Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/238

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
204
ann deutéronom.


III. PENNAD.


Brézel a-éneb Og, roué Basan. Doué a zinac’h da Voizez mon̄d enn douar gwéstlet.


1. Râk-sé é trôjomp, hag é piñchomp dré hen̄t Basan ; hag Og, roué Basan, a zeûaz da ziarbenna ac’hanomp gan̄d hé holl bobl, évit stourmi ouz-omp é Edrai.

2. Hag ann Aotrou a lavaraz d’in : N’az péz kéd a aoun ra-z-han̄ ; râk lékéad eo bét étré da zaouarn gan̄d hé holl bobl hag hé zouar : ha té a rai d’ézhan̄ ével ma éc’h eûz gréat da Zéhon, roué ann Amorréed, péhini a choumé é Hesébon.

3. Ann Aotrou hon Doué a lékéaz éta ivé étré hon daouarn Og, roué Basan, hag hé holl bobl ; hag hô lazchomp hép ma choumaz hini anézhô ;

4. Hag enn hévéleb amzer é wastchomp hô holl geriou : na dec’haz kéar é-béd diouc’h hon daouarn ; tri-ugen̄t kéar a gémerchomp, hag holl vrô Argob, péhini é oa rouan̄télez Og é Basan.

5. Ann holl geriou-zé a oa krévéet gan̄t muriou uc’hel, gan̄t persier ha barriñer, hép nivéri kals a geriou péré n’hô dôa két a vuriou.

6. Hô gwasta a réjomb holl, ével ma hor bôa gréat da Zéhon, roué Hesébon, ô tiskara hô holl geriou, ô laza ar oazed, ar merc’hed hag ar vugalé.

7. Hôgen preiza a réjomb évid-omp al loéned ha diwisk ar c’heriou.

8. Ha nî a géméraz enn amzer-zé ar vrô eûz ann daou roué ann Amorréed, péré a oa enn tû-man̄ eûz ar Jourdan, adalek froud Arnon bété ménez Hermon,

9. A zô hanvet Sarion gan̄d ar Sidonied, ha Sanir gan̄d ann Amorréed ;

10. Hag ann noll geriou a zô er gompézen, hag holl vrô Galaad, ha Basan bété Selc’ha hag Édrai, keriou eûz a rouan̄télez Og é Basan.

11. Rag Og, roué Basan, a oa choumet hé-unan̄ eûz a wenn al lan̄gouinéien. Diskouéza a réeur c’hoaz hé wélé houarn é Rabbat, kéar da vugalé Ammon ; gwélé péhini en deûz naô ilinad a héd, ha pévar ilinad a led hervez men̄t ilin eunn dén.

12. Piaoua a réjomb éta neûzé ar vrô-zé, adaleg Aroer, péhini a zô war ribl froud Arnon, bété kreiz ménez Galaad : hag é rôiz ar c’heriou anézhi da Ruben ha da C’had.

13. Hôgen ann han̄ter all eûz a C’halaad, hag holl vrô Basan a oa rouan̄télez Og, hag holl vrô Argob a rôiz da han̄ter-vreûriez Manasé. Ann holl vrô Basan-zé a zô hanvet douar al lan̄gouinéien.

14. Jair, mâb Manasé, en deûz bét holl vrô Argob, bétég harzou Gésuri ha Mac’hati. Hanvet en deûz diouc’h hé hanô Basan, Havot-Jair, da lavaroud eo, bourc’hiou-Jair, ével ma in̄t c’hoaz galvet bréman̄.

15. Da Vac’hir é rôiz ivé Galaad.

16. Hôgen da vreûriézou Ruben ha Gad é rôiz lôd eûz a vrô C’halaad, bété froud Arnon, bété kreiz ar froud, hag hé harzou bété froud Jébok, péhini eo harzou bugalé Ammon ;

17. Ha kompézen ann distrô, a-héd ar Jourdan, hag harzou Kénéret bété môr ann distrô, péhini eo ar môr sall-brâz, ha bété troad ménez Fasga, war-zû ar sâv-héol.

18. Ha mé a c’hourc’hémennaz d’é-hoc’h ann amzer-zé, ô lavarout : Ann Aotrou hô Toué a rô d’é-hoc’h ann douar-man̄ é digwéz ; en em aozit éta évit mon̄d a-raog hô preûdeûr, bugalé Israel, c’houi holl dûd kré :

19. O lézel war hô lerc’h hô kragez, hô pugalé, hag hô loéned. Râg gouzoud a rann penaoz hoc’h eûz kalz a chatal, ha pénaoz é tléon̄t choum er c’heriou em eûz rôet d’é-hoc’h,

20. Kén na rôi ann Aotrou ann éhan d’hô preûdeûr, evel ma en deûz hé rôet d’é-hoc’h ; ha kén n’hô dévézô hô-unan ann douar a dlé da rei d’ezhô enn tû all d’ar Jourdan. Neûzé pép-hini ac’hanoc’h a zistrôi d’ann douarou em eûz rôet d’é-hoc’h é kers.

21. Enn amzer-zé é c’hourc’hémenniz ivé da Jozué, ô lavaroud : Da zaoulagad hô deûz gwélet pétrâ en deûz gréat ann Aotrou hô Toué d’ann daou