Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/173

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
139
al lévitik.

gwisket gan̄t gwiskaman̄chou san̄tel, na zizôlôi két hé benn, ha na rogô két hé ziḻad ;

11. Ha na d-ai két bikenn étrézég eur c’horf marô ; ha n’en em zic’hlanô két zô-kén enn abek d’hé dâd na d’hé vamm.

12. Ha na d-ai két er-méaz eûz al lec’hiou san̄tel, gan̄d aoun na zaotrfé san̄tuar ann Aotrou, ô véza ma eo bét skuḻet war-n-ézhan̄ éôl sakradur san̄tel hé Zoué. Mé eo ann Aotrou.

13. Kéméroud a rai da c’hrég eur werc’hez ;

14. Na gémérô két eunn in̄tan̄vez, nag eur c’hrég kaset-kuît gan̄d hé ozac’h, nag eur vaouez gwallet, nag eur c’hast ; hôgen kéméroud a rai eur plac’h-iaouan̄k eûz hé bobl hé-unan.

15. Na veskô két ar c’héf eûz hé wenn gan̄d ar ré zister eûz hé bobl ; râk me eo ann Aotrou péhini hé laka da véza san̄t.

16. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :

17. Lavar da Aaron : É-touez da dûd mar d-eûz eur ré eûz da wenn hag en dévezô eur merk-bennâg war hé gorf, na gennigô két ar baraou d’hé Zoué,

18. Ha na dôstai két évid ôber hé garg ; mar d-eo dall, pé gamm ; mar d-eo hé frî pé ré vihan, pé ré vraz, pé dort ;

19. Mar d-eo torret hé droad, pé hé zourn ;

20. Mar d-eo tort, pé bikouz ; ma en deûz ar banné war hé lagad ; ma en deûz eur c’hal a-vépréd, pé ann diskrab war hé groc’hen, ma en deûz eunn avélen.

21. Kémen̄d hini eûz a wenn Aaron, ar bélek, en dévézô eur merk-bennâg, na dôstai két évit kenniga hostivou d’ann Aotrou, pé baraou d’hé Zoué.

22. Dibri a rai koulskoudé eûz ar varaou a zô kenniget er san̄tuar ;

23. Hôgen enn hévélep doaré n’az ai két enn diabarz eûz ar wél, ha na dôstai két oud ann aoter, ô véza ma en deûz eunn nam, ha na dlé két saotra va zan̄tuar. Mé eo ann Aotrou a laka anézhô da véza sen̄t.

24. Moizez a lavaraz éta da Aaron, ha d’hé vipien, ha da Israel holl, kémen̄t a oa bét gourc’hémennet d’ézhan̄.


————


XXII. PENNAD.


Ar ré a dlé dibri eûz ann traou san̄tel.


1. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :

2. Komz oud Aaron hag oud hé vipien, évit ma pellain̄t diouc’h kennigou sakr bugalé Israel, ha na zaotrin̄t két va hanô san̄tel er péz a zô kenniget d’in. Mé eo ann Aotrou.

3. Lavar d’ézhô ha d’hô nésted : Piou-bennâg eûz hô kwenn, ô véza eur saotr enn-han̄, a dôstai oud ann traou sakr hag a zô bét kenniget d’ann Aotrou gan̄d bugalé Israel, a varvô dirâg ann Aotrou. Mé eo ann Aotrou.

4. Kémen̄d hini eûz a wenn Aaron a vézô lovr, pé en dévézô eur réd sper, na zebrô két ar péz a zô bét gwéstlet d’in, bété ma vezô paréet. Néb a lakai hé zourn war eunn dén dic’hlanet gan̄d eur c’horf marô, pé war eur ré en dévézô losket da rédek hé sper,

5. Pé war eul loen stlej, pé war eunn dra-bennâg all dic’hlan, ha na helleur két steki out-han̄ héb béza saotret,

6. A vézô dic’hlan bétég ar pardaez, ha na zebrô két eûz ar péz a zô bét san̄télet ; hôgen goudé ma en dévézô gwalc’het hé gorf enn dour,

7. Ha ma vézô kuzet ann héol, neûzé ô véza glanet, é tebrô eûz ann traou san̄télet, ô véza ma eo hé voéd.

8. Na zebrin̄t két eûz a eul loen marô anézhan̄ hé-unan, nag eûz ann hini a vézô bét paket gan̄d eul loen all ; ha n’en em zaotrin̄t két enn-hô. Mé eo ann Aotrou.

9. Ra virin̄t va c’hélennou, évit na gouézin̄t két er péc’hed ha na varvin̄t két er san̄tuar, goudé ma hô dévézô hé zaotret. Mé eo ann Aotrou a laka anézhô da véza sen̄t.

10. Kémen̄d dén a-ziavéaz na zebrô két eûz ann traou san̄télet ; ann diavésiad a choum gan̄d ar bélek nag hé