Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/177

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
143
al lévitik.

Israel ével eur gévrédigez peûr-baduz.

9. Hag hî a vézô da Aaron ha d’hé vipien, évid hô dibri el léac’h san̄tel ; ô véza ma in̄t san̄tel-brâz, ha gwéstlet d’ann Aotrou dré eur gwîr peûr-baduz.

10. É-keit-sé mâb eur c’hrég eûz a Israel, péhini é dôa bét eûz a eunn dén eûz ann Éjipt é-touez bugalé Israel, en em ren̄daélaz er c’hamp gan̄d eunn dén eûz a Israel.

11. Ha pa en dôé drouk-komzet oud hanô ann Aotrou, ha ma en dôé hé villiget, é oé digaset da Voizez (hôgen hé vamm a oa hanvet Salumit, hag a oa merc’h da Zabri eûz a vreûriez Dan.)

12. Hag é oé kaset er vâc’h, bété ma vijé gwézet pétrâ a c’hourc’hémenné ann Aotrou.

13. Hag ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout :

14. Kâs ann drouk-komzer-zé er-méaz eûz ar c’hamp ; ha ra lakai kémen̄d hini en deûz hé glevet, hé zaouarn war hé benn, ha ra vézô labézet gan̄d ar bobl holl.

15. Hag é liviri da vugalé Israel : Piou-bennâg a zrouk-pédô gan̄d hé Zoué a zougô hé béc’hed.

16. Ha néb a zrouk-komzô eûz a hanô ann Aotrou, ra vézô lékéat d’ar marô ; ar bobl holl a labézô anézhan̄, daoust mar d-eo eûz ar vrô, pé mar d-eo a-ziavéaz brô. Néb a zrouk-komzô eûz a hanô ann Aotrou, ra vézô lékéat d’ar marô.

17. Néb en dévézô skôet gan̄d eunn dén, hag en dévézô hé lazet, ra vézô lékéat d’ar marô.

18. Néb en dévézô skôet gan̄d eul loen, hag hé lazet, a rôi eunn all évit-han̄, da lavaroud eo, loen évit loen.

19. Néb en dévézô gloazet unan-bennâg eûz hé genvrôiz ; ével ma en deûz gréat, ra vézô gréat d’ézhan̄ :

20. Torr évit torr, lagad évit lagad, dan̄t évit dan̄t a rôi. Ann hévelep gloaz en dévézô gréat, a vézô réd d’ézhan̄ da c’houzan̄vi.

21. Néb en dévézô lazet eul loen-samm, a rôi eunn all. Néb en dévézô lazet eunn dén, a vézô lazet.

22. Ra vézô unvan ar varn étré-z-hoc’h, daoust pé eunn dén eûz ar vrô, pé eunn diavésiad eo en dévézô péc’het ; râk mé eo ann Aotrou hô Toué.

23. Moizez a gomzaz ével-sé out bugalé Israel ; hag hî a gasaz ann hini en dôa drouk-komzet er-méaz eûz ar c’hamp, hag hel labézchon̄t. Ha bugalé Israel a réaz ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez.


————


XXV. PENNAD.


Éhan er seizved bloaz. Ar Jubilé. Diwar-benn ann usurérien̄ hag ar sklaved.


1. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez war vénez Sinai, ô lavarout :

2. Komz out bugalé Israel, ha lavar d’ézhô : Pa viot éat enn douar a rôinn d’é-hoc’h, é mirot sabbat ann Aotrou.

3. E-pâd c’houec’h bloaz éc’h hadi da bark, hag é-pâd c’houec’h bloaz é trouc’hi da winien, hag é tastumi hé frouez.

4. Hôgen er seizved bloaz é vézô sabbat ann douar, éhan ann Aotrou : na hadi két da bark, ha na drouc’hi két da winien.

5. Na védi két ar péz a rôi ann douar anézhan̄ hé-unan : ha na zastumi két bôdou-rézin da bréveûdi, ével pa vé ann éost rézin ; râk bloaz éhan ann douar eo ;

6. Hôgen da voéd é vézin̄t d’é-hoc’h, d’id, ha d’as mével, ha d’as plac’h, ha d’as gôpr-dévézour, ha d’ann diavésiad a choum gan-éz.

7. Kémen̄d a ziwanô anézhan̄ hé-unan a vézô ivé da voéd d’as loéned-samm ha d’as loéned all.

8. Nivéri a ri ivé seiz sizun a bloasiou, da lavaroud eo, seiz gwéach seiz, péré a ra enn-holl naô bloaz ha daou-ugen̄t ;

9. Hag enn dékved deiz eûz ar seizved mîz, a zô ann amzer eûz ann dic’haouidigez, é lékéot da zeni ann drompiḻ enn hoc’h holl zouar.

10. San̄téla a rî ann han̄ter-kan̄tved bloaz, nag è c’halvi ann diskarg war ar ré holl a choumô enn da zouar ;