Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/178

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
144
al lévitik.

râk bloaz ar Jubilé eo. Pép dén a zistrôi d’hé vadou ken̄t, ha pép-hini a zistrôi d’hé gen̄ta tûd :

11. Rag ar Jubilé eo hag ann han̄ter-kan̄tved bloaz. Na hadot két, ha na védot két ar péz en dévézô rôet ann douar anézhan̄ hé-unan, ha na zastumot két préveûdi ann éost rézin,

12. Évit san̄téla ar Jubilé ; hôgen dibri a réot râk-tâl ar péz a géfot er parkou.

13. É bloaz ar Jubilé ann holl a zistrôi d’hé vadou ken̄t.

14. Pa werzi eunn dra d’as brôad, pé pa bréni eunn dra digan̄t-han̄, na c’hlac’har két da vreûr ; hôgen prén digan̄t-han̄ hervez ann niver eûz a vloavésiou ar Jubilé.

15. Hag hén̄ a werzô d’id hervez ar préd da zastumi ar frouez :

16. Seûl vui é choumô a vloavésiou goudé ar Jubilé, seûl vrasoc’h é vézô ar priz ; ha seûl nébeûtoc’h é choumô a amzer, seûl nébeûtoc’h é koustô ar péz a bréneur ; rag gwerza a rai d’id hervez ar préd da zastumi ar frouez.

17. Na c’hlac’harit két hô kenvreûdeûr ; hôgen doujet pép-hini hé Zoué ; rak mé eo ann Aotrou hô Toué.

18. Grit va c’hélennou, ha mirit va barnédigézou, ha sévénit-hô, évit ma hellot choum war ann douar hép spoun̄t,

19. Ha ma rôi ann douar d’é-hoc’h hé frouez, gan̄t péré é hellot en em vaga ha kaout hô kwalc’h anézhô, hép kaout aoun rak diboell é-béd.

20. Ma livirit : Pétrâ a zebrimp ni er seizved bloaz, ma n’hon eûz két hadet, ha ma n’hon eûz két dastumet hor frouez ?

21. Mé a rôi va bennoz d’é-hoc’h er c’houec’hved bloaz, hag hî a zougô d’é-hoc’h frouez tri bloaz.

22. Enn eizved bloaz éc’h hadot, hag é tebrot ar frouez kôz bétég ann naved bloaz ; kén na zavô ar frouez névez, é tebrot ar frouez kôz.

23. Na vézô két gwerzet ann douar da-vikenn ; rak d’in eo ; ha c’houi, diavésidi, n’oc’h német va mésérien.

24. Dré-zé ar madou douarek a vézô d’é-hoc’h a vézô gwerzet dindân diviz a zaspren.

25. Mar d-eo deûet da vreûr da véza paour (T), ha mar gwerz lod eûz hé drâ ; mar fell d’hé gar nesa, é hellô daspréna ar péz en dévézô gwerzet.

26. Ma n’en deûz két a gar nés, hôgen mar gell hé-unan kavout péadrâ da zaspréna hé drâ,

27. É vézô nivéret bloavésiou ar frouez abaoé ma en deûz gwerzet ; hag ô tisteûrel ann dilerc’h d’ar préner, é tistrôi ével-sé enn hé drâ.

28. Ma na hell két kavout péadrâ évid disteûrel ar prîz eûz hé drâ, ar préner a virô ar péz en deûz prénet, bété bloaz ar Jubilé. Rag er bloaz-zé, kémen̄t madou gwerzet a zistrôi d’hé aotrou ha d’hé berc’hen ken̄t.

29. Néb en dévézô gwerzet eunn tî enn diabarz eûz a vuriou eur géar, a hellô hé zaspréna é-pâd eur bloaz héd-da-héd.

30. Ma n’hen dasprén két, ha mar d-eo tréménet eur bloaz héd-da-héd, ar préner a vézô hé berc’hen, hag hé dûd hé-c’houdé da-vikenn ; ha na vézô két gellet hé zaspréna, er Jubilé zôkén.

31. Ma éma ann tî enn eur géarik divur, é vézô gwerzet diouc’h gwîr ar parkéier : ma n’éo két bét dasprénet ken̄toc’h, é tistrôi d’hé aotrou e bloaz ar Jubilé.

32. Tiez al Lévited a zô er c’heriou, a hell béza dasprénet é péb amzer.

33. Ma n’in̄t két bét dasprénet, é tistrôin̄t d’hô ferc’hen é bloaz ar Jubilé, rak tiez al Lévited er c’heriou a zô hô zrâ é-touez bugalé Israel.

34. Hôgen ann tiez hô dévézô war harzou kear (M) na vézin̄t két gwerzet, rag eur gers peûr-baduz eo d’ézhô.

35. Mar d-eo deûet paour da vreûr, ha mar d-eo mac’hañ a zourn, ha ma éc’h eûz hé zigéméret ével eunn diavésiad hag eunn ergerzer, ha ma en deûz bévet gan-éz,

36. Na gémer két a gampi diout-han̄, nag ouc’h-penn égét n’éc’h eûz rôet. Douj da Zoué, évit ma hellô da vreûr béva enn da dî.

37. Na rôi két da arc’han̄t d’ézhan̄ war gampi, ha na c’houlenni két digan̄t-han̄ muioc’h a voéd égét n’as pézô rôet d’ézhan̄.