Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/179

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
145
al lévitik.

38. Mé eo ann Aotrou hô Toué, péhini en deûs hô tennet eûz a zouar ann Éjipt, évit rei d’é-hoc’h douar Kanaan, hag évit béza hô Toué.

39. Mar d-eo kouézet da vreûr er baouren̄tez, ha mar d-eo en em werzet d’id, na waski két anézhan̄ gan̄t gwazoniez ar sklaved ;

40. Hôgen ével eur gôpr-dévézour hag eur mérer é vézô ; beté bloaz ar Jubilé é labourô enn da dî ;

41. Goudé-zé éz ai kuît gan̄d hé vugalé, hag é tistrôio étrézég hé dûd, hag é madou hé dadou :

42. Rak va sklaved in̄t, ha mé eo em eûz hô zennet eûz a zouar ann Éjipt. Dré-zé na werzot két anézhô ével ar sklaved all.

43. Na wask két da vreûr gan̄d da c’halloud ; hôgen douj da Zoué.

44. Hô pézet sklaved ha sklavézed eûz a douez ar brôadou a zô war hô trô.

45. Béz’ hô pézô ivé évit sklaved ann diavésidi a zô deûet enn hô touez, pé ar ré a zô ganet anézhô enn hô prô.

46. Hô rei a réot gan̄t eur gwir a zigwéz d’hô pugalé enn hô-koudé, hag hô ferc’hen é viot da-vikenn ; hôgen na waskot két gan̄d hô kalloud hô preûdeûr, bugalé Israel.

47. Mar teû eunn diavésiad pé eunn ergerzer da binvidikaat enn hô prô gan̄d hé labour, ha mar teû unan eûz hô preûdeûr da baouraat, ha d’en em werza d’ézhan̄, pé da unan eûz hé dûd ;

48. Goudé ma vézô bét gwerzet, é hell hé-man̄ béza dasprénet. Ann hini eûz hé vreûdeûr a fellô d’ézhan̄ hé zaspréna, hé zasprénô ;

49. Hé éon̄tr, pé hé gen̄derf, hé gâr pé hé nés. Hôgen ma hell hé-unan en em zaspréna, en em zasprénô ;

50. Goudé béza nivéret ar bloavésiou adaleg ann amzer eûz hé werzidigez bété bloaz ar Jubilé ; ha goudé béza tennet ann arc’han̄t évit péhini é oa en em werzet, diouc’h ann niver eûz ar bloavésiou, ha gôbr eur gopr-dévezour.

51. Mar choum c’hoaz kalz a vloavésiou bétég ar Jubilé, é tistolô ivé muioc’h a arc’han̄t ;

52. Ma éz eûz nébeût a vloavésiou, é rai hé goun̄t gan̄d hé vestr diouc’h ann niver a vloavésiou, hag é tistolô d’hé bréner diouc’h ar vloavésiou a choum,

53. Goudé béza tennet ar gôbr a vézô dléet d’ézhan̄ évid ann amzer ma en dévézô servichet. Na waskô két hé vestr anézhan̄ gan̄t diboell dira-z-oud.

54. Ma na hell két béza dasprénet enn doaré-zé, éz ai kuît é bloaz ar Jubilé gan̄d hé vugalé.

55. Rak bugalé Israel a zô va sklaved, péré em eûz tennet eûz a zouar ann Éjipt.


————


XXVI. PENNAD.


Bennoz d’ar ré a virô kélennou Doué, ha malloz d’ar ré hô zorrô.


1. Mé eo ann Aotrou hô Toué ; na réot két a idol évid-hoc’h, na skeûdennou ; na zavot két a beûliou, ha na lékéot két a véan arwésiuz enn hô touar, évid hé azeûli. Rak mé eo ann Aotrou hô Toué.

2. Mirit va deisiou sabbat, ha krénit dirâk va san̄tuar. Mé eo ann Aotrou.

3. Mar kerzit em c’hélennou, mar mirit va gourc’hémennou, ha ma hô sévénit, é rôinn d’é-hoc’h glaoéier enn hô amzer.

4. Ann douar a zougô hé héginou, hag ar gwéz a vézô leûn a frouez.

5. Dournérez ann édou a dizô ann éost rézin, hag ann éost rézin a vézô tizet gan̄d amzer ann hadérez ; hô para a zebrot hag hô pézô hô kwalc’h, hag héb aoun é-béd é choumot enn hô touar.

6. Ar péoc’h a rôinn enn hoc’h harzou ; kouska a réot, ha na viot spountet gan̄d dén. Ar gwall loéned a bellainn diouz-hoc’h ; ha klézé ann énébourien na dréménô két dré hoc’h harzou.

7. War-lerc’h hoc’h énébourien éz éot, hag é vézin̄t diskaret stan̄k dira-z-hoc’h.

8. Pemb ac’hanoc’h a iélô war-lerc’h