézô mui savet.

17. Ha na choumô stâg nétrâ eûz ann dra villiget-zé oud da zourn ; évit ma tistrôi ann Aotrou buanégez hé frouden, ha ma en dévézô truez ouz-id, ha ma paotô ac’hanod, ével ma en deûz hé douet d’az tadou,

18. Keit ha ma sélaoui mouéz ann Aotrou da Zoué, ha ma viri hé holl gélennou, a c’hourc’hemennann d’id hiriô évit ma rî ar péz a zô hétuz dirâg ann Aotrou da Zoué.


————


XIV. PENNAD.


Loéned glân ha dic’hlan. Déogou ha banvésiou dirâg ann Aotrou.


1. Bézit bugalé d’ann Aotrou hô Toué : na rît két a drouc’hiou enn-hoc’h, ha n’en em douzit két enn abek da eunn dén marô ;

2. O véza m’az oud eur bobl san̄tel d’ann Aotrou da Zoué, ha ma en deûz da zilennet évit ma vézi eur bobl a-dû d’ézhan̄ hé-unan, é-kreiz ann holl boblou a zô war ann douar.

3. Na zebrit két eûz ar péz a zô dic’hlan.

4. Chétu ann anévaled a dléot da zibri : ann éjenn, ann dan̄vad, hag ar c’havr.

5. Ar c’harô, hag ann iourc’h, hag ar bual, hag ar bouc’h-karv, hag ar bizourc’h, hag ann oriks, hag ar giraf.

6. Kémen̄t loen a zô faoutet hé garn, hag a zaskir, eûz a hennez é tebrot.

7. Hôgen eûz ar ré a zaskir, ha né