Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/211

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
177
ann nivérou

tabernakl ar gévrédigez ; hag ô véza en em strin̄ket war hô génou d’ann douar, é c’harmchon̄t oud ann Aotrou, hag é léverchon̄t d’ézhan̄ : Aotrou Doué, sélaou garm ar bobl-man̄, ha digor da den̄zor d’ézhô, eur feun̄teun dour-réd, évit mac’h éhanô hô c’hrôz pa hô dévézô torret hô séc’hed. (T). Ha gloar ann Aotrou en em ziskouézaz war-n-ézhô.

7. Hag ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout :

8. Kémer ar wialen, ha dastum ar bobl, té hag Aaron da vreûr, ha komzit oud ar méan dira-z-hô, hag hén̄ a rôi doureier. Ha p’az pézô tennet dour eûz ar méan, ar bobl holl a évô hag hô loéned.

9. Moizez a géméraz éta ar wialen a oa dirâg ann Aotrou, ével m’en dôa hé c’hourc’hémennet d’ézhan̄ ;

10. Hag ô véza dastumet ar bobl dirâg ar méan, é lavaraz d’ézhô : Sélaouit, tûd amzen̄t ha diskrédik : ha nî a hellô lakaad dour da zilammout d’é-hoc’h eûz ar méan-zé ?

11. Ha p’en dôé Moizez savet hé zourn, ha skôet diou wéach war ar méan gan̄d hé wialen, é tilammaz kalz a zour, enn hévélep doaré m’en dôé ar bobl da éva, hag al loéned ivé.

12. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez ha da Aaron : O véza n’hoc’h eûz két krédet d’in, ha n’hoc’h eûz két va zan̄télet dirâk bugalé Israel, na lékéot két ar bobl-man̄ da von̄t ébarz ann douar a rôinn d’ézhô.

13. Hen-nez eo dour ann énébiez, é péléac’h bugalé Israel hô deûz krôzet a-éneb ann Aotrou, hag é péléac’h ma eo en em zan̄télet enn hô c’hreiz.

14. Hôgen Moizez a gasaz eûz a Gadez kannaded da roué Édom, évit lavarout d’ézhan̄ : Chétu pétrâ a gémenn d’id da vreûr Israel : Té a oar pégémen̄t a boan hon eûz bét ;

15. Pénaoz eo bét diskennet hon tadou enn Éjipt, hag omp choumet énô pell-amzer ; ha pénaoz ann Éjiptianed hô deûz hor glac’haret, nî hag hon tadou ;

16. Ha pénaoz ô véza garmet étrézég ann Aotrou, en deûz klevet ouz-omp, hag en deûz kaset hé Éal, péhini en deûz hon tennet eûz ann Éjipt. Émomp bréman̄ é kéar Kadez, péhini a zô war harzou da rouan̄télez.

17. Da bidi stard a réomp d’hol lézel da dréménout dré da vrô. N’az aimp két a-dreûz d’ar parkeier, na d’ar gwiniennou ; na évimp két ann dour eûz hô pun̄sou ; hôgen mond a raimp dré ann hen̄t brâz, hép distrei nag a zéou nag a gleiz, bété ma hor bézô treûzet da harzou.

18. Hag Édom a lavaraz d’ézhan̄ : Na dréméni két dré va zouarou, pé éz inn gan̄t va armou enn da énep.

19. Ha bugalé Israel a lavaraz : Dré ann hen̄t-meur éz aimp : ha ma évomp eûz da zour-dé, nî hag hol loéned, é rôimp d’id ar péz a zô réd : na vézô két a énébiez évid ann digoll : hol lez hép-kén da dréménout héb harz.

20. Hag hén̄ a lavaraz : Na dréméni két. Ha râk-tâl é kerzaz enn hô raok gan̄d eul lôd brâz a dûd, hag eunn armé gré,

21. Ha na fellaz két d’ézhan̄ salaoui Israel a bédé anézhan̄ évit ma hô lezché da dréménout dré hô brô : râk-sé Israel a belleaz dioc’h hé zouarou.

22. Ha p’hô dôé savet hô c’hamp eûz a Gadez, é teûjon̄t da vénez Hor, a zô war-harz brô Édom.

23. Hag énô é komzaz ann Aotrou out Moizez :

24. R’az ai, émé-z-han̄, Aaron da gavout hé bobl ; râk n’az ai két enn douar em eûz rôet da vugalé Israel, ô véza ma eo bét diskrédik d’am gér, el léac’h hanvet Doureier ann énébiez.

25. Kémer Aaron hag hé vâb gan̄t-han̄, ha kâs-hi war vénez Hor.

26. Diwiska a rî hé zaé d’ann tâd, hag é wiski anézhi da Éléazar, hé vâb ; Aaron a vézô dastumet gan̄t hé dadou hag a varvô énô.

27. Moizez a réaz ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou : hag hî a biñaz war vénez Hor, dirâg ann holl bobl.

28. Ha goudé m’en dôé diwisket hé zaé da Aaron, é wiskaz anézhi da Éléazar hé vâb.

29. Aaron ô véza marô war lein ar ménez, é tiskennaz Moizez gan̄d Eléazar.