Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/205

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
171
ann nivérou

tol a c’houlennô évit-han̄, hag é vézô distolet d’ézhan̄.

29. Eunn hévélep lézen a vézô évid ar ré hô dévézô péc’het dré ziwiziégez, kenn évit tûd ar vrô, kenn évid ann dûd a ziavéaz bro. (T).

30. Hôgen ann hini en dévézô gréat eur péc’hed-bennâg dré rogoni, kenn ar brôad, kenn ann diavésiad, a vézô kaset-da-gét eûz a greiz hé bobl, ô véza ma eo en em zavet a-éneb ann Aotrou ;

31. Rak disprizet en deûz gér ann Aotrou, ha torret eo bét gan̄t-han̄ hé c’hourc’hémenn ; râk-sé é vézô kaset-da-gét hag é tougô hé fallagriez.

32. Hôgen pa édô bugalé Israel enn distrô, é c’hoarvézaz pénaoz é kavchon̄t eunn dén ô keûneûta é deiz ar sabbat ;

33. Hag hî a gasaz anézhan̄ dirâk Moizez hag Aaron, ha dirâg ann holl bobl ;

34. Hag é kaschon̄t anézhan̄ er vâc’h, ô véza na wien̄t két pétrâ a rajen̄t out-han̄.

35. Neûzé ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Ra vézô lékéat d’ar marô ann dén-zé, ha ra vézô labézet gan̄t ann holl bobl er méaz eûz ar c’hamp.

36. Hag ô véza hé gaset er-méaz, é labézchon̄t anézhan̄, hag é varvaz, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou.

37. Ann Aotrou a lavaraz ivé da Voizez :

38. Komz out bugalé Israel, ha lavar dezhô lakaat penn-piḻou out béven hô man̄tellou, ha liammou glâz war-n-ézhô ;

39. Évit pa wélin̄t kémen̄t-sé, ma teûi da goun d’ézhô eûz a holl c’hourc’hémennou ann Aotrou, ha na heûlin̄t két hô ménosiou nag hô daou-lagad péré en em zaotr é meûr a drâ ;

40. Hôgen ma teûi enn hô én̄vor gourc’hémennou ann Aotrou, ma sévénin̄t anézhô, ha ma vézin̄t sen̄t d’hô Doué.

41. Mé éo ann Aotrou hô Toué, péhini en deûz hô tennet eûz a zouar ann Éjipt, évit ma vijenn da Zoué d’é-hoc’h.


————


XVI. PENNAD.


Meur a hini a zav a-énep Moizez hag Aaron.


1. Hôgen neûzé Koré, mâb Isaar, mâb Kaat, mâb Lévi ; ha Datan hag Abiron, mipien Éliab, hag Hon, mâb Félet, unan eûz a vipien Ruben ;

2. A zavaz a-énep Moizez gan̄t daou c’hant han̄ter kan̄t dén all eûz a vugalé Israel, eûz ar ré gen̄ta eûz ar sinagog, ha péré, é amzer ar strolladou, a oa galvet dré hô hanvou.

3. Ha goudé ma oen̄t savet a-énep Moizez hag Aaron, é léverchon̄t d’ézhô : Ra vézô a-walc’h d’é-hoc’h ma’z eo ann holl bobl-man̄ eur bobl a zen̄t, ha ma éma ann Aotrou enn hô. Pérâg é savit-hu dreist pobl ann Aotrou ?

4. Pa glevaz Moizez kémen̄t-sé, en em daolaz war hé c’hénou d’ann douar ;

5. Hag hén̄ ô komza out Koré hag ouz ar ré a ioa gan̄t-han̄ (T) : War-c’hoaz vin̄tin, émé-z-han̄, ann Aotrou a rôi da anaout ar ré péré a zô d’ézhan̄, hag a unvanô gan̄t-han̄ ar ré a zô sen̄t ; hag ar ré en deûz dilennet, a dôstai out-han̄.

6. Grîd éta kémen̄t-man̄ : Ra gémérô pép-hini hé ézan̄souer, té, Koré, hag ar ré a zô gan-éz.

7. Hag ô véza war-c’hoaz kéméret tân, é lékéot ézan̄s war-n-ézhan̄ dirâg ann Aotrou ; ha piou-bennâg en dévézô bét dilennet gan̄t ann Aotrou, hen-nez a vézô san̄t. En em zével kals a rit, mipien Lévi. (T).

8. Lavaroud a réaz c’hoaz da Goré : Sélaouit, mipien Lévi :

9. Ha nébeûd a dra eo a gav d’é-hoc’h en défé Doué Israel hô rannet eûz ann holl bobl, hag hoc’h unvanet gant-han̄ évid hé zervicha é lid ann tabernakl, hag évit sével dirâg ann holl bobl, oc’h ôber hô karg ?

10. Hag évit-sé eo en deûz da lékéat da dôstaat out-han̄, té ha da holl vreûdeûr mipien Lévi, évit ma aloubot ivé ar vélégiez vrâz,

11. Ha ma zavô hoc’h holl dûd a-éneb ann Aotrou ? Rak pétrâ eo Aaron évit ma grôzfac’h enn hé énep ?