Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/235

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
201
ann deutéronom.

kavout, ha barnit anezhô hervez ar wirionez, daoust pé hi a vézô tûd ar vrô pé tûd a ziavéaz brô. (T).

17. Na vézô évid-hoc’h kemm é-béd étré ann dûd : sélaoui a réot ann hini bihan ével ann hini brâz ; ha n’hô pézô azaouez é-béd évid dén, rak da Zoué eo ar varn. Mar kavit eunn dra ré ziez, dougit-hén̄ d’in, ha mé hé zélaouô.

18. Ha mé a c’hourc’hémennaz d’é-hoc’h kémen̄d a dliac’h da ôber.

19. O véza éat-kuît eûz a Horeb, é trémenchomp dré ann distrô brâz hag eûzuz, hoc’h eûz gwélet, dré hen̄t ménez ann Amorréed, hervez m’en dôa ann Aotrou, hon Doué, hé c’hourc’hémennet d’é-omp. Ha pa oemp deûet da Gadez-barné,

20. É liviriz d’é-hoc’h : Chétu c’houi a zô deûet é-tâl ménez ann Amorréed, a dlé ann Aotrou hon Doué da rei d’é-omp.

21. Gwél ann douar a rô d’îd ann Aotrou da Zoué : pîñ ha perc’henn anézhan̄, ével ma en deûz ann Aotrou hon Doué hé lavaret d’az tadou : n’az péz két a aoun ha na zaouzan két.

22. Ha c’houi holl a zeûaz d’am c’havout, hag a lavaraz d’in : Kasomp tûd évit sellout-pîz oud ar vrô ; hag hî a rôi da anaout d’é-omp dré bé hen̄t é tléomp piña, hag étréze pé geriou é tléomp mon̄t.

23. O véza kavet mâd al lavar-zé, é kasiz daouzék dén ac’hanoc’h, unan eûz a béb breûriez.

24. Ar ré-man̄ en em lékéaz enn hen̄t, ha goudé béza tréménet ar ménésiou, é teûjon̄t bété traon̄ien ar Bôd-rézin : ha goudé béza sellet-pîz oud ar vrô,

25. É kémerchon̄t eûz a frouez ann douar, évit diskouéza d’é-omp péger strujuz é oa ; hag ô véza hé zigaset d’é-omp, é léverchon̄t : Mâd eo ann douar a dlé ann Aotrou hon Doué da rei d’é-omp.

26. Ha na fellaz két d’é-hoc’h piña dî ; hag ô véza diskrédik é-kén̄ver gér ann Aotrou hon Doué,

27. En em lékéchot da grôza enn hô teltou, hag é léverchot : Ann Aotrou en deûz kas ouz-omp, ha dré-ze en deûz hon tennet eûz a zouar ann Éjipt, évid hol lakaad étré daouarn ann Amorréed, hag évid hon dispenna.

28. Péléac’h é piñimp-ni ? Ar ré hor bôa kaset hô deûz lékéat ar spoun̄t enn hor c’haloun, ô lavarout : Nivéruz-brâz eo ar bobl, hag ann dûd a zô brasoc’h égéd-omp : hô c’heriou a zô brâz, hag ar môgeriou anézhô a sâv bétég ann én̄v : mipien da Énak hon eûz gwélet énô.

29. Ha mé a lavaras d’é-hoc’h : N’hô pézet két a aoun, ha na spoun̄tit két ra-z-hô.

30. Ann Aotrou hô Toué, péhini eo hô pléñer, a stourmô hé-unan évid-hoc’h, ével ma en deûz gréat enn Éjipt dirâg ann holl.

31. Ha gwélet hoc’h eûz hoc’h-unan enn distrô pénaoz en deûz ann Aotrou hô Toué hô touget, ével ma eo boazet eunn dén da zougen hé vugel, enn holl hen̄t é péhini hoc’h eûz kerzet, kén na oc’h deûet el léac’h-man̄.

32. Ha daoust da gémen̄t-sé, na grédchot két d’ann Aotrou hô Toué,

33. Péhini a iea enn hô raok enn hen̄t, a verké d’é-hoc’h al léac’h é péhini é tliac’h displéga hô teltou ; péhini a ziskouézé d’é-hoc’h ann hen̄t gan̄d ar peûl tân é-pâd ann nôz, ha gan̄d ar peûl koabr é-pâd ann deiz.

34. Pa glevaz ann Aotrou mouéz hô keriou, éz éaz droug enn-han̄, é touaz hag é lavaraz :

35. Hini eûz ar gwall rumm tûd-man̄ na wélô ann douar mâd em bôa touet é rôjenn d’hô tadou ;

36. Némét Kaleb, mâb Jéfoné ; rag hen-nez a wélô anézhan̄, ha mé a rôi d’ézhan̄ ha d’hé vugalé ann douar en deûz moustret gan̄t hé dreid, ô véza ma en deûz heûliet ann Aotrou.

37. Né két souézuz buanégez ann Aotrou oud ar bobl, pa eo gwîr pénaoz ô vuanékaat ivé ouz-in enn abek d’é-hoc’h, é lavaraz : Ha té ivé na d-i két dî :

38. Hôgen Jozué, mâb Nun da zervicher, hen-nez a iélô dî enn da léac’h ; ali ha kréva anézhan̄, rag hén̄ eo a rannô ann douar dré ar sort étré bugalé Israel.

39. Hô pugaligou diwar-benn péré