Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/231

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
197
ann nivérou.

19. Ha chétu hô hanvou : Eûz a vreûriez Juda, Kaleb, mâb Jéfoné.

20. Eûz a vreûriez Siméon, Samuel, mâb Ammiud.

21. Eûz a vreûriez Ben̄jamin, Élidad, mâb Kasélon.

22. Eûz a vreûriez mipien Dan, Boki, mâb Jogli.

23. Eûz a vipien Jozef, eûz a vreûriez Manasé, Hanniel, mâb Éfod.

24. Eûz a vreûriez Éfraim, Kamuel, mâb Seftan.

25. Eûz a vreûriez Zabulon, Élisafan, mâb Farnak.

26. Eûz a vreûriez Isakar, Faltiel, mâb Ozan.

27. Eûz a vreûriez Aser, Ahiud, mâb Salomi.

28. Eûz a vreûriez Neftali, Fédael, mâb Ammiud.

29. Ar ré-zé eo ar ré da béré en deûz gourc’hémennet ann Aotrou ranna douar Kanaan étré bugalé Israel.


————


XXXV. PENNAD.


Keriou al Lévited. Lézen diwar-benn al lazérez.


1. Ann Aotrou a lavaraz ivé kémen̄t-man̄ da Voizez é kompézen Moab oud ar Jourdan, râg-énep da Jériko :

2. Gourc’hémenn da vugalé Israel rei d’al Lévited eûz ann digwésiou hô deûz bét,

3. Keriou évit choum enn-hô, hag ar faboursiou war hô zrô ; évit ma choumin̄t er c’heriou, ha ma vézô ar faboursiou évid hô saoud hag hô c’hézek.

4. Ar ré-man̄, péré a vézô er-méaz eûz a vuriou ar c’heriou, en em hédô bété mil kammed trô-war-drô.

5. Daou vil ilinad a héd hô dévézô war-zû ar sâv-héol, hag ivé daou vil war-zû ar c’hrésteiz. Eûz ann hévélep men̄t é vézin̄t étrézég ar môr, a zell oud ar c’hûs-héol, eûz ann hévélep men̄t war-zû ann han̄ter-nôz : ar c’heriou a vézô é-kreiz, hag ar faboursiou er-méaz trô-war-drô.

6. Hôgen eûz ar c’heriou a rôod d’al Lévited, c’houéac’h anézhô a vézô miret évit béza da vénéc’hi d’ann dec’herien, évit ma hellô tec’hout étrézég enn-hô néb en dévézô skuḻet goâd eunn dén : hag ouc’h-penn ar ré-man̄, e rôot c’hoaz diou géar ha daou-ugen̄t,

7. Da lavaroud eo, eiz kéar ha daou-ugen̄t enn-holl gan̄d hô faboursiou.

8. Ar ré eûz a vugalé Israel péré hô-dévézô enn hô c’hers muioc’h a zouar, a rôi ivé muioc’h eûz ar c’heriou-zé, hag ar ré hô dévézô nébeûtoc’h, a rôi nébeûtoc’h : pép-hini diouc’h hé zigwez a rôi keriou d’al Lévited.

9. Ann Aotrou a lavaraz ivé da Voizez :

10. Komz out bugalé lsrael, ha lavar d’ézhô : Pa hô pézô treûzet ar Jourdan, ha pa viot éat é douar Kanaan,

11. Arwézit ar c’heriou a dlé béza da vénéc’hi d’ann dec’herien, péré hô dévézô skuḻet goâd eunn dén a-éneb hô ioul :

12. Evit na hellô két kâr ann dén lazet don̄t da laza ann tec’her a vézô en em dennet enn-hô, kén na vézô hé-man̄ en em ziskouézet dirâg ar bobl, ha ma vézô bét barnet he giriégez.

13. Eûz ar c’heriou-zé péré a vézô rannet évit béza da vénéc’hi d’ann dec’herien,

14. Teir a vézô enn tû-man̄ d’ar Jourdan, ha teir é douar Kanaan,

15. Évit ma tec’hô enn-hô néb en dévézô skuḻet goâd eunn dén, daoust pé é vézô eûz a vugalé Israel, pé eunn diavésiad, pé eunn tréméniad.

16. Mar skô eur ré gan̄d ann houarn, ha ma varv ann hini a vézô bét skôet, é vézô tamalluz a lâz-den ; hag hén̄ ivé a vézô lékéat d’ar marô.

17. Mar taol eur méan, ha mar varv ann hini out péhini en dévézô hé daolet, é vézô kastizet enn hévélep doaré.

18. Mar varv ann hini a vézô bét skôet gan̄t koat, é vézô ven̄jet gan̄t goâd ann hini en dévézô skôet gan̄t-han̄.

19. Kâr ann hini a vézô bét lazet, a lazô al lazer-dén : kerken̄t ha ma vézô paket gan̄t-han̄ hel lazô.