Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/159

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
125
al lévitik.



XI. PENNAD.


Eûz ann anévaled c’hlân hag eûz ar ré zic’hlan.


1. Ann Aotrou a gomzaz neûzé out Moizez hag oud Aaron, ô lavarout :

2. Livirid da vugalé Israel : E-touez ann holl anévaled eûz ann douar, chétu ann anévaled a dléot da zibri.

3. Kémen̄t loen a zô faoutet hé garn, hag a zaskir, eûz a hen-nez é tebrot.

4. Hôgen kémen̄d hini a zaskir, hag en deûz karn ha né két faoutet, ével ar c’han̄val hag ar ré all, na zebrot két eûz anézhan̄, hag ével loéned dic’hlan é vézin̄t d’é-hoc’h. (T).

5. Ar c’hounikl péhini a zaskir, ha né két faoutet karn hé dreid, a zô dic’hlan.

6. Ar c’hâd ivé a zô dic’hlan ; râk daskiria a ra, hôgen né két faoutet hé garn.

7. Ann houc’h ivé ; râk faoutet eo hé garn, hôgen na zaskir két.

8. Na zebrot két eûz a gîg ar ré-zé, ha na lékéot két hô tourn war hô gañou, râk dic’hlan in̄t d’é-hoc’h.

9. É-touez ann anévaled a zô ganet enn douréier, chétu ar ré a dléot da zibri. Kémen̄d en deûz bren̄kou ha skan̄t, kenn er môr, kenn er steriou hag el lennou ; eûz anézhô é tebrot.

10. Hôgen kémen̄d a fin̄v hag a vév enn douréier, ha n’en deûz kéd a vren̄kou nag a skan̄t, a vézô argarzuz d’é-hoc’h,

11. Hag érézuz : na zebrot két eûz hô c’hîk, hag é tec’hot diouc’h hô gañou.

12. Kémen̄t ha n’en dévézô kéd a vren̄kou nag a skan̄t enn douréier, a vézô dic’hlan.

13. É-touez ann evned, chétu ar ré a béré na dléot kéd dibri, hag a zô d’é-hoc’h da dec’hout : ann er, hag ar grifon hag ar falc’han,

14. Hag ar skoul, hag ar gûp, hervez hé wenn,

15. Hag ar vrân, ha kémen̄d a zô hével out-hi.

16. Hag ann ôtruz, hag ar gaouen, hag ann dour-iar, hag ar sparfel diouc’h hé wenn,

17. Hag ar c’harmélod, hag ar môr-vran, hag ann ibiz,

18. Hag ar sîn, hag ar bon̄gors, hag ar bég-rûz,

19. Hag ann herlégon, hag ar c’hévélek-vôr hervez hé wenn, hag ann houpérik, hag al lôgôden-zall.

20. Kémen̄d evn a gerz war bévar troad, a vézô argarzuz d’é-hoc’h.

21. Hôgen kémen̄d a gerz war bévar troad, hag a zô hiroc’h hé dreid a ziadré, hag a lamm war ann douar,

22. É hellit dibri eûz anézhan̄, ével m’az eo ar brukuz enn hé wenn, hag ann attakuz, hag ann ofiomakuz, hag ar c’hiḻek-raden diouc’h hé wenn.

23. Hôgen kémen̄d evn ha n’en deûz néméd pévar troad, a vézô argarzuz d’é-hoc’h ;

24. Ha piou-bennâg a lakai hé zourn war hô gañou, a vézô saotret, hag a vézô dic’hlan bétég ar pardaez.

25. Ha mar d-eo réd d’ézhan̄ dougen eur ré eûz ann anévaled-zé, hag hî marô, é walc’hô hé ziḻad, hag e vézô dic’hlan bété kûs-héol.

26. Kémen̄t loen en deûz karn, ha né két faoutet, ha na zaskir két, a vézô dic’hlan ; ha néb a lakai hé zourn war-n-ézhan̄, a vézô saotret

27. É-touez ann holl loéned pévar-zroadek, ann hini a gerz war hé balfou, a vézô dic’hlan ; néb a lakai hé zourn war hé c’hâñ, a vézô saotret bétég ar pardaez.

28. Ha piou-bennâg a zougô gañou al loéned-zé, a walc’hô hé ziḻad, hag a vézô dic’hlan bétég ar pardaez ; râg ar ré-zé holl a zô dic’hlan d’é-hoc’h.

29. É-touez ann anévaled a fin̄v war ann douar, é vennot c’hoaz ar ré-man̄ ével dic’hlan : ar gaérel, hag al lôgôden, hag ar gurlaz-vôr, pép-hini diouc’h hé wenn ;

30. Ar minouc’h, hag ar c’haméléon, hag ar stellion, hag ar glazard, hag ar c’hôz ;

31. Ar ré-zé holl a zô dic’hlan. Néb a lakai hé zourn war hô gañou, a vézô dic’hlan bétég ar pardaez ;

32. Hag ar péz war béhini é vézô kouézet eunn dra eûz hô gañou, a