Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/237

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
203
ann deutéronom.

holl rumm eûz ar vrézélidi ken̄ta, ével m’en dôa touet ann Aotrou.

15. Rag hé zourn a zô bét enn hô énep, évid hô lakaad da vervel eûz a greiz ar c’hamp.

16. Pa oé marô ann holl vrézélidi-zé,

17. Ann Aotrou a gomzaz ouz-in, ô lavarout :

18. Hiriô é tréméni harzou Moab, hag ar géar hanvet Ar :

19. Ha pa dôstai oud douar bugalé Ammon, laka évez na stourmi két out-hô, ha na vrézélékai két enn hô énep ; rak na rôinn nétrâ d’é-hoc’h eûz a zouar bugalé Ammon, ô véza ma em eûz hé rôet é kers da vugalé Lot

20. (Ével douar al lan̄gouineien eo sellet ; ha gwéchall é choumé enn-han̄ al lan̄gouineien, a zô hanvet Zomzommimed gan̄d aon Ammonited ;

21. Eur bobl brâz ha paot oa, hag uc’hel a gorf, ével ann Énakied, hag en deûz bévézet ann Aotrou a zirâg ann Ammonited, péré en deûz lékéat da choum énô enn hô léac’h.

22. Ével m’en dôa gréat é-kénver bugalé Ézau, péré a choum é Seir, pa vévézaz ann Horréed, hag é rôaz ô brô d’ar ré-man̄, péré a zô choumet enn-hi bétég-henn.

23. Ann Hévéed ivé, péré a choumé é Hasérim bété Gaza, a oé kaset-kuît ac’hanô gan̄d ar C’happadosied, péré ô véza deûet eûz ar C’happados a vévézaz anézhô hag a zeûaz da choum enn hô léac’h.

24. Savit, ha treûzit froud Arnon : chétu em eûz lékéat enn da zourn Séhon, ann Amonréad, roué Hesébon : kéa da berc’henna hé vrô, ha grâ ar brézel out-han̄.

25. Hiriô é téraouinn lakaad ar spoun̄t hag ann heûz ra-z-od é-touez ar boblou a choum dindân ann én̄v holl : évit pa glevin̄t da hanô, ma teûin̄t da gréna, ha ma vézin̄t dalc’het gan̄d ar skrij ha gan̄d ar c’hloaz é doaré eur c’hrég é gwilioud.

26. Kâs a riz éta, eûz a zistrô Kadémot, kannaded étrézé Séhon, roué Hesébon, gan̄t geriou a béoc’h, ô lavarout :

27. Dré da zouar é tréménimp ; dré ann hen̄t brâz é kerzimp : na drôimp nag a zéou nag a gleiz.

28. Gwerz d’é-omp boéd évid arc’han̄t, ma tebrimp, ha rô dour d’é-omp évid arc’han̄t, mac’h évimp. Hol lez hép-kén da dréménout dré da vrô,

29. Ével ma hô deûz gréat bugalé Ézau, péré a choum é Seir, hag ar Voabited, péré a choum é Ar ; kén na vézimb éat oud ar Jourdan, ha ma vézimp tréménet enn douar a dlé da rei d’e-omp ann Aotrou hon Doué.

30. Hôgen Séhon, roué Hesébon, na fellaz két d’ézhan̄ hol lézel da dréménout : ô véza m’en dôa ann Aotrou da Zoué kalédet hé spéred, ha stardet hé galoun, évit ma vijé lékéat étré da zaouarn, ével ma wélez bréman̄.

31. Hag ann Aotrou a lavaraz d’in : Chétu em eûz déraouet lakaat Séhon hag hé vrô étré da zaouarn, déraou ivé piaoua ar vrô-zé.

32. Neûzé Séhon a zeûaz da ziarbenna ac’hanomp gan̄d hé holl bobl, évit stourmi ouz-omp é Jasa.

33. Hag ann Aotrou hon Doué hel lékéaz étre hon daouarn : ha ni a ziarbennaz anézhan̄, hag hé vipien, hag holl bobl.

34. Enn hévéleb amzer é kémerchomp hé holl geriou, é lazchomp ann dûd holl a oa enn-hô, ar oazed, ar merc’hed, hag ar vugalé ; ha na lézchomp nétrâ enn-hô.

35. Miroud a réjomp koulskoudé al loéned, péré a oé da lôd d’ar ré hô dôa hô freizet ; ha diwisk ar c’heriou hor bôa kéméret,

36. Adaleg Aroer, péhini a zô out froud Arnon, eur géar en em gav enn draon̄ien, bété Galaad. Na oé oa bourc’h na kéar a gémen̄t a hellaz tec’hout diouc’h hon daouarn : ann Aotrou hon Doué hô rôaz holl d’é-omp ;

37. Némét douar bugalé Ammon, out péhini n’omp két tostéet ; ha kémen̄d a zô war-harz froud Jébok, ha keriou ar ménésiou, hag ann holl lec’hiou é péré en dôa ann Aotrou hon Doué difennet d’é-omp mon̄t.


————