Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/171

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
137
al lévitik.

verc’h, gan̄d aoun na vé saotret ann douar, ha na vé leûn a zrouk.

30. Mirit ta deisiou sabbat, ha doujit va san̄tuar. Mé eo ano Aotrou.

31. Na zistrôit két évit mon̄d da heûl ar strôbinellérien, ha na c’houlennit két a guzul digan̄d ann diouganérien, gan̄d aoun na vec’h saotret gan̄t-hô. Mé eo ann Aotrou hô Toué.

32. Saô dirâg eur penn gwenn, hag énor ann dén kôz ; ha douj ann Aotrou da Zoué. Mé eo ann Aotrou.

33. Mar choum eunn diavésiad enn hô prô, ha mar d-éma enn hô touez, na damallit két anézhan̄ ;

34. Hôgen bézet enn hô touez ével pa vé eûz ar vrô, ha karit anézhan̄ ével-d-hoc’h hoc’h-unan ; râk c’houi a zô bét diavésidi hoc’h-unan é douar ann Éjipt. Mé eo ann Aotrou hô Toué.

35. Na rit nétrâ né vé léal, nag er varn, nag er réolen, nag er poéz, nag er gon̄vor.

36. Bézet reiz ar valan̄s, ha reiz ar poésiou, reiz ar boézel, ha reiz ar sestier. Mé eo ann Aotrou hô Toué, en deûz hô tennet eûz a zouar ann Éjipt.

37. Mirit va holl gélennou ha va holl varnédigézou, ha sévénit-hô. Mé eo ann Aotrou.


————


XX. PENNAD.


Lézennou diwar-benn ann idolatri hag ar strôbinellou, ha diwar-benn ar glanded.


1. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :

2. Ann dra-man̄ a liviri da vugalé Israel : Kémen̄d hini eûz a vugalé Israel, pé eûz ann diavésidi a choum enn Israel, en dévézô rôet eûz hé wenn da idol Moloc’h, a vézô lékéat d’ar marô ; pobl ar vrô a labézô anézhan̄ gan̄t mein.

3. Ha mé a lakai va dremm a-éneb ann dén-zé, hag é laminn anézhan̄ eûz a greiz hé bobl, ô véza ma en deûz rôet eûz hé wenn da Voloc’h, ma en deûz mastaret va san̄tuar, ha ma en deûz saotret va hanô san̄tel.

4. Mar teû pobl ar vrô dré lézirégez, hag ével dré faé évit va gourc’hémenn, da leûzkel da von̄t ann dén en dévézô rôet eûz hé wenn da Voloc’h, ha ma na fell két d’ézhan̄ hé laza ;

5. Mé a zavô drouk enn-oun (T) a-éneb ann dén-zé, hag a-éneb hé dûd, hag é laminn anézhan̄ eûz greiz hé bobl, hén̄ hag ar ré holl hô devézô aotréet ec’h en em c’hastaoufé gan̄t Moloc’h.

6. Mar tistrô eunn dén diouz-in évit mon̄d da heûl ar strôbinellérien hag ann diouganérien, ha mar teû d’en em c’hastaoui gan̄t-hô, é savô drouk enn-oun a-énep dézhan̄, hag é lazinn anéz-han̄̄ eûz a greiz hé bobl.

7. En em zan̄télit ha bézit sen̄t, rak mé eo ann Aotrou hô Toué.

8. Mirit va c’hélennou, ha sévénit-hô. Mé eo ann Aotrou a zô ô san̄télaat ac’hanoc’h.

9. Néb en dévézô drouk-pédet gan̄d hé dâd pé gan̄d hé vamm, a vézo lékéat d’ar marô ; ra gouézô hé c’hoad war-n-ézhan̄, ô véza ma en deûz drouk-pédet gan̄d hé dâd pé gan̄d hé vamm.

10. Mar teû eur ré da walla grég eunn all, ha mar kouéz enn avoultriez gan̄t grég hé nesa, ra vézô lékéat d’ar marô hag ar goâz hag ar vaouez avoultr.

11. Mar teû eur ré da gousket gan̄d hé les-vamm, ha mar tizôlô mézégez hé dâd, é vézin̄t lékéat d’ar marô hô daou ; ra gouézô hô goâd war-n-ézhô.

12. Mar kousk eur ré gan̄d hé verc’h-kaer, ra vézin̄t lékéat d’ar marô hô-daou, râg eunn torfed brâz hô deûz gréat ; ra gouézô hô goâd war-n-ézhô.

13. Mar kousk eur ré gan̄d eur goâz é c’hîz pa vé eur vaouez, hô deûz gréat hô-daou eunn torfed brâz, hag e vézin̄t lékéat d’ar marô ; ra gouézô hô goâd war-n-ézhô.

14. Néb a zimézô gan̄d ar vamm, goudé béza bét dimézet gan̄d ar verc’h, hen-nez en dévézô gréat eunn torfed brâz ; ez béô é vézô devet gan̄t-hô, ha na choumô két eunn drouk ker brâz enn hô touez.

15. Néb a iélô da gavout eul loén-bennâg, a vézô lékéat d’ar marô : lazet é vézô ivé al loen.