Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/154

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
120
al lévitik.


VII. PENNAD.


Eûz ann hostiv a béoc’h.


1. Chétu ivé lézen ann hostiv évid ar gwall : san̄tel-brâz eo.

2. Râk-sé el léac’h ma vézô lazet eul loen-losk, é vézô lazet ivé eur viktim évid ar gwall ; hé c’hoâd a vézô skuḻet war-drô ann aoter.

3. Kenniget é vézô anézhan̄ al lôst hag al lard a c’hôlô ar bouzellou ;

4. Ann digroazelligou, hag al lard a zô war ar c’hostésiou, ha kroc’hénen ann avu gand ann digroazelligou.

5. Hag ar bélek a zevô anézhô war ann aoter ; ézan̄s ann Aotrou eo évid ar gwall.

6. Kémen̄t goaz eûz a wenn ar véleien a zebrô eûz ar c’hîk-zé el léac’h san̄tel, ô véza ma eo san̄tel-brâz.

7. Ével ma kennigeur eunn hostiv évid ar péc’hed, hé c’hennigeur ivé évid ar gwall ; eul lézen hép-kén a vézô évid ann diou hostiv : d’ar bélek en dévézô hé c’henniget, é vézô.

8. Ar bélek a gennig viktim ar sakrifiz-losk, en devézô hé c’hroc’hen.

9. Kémen̄t sakrifiz bleûd a véz poazet er fourn, pé rôstet war ar c’hriḻ, pé aozet er billik, a vézô d’ar bélek en dévézô hé genniget.

10. Mar béz glébiet gan̄d éôl, pé mar béz séac’h, é vézô rannet enn eunn doaré unvan étré holl vipien Aaron.

11. Chétu aman̄ lézen ann hostiv péoc’huz a véz kenniget d’ann Aotrou.

12. Mar d-eo évit trugarékaat é véz gréat ar c’hennig, é vézô kenniget baraou dic’hoell glébiet gan̄d éôl, ha kouiñou dic’hoell lardet gan̄d éôl, ha bleûd glân poazet, ha gwastellou glébiet ha kemmesket gan̄d éôl.

13. Kenniget é vézô ivé baraou goell, gan̄d ann hostiv a drugarez, a gennigeur évid ar ré-béoc’huz.

14. Unan anézhô a vézô kenniget d’ann Aotrou évit préveûdi, hag é vézô évid ar bélek a skuḻô goâd ann hostiv.

15. Debret é vézô kîg ann hostiv enn hévélep deiz, ha na choumô nétrâ anézhi bétég ar min̄tin.

16. Mar kennig eur ré eunn hostiv goudé gwéstl, pé a-ioul frank, é vézô debret ivé enn hévélep deiz ; hôgen mar choum eunn dra anézhi évid an̄trônôz, é vézô lézet hé dibri.

17. Hôgen kémen̄d a vézô kavet anézhi enn trédé deiz a vézô devet gan̄d ann tân.

18. Mar tebr eur ré eûz a gîg ar viktim a béoc’h enn trédé deiz, é vézô didalvez ar c’hennig, ha na dalvézô két da néb hé c’hennigô ; hôgen enn-énep piou-bennâg a vézô en em zaotret ével-sé ô tibri eûz ann hostiv-zé, a vézô kabluz a wall-ôber.

19. Ar c’hîk en dévézô stoket oud eunn dra dic’hlan, na vézô két debret, hôgen devet é vézô gan̄d ann tân ; néb a vézô glân, a zebrô kîg ar viktim a béoc’h.

20. Piou-bennâg, hag hén̄ saotret, a zebrô eûz a gîg ann hostivou péoc’huz kenniget d’ann Aotrou, a iélo da goll eûz a greiz hé bobl.

21. Ha piou-bennâg en dévézô lékéad hé zourn war lousdoni eunn dén pé eul loen, pé eunn dra all a hell saotra, hag en dévézô debret eûz ar c’hîk-zé, a varvô eûz a greiz hé bobl.

22. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :

23. Komz out mipien Israel, ô lavarout : Na zebrot két lard ann dan̄vad, nag ann éjenn, nag ar c’havr.

24. Kéméroud a réot évit meûr a dra lard eul loen marô anézhan̄ hé-unan̄, pé eûz ann hini a zô bét paket gan̄d eul loen all.

25. Mar tebr eur ré eûz al lard a dlé béza kenniget d’ann Aotrou ével ézan̄s, é varvô eûz a greiz hé bobl.

26. Na gémerrot két ken-nébeût da voéd goâd anéval é-béd, na goâd evned, na goâd loéned.

27. Kémen̄t dén en dévézô debret goâd, a varvô eûz a greiz hé bobl.

28. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :

29. Komz out mipien Israel, ô lavarout : Néb a gennig eunn hostiv a béoc’h d’ann Aotrou, ra gennigô enn