Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/170

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
136
al lévitik.

2. Komz out strollad holl vugalé lsrael, ha lavar d’ézhô : Bézit sen̄t, râk mé a zô san̄t, mé ann Aotrou ho Toué.

3. Ra zoujô pép-hini hé dâd hag hé vamm. Mirit va deisiou sabbat. Mé eo ann Aotrou hô Toué.

4. Na drôit két oud ann idolou, ha na rit két d’é-hoc’h douéed teûzet (T). Mé eo ann Aotrou hô Toué.

5. Ma lazit eunn hostiv a béoc’h d’ann Aotrou, évit tenna hé drugarez war-n-hoc’h,

6. É tebrot anézhi enn deiz ma vézô bét lazet, hag an̄trônôz ; hag é tevot gan̄d ann tân kémen̄d a vézô choumet a zilerc’h ann trédé deiz.

7. Mar tebr eur ré eûz anézhi goudé ann eil dervez, é vézô dizan̄tel ha fallagr ;

8. Hag é tougô hé fallagriez, ô véza ma en deûz saotret ar péz a oa gwéstlet d’ann Aotrou, hag é varvô eûz a greiz hé bobl.

9. Pa védot ann édou eûz hô touar, n’hô zouzot két bété koc’hen ann douar ; ha na zastumot két ann tamoézennou a vézô choumet.

10. Na zastumot két ken-nébeût enn hô kwinien ar bodou a vézô choumet, nag ar greûnennou a vézô kouézet ; hô lézel a réot évid ar béorien hag évid ann ergerzérien. Mé eo ann Aotrou hô Toué.

11. Na laérot két. Na léverrot két a c’hevier ; ha dén na douellô hé nesa.

12. Na doui két é-gaou em hanô, ha na zaotri két hanô da Zoué. Mé eo ann Aotrou.

13. Na damalli két é-gaou da nesa, ha na waski két anézhan̄ dré nerz. Gôbr da zévézour na choumô két enn da dî bétég ar min̄tin.

14. Na liviri kéd a zroug eûz ann dén bouzar, ha na liki nétrâ dirâg ann dén dall a helfé hé lakaad da gouéza ; hôgen douja a rî ann Aotrou da Zoué, rak mé eo ann Aotrou.

15. Na ri nétrâ a-énep gwîr, ha na varni két é-gaou. Na zisprizi két ann dén paour, ha na énori két ann dén galloudek a-énep gwir. Barn da nesa gan̄t léalded.

16. Na vézi nag eunn drouk-prézéger, nag eul labenner-kûz é-touez da bobl. Na zavi két a-énep goâd da nesa. Mé eo ann Aotrou.

17. Na gasai két da vreûr enn da galoun, hôgen difazia a ri (M) anézhan̄ dirâg ann holl, gan̄d aoun n’az pé ar péc’hed enn abek d’ézhan̄.

18. Na glask két en em ven̄ji, hag an̄kounac’ha ar gaou a berz (T) da genvrôiz. Karoud a ri da viñoun ével-d-oud da-unan. Mé eo ann Aotrou.

19. Mirit va lézennou. Na laka két da loen d’en em bara gan̄t loéned eûz a eur wenn all. Na hadi két da bark gan̄d hadou dishén̄vel. Na zougi két a ziḻad gwéet gan̄d daou neûd dishén̄vel.

20. M’az â eur goâz da gousket gan̄d eur vaouez évid en em unani gan̄t-hi, ha mar d-eo hou-man̄ eur vatez hag enn oad da zimézi, hôgen ma n’eo két bét dasprénet gan̄d arc’han̄t, ha ma n’eo két bét rôet hé fran̄kiz d’ézhî, é vézin̄t kannet hô-daou, ha na varvin̄t két, ô véza na oa két fran̄k-hî.

21. Hôgen hén̄, évid hé béc’hed, a gennigô eunn tourz d’ann Aotrou é-tâl dôr tabernakl ann desténi ;

22. Ar béleg a bédô évit-han̄ hag évid hé béc’hed dirâg ann Aotrou ; hag é kavô trugarez, hag hé béc’hed a vézô distolet d’ézhan̄.

23. Pa viot éat er vrô am eûz lavaret é vijé rôet d’é-hoc’h (T), ha pa hô pézô plan̄tet enn-han̄ gwéz frouéz, é enwadot anézhô ; ar frouez ken̄ta a zavô anézhô a vézô dic’hlan d’é-hoc’h, ha na zebrot két anézhô.

24. Hôgen ar pevaré bloaz hô holl frouez a vézô san̄télet ha gwéstlet d’ann Aotrou.

25. Hôgen er pempved bloaz é tebrot ar frouez, goudé béza dastumet kémen̄d hô dévezô douget ar gwéz. Mé eo ann Aotrou hô Toué.

26. Na zebrot nétra gan̄d ar goâd. Na ziouganot két ; ha na arvestot két ann huvréou.

27. Na grennot két hô pléô ; na douzot két hô parô.

28. Na réot két a drouc’hou enn hô kîg, enn abek da eunn dén marô, ha na réot na skeûden nag arouéz war hô korf. Mé eo ann Aotrou.

29. Arabad eo d’id gwalla (T) da