Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/243

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
209
ann deutéronom.


VI. PENNAD.


Moizez a erbéd ar bobl da garout Doué a greiz kaloun, ha da virout hé lézen.


1. Chétu aman̄ ar c’hélennou, hag al lidou, hag ar barnédigézou, en deûz gourc’hémennet ann Aotrou hô Toué d’in da zeski d’é-hoc’h, évit ma hô gréot enn douar é péhini é tléit da dréménout, hag a vezô enn hô kers :

2. Évit ma touji ann Aotrou da Zoué, ha ma viri hé holl gélennou hag hé c’hourc’hémennou, a gémennann d’id, ha d’as vipien, ha da vipien da vipien, é-pâd ann holl zeisiou eûz da vuez, évit ma vézô hirréet da vuez.

3. Sélaou, Israel, ha laka évez da ôber ar péz en deûz gourc’hémennet ann Aotrou d’id, évit ma vézô vâd d’id, ha ma kreski é niver mui-oc’h-vui, ével ma en deûz lavaret ann Aotrou, Doué da dadou, é rôjé d’id eunn douar é péhini é tivérché léaz ha mél.

4. Sélaou, Israel, ann Aotrou hon Doué, a zô ann Aotrou hép-kén.

5. Karoud a ri ann Aotrou da Zoué a greiz da galoun, hag a greiz da éné, hag a greiz da ners :

6. Hag ar geriou-man̄, a c’hourc’hémennann d’id hiriô, a vézô enn da galoun :

7. Ha té a zanévellô anézhô d’as pugalé ; hag az pézô sonch enn-hô pa vézi azézet enn da dî, ha pa gerzi enn hen̄t, pa gouski, ha pa zavi.

8. Hag é éréi anezhô ével eunn arouéz enn da zourn ; hag hî a vézô hag a luc’hô étré da zaoulagad.

9. Hag é skrivi anézhô war dreûzou ha war zôr da dî.

10. Ha pa en dévézô ann Aotrou da Zoué da lékéat da von̄t enn douar, évit péhini en deûz touet d’az tadou, da Abraham, da Izaak, ha da Jakob ; ha ma en dévézô rôet d’id keriou brâz ha mâd-meûrbéd, péré n’éc’h eûz két diazézet,

11. Tiez leûn a bép madou, péré n’éc’h eûz két savet ; pun̄sou, péré n’ec’h eûz két toullet ; parkou gwini ha parkou olivez, péré n’éc’h eûz két plantet,

12. Ha m’az pézô debret, ha m’az pézô bét da walc’h :

13. Laka évez mâd na zeûfez da an̄kounac’haat ann Aotrou, péhini en deûz da dennet eûz a vrô ann Éjipt, eûz a vrô ar sklavérez. Douja a ri ann Aotrou da Zoué, ha na zervichi némét-han̄, ha dré hé hanô é toui.

14. N’az éot két war-lerc’h ann douéed a-ziavéaz eûz ann holl vrôadou a zô war-drô d’é-hoc’h :

15. Râg eunn Doué oazuz eo ann Aotrou da Zoué enn da greiz ; gan̄d aoun na zafché buanégez ann Aotrou da Zoué enn da énep, ha n’az tennché diwar-c’horré ann douar.

16. Na dempti két ann Aotrou da Zoué, ével ma éc’h eûz demptet é léac’h ann demptasion.

17. Mîr kélennou ann Aotrou da Zoué, hag ann testéniou, hag al lidou en deûz gourc’hémennet d’id :

18. Ha grâ ar péz a zô hétuz ha mâd dirâg ann Aotrou, évit ma vézô vâd d’id, ha m’az î da berc’hen enn douar mâd-meûrbéd, diwar-benn péhini en deûz touet ann Aotrou d’az tadou ;

19. Évit ma vévézché da holl énébourien dira-z-od, ével ma en deûz lavaret.

20. Ha pa c’houlennô da vâb diganéz goudé-henn, ô lavarout : Pétrâ eo ann testéniou-zé, hag al lidou, hag ar barnédigézou, en deûz gourc’hémennet ann Aotrou hon Doué d’é-omp ?

21. É liviri d’ézhan̄ : Nî a oa sklaved da Faraon enn Éjipt, hag ann Aotrou en deûz hon tennet eûz ann Éjipt gan̄d eunn dourn kré.

22. Ha gréat en deûz arwésiou ha burzudou brâz ha spoun̄tuz enn Éjipt a-énep Faraon hag hé holl dî, dira-z-omp ;

23. Hag hon tennet en deûz ac’hanô, évid hol lakaad da zon̄t enn douar en dôa lavaret gan̄t lé d’hon tadou é rôjé d’é-omp.

24. Hag ann Aotrou en deûz gourc’hémennet d’é-omp mirout ann holl lézennou-zé, ha douja ann Aotrou hon