Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/169

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
135
al lévitik.

d’ézhô : Mé eo ann Aotrou hô Toué.

3. Na réot két hervez boaz brô ann Éjipt, é péhini oc’h bét ô choum ; ha na réot két hervez doaré brô Kanaan é péhini hô likiinn da von̄t ; ha na heûliot két hô lézennou.

4. Sévéni a réot va gourc’hémennou, miroud a réot va c’hélennou, hag é kerzot enn-hô. Mé eo ann Aotrou hô Toué.

5. Mirit va lézennou ha va c’hélennou : ann dén hô mirô, a vévô dré-z-hô. Mé eo ann Aotrou.

6. Dén na dôstai oud ar vaouez a zô kar d’ézhan̄ dré ar goâd, évit dizôlei hé vézégez. Mé eo ann Aotrou.

7. Na zizôlôi két mézégez da dâd na da vamm : da vamm eo ; na zizôlôi két hé mézégez.

8. Na zizôlôi két mézégez grég da dâd ; râk mézégez da dâd eo.

9. Na zizôlôi két mézégez da c’hoar a dâd pé a vamm, a zô ganet enn tî, pé er-méaz eûz ann ti.

10. Na zizôlôi két mézégez merc’h da vâb, pé merc’h da verc’h ; râk da vézégez eo.

11. Na zizôlôi két mézégez merc’h grég da dâd, é deûz ganet d’az tâd, hag a zô c’hoar d’id.

12. Na zizôlôi két mézégez c’hoar da dâd ; râk kîk da dâd eo.

13. Na zizôlôi két mézégez c’hoar da vamm ; râk kîk da vamm eo.

14. Na zizôlôi két mézégez da éon̄tr gompez, ha na d-i két da gaout hé c’hrég ; râg gan̄t nésanded eo stâg ouz-id.

15. Na zizôlôi két mézégez da verc’h-kaer ; râg grég da vâb eo ; ha na zizôlôi kéd hé noazder.

16. Na zizôlôi két mézégez grég da vreûr ; râk mézégez da vreûr eo.

17. Na zizôlôi két mézégez da c’hrég hag hé merc’h. Na gémérit két merc’h hé mâb, na merc’h hé merc’h évid dizôlei hé mézégez, ô véza ma’z in̄t hé c’hîg-hî, ha ma’z eo ar gévrédigez-zé eunn in̄sest.

18. Na géméri két c’hoar da c’hrég évit béza kéférérez d’ézhi, ha na zizôlôi két hé mézégez é-pâd ma vézô béô da c’hrég.

19. Na dôstai két oud eur c’hrég péhini a vézô hé misiou gan̄t-hî, ha na zizôlôi két hé lousdôni.

20. N’az i két da gavout grég da nesa, ha n’en em zaotri két gan̄t kemmesk ann hâd.

21. Na rôi két eûz da wenn évit béza gwéstlet da idol Moloc’h, ha na zaotri két hanô da Zoué. Mé eo ann Aotrou.

22. N’az î két da gavout eur goâz é-c’hîz pa vé eur vaouez ; râg eunn dra argarzuz eo.

23. N’az i két da gavout loen é-béd, ha n’en em zaotri két gan̄t-han̄. Ar vaouez na c’hourvézô ket dindân eul loen, ha n’en em unanô két gan̄t-han̄, râg eunn torfed eo.

24. N’en em zaotrot két gan̄d ann holl draou-zé, gan̄t péré eo en em zaotret ann holl boblou a gasinn-kuît dira-z-hoc’h,

25. Ha gan̄t péré eo bét saotret ar vrô-zé ; ha mé a zeûi da gastiza hé fallagriézou, évit ma tistolô gan̄t heûz hé brôiz.

26. Mirit va lézennou ha va barnédigézou, ha na rit hini eûz ann traou argarzuz-zé, na c’houi tûd ar vrô, nag ann divrôidi a zô deûet da choum enn hô mesk.

27. Râg ar ré a zô bét ô choum er vrô-zé enn hô raok, hô deûz gréat ann holl draou argarzuz-zé, hag hô deûz saotret ar vro.

28. Diwallit éta, mar grit ann hévélep traou, na zeûi d’hô tisteûrel, ével ma é deûz distolet ar bobl a zô bet enn-hi enn hô raok.

29. Kémen̄d dén en dévézô gréat unan-bennâg eûz ann traou argarzuz-zé, a varvô eûz a greiz hé bobl.

30. Mirit va gourc’hémennou. Na rit két ar péz hô deûz gréat ar ré a oa enn hô raok, ha n’en em zaotrit két gan̄d ann traou-zé. Mé eo ann Aotrou hô Toué.


————


XIX. PENNAD.


Meûr a lézen.


1. Ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout :