Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/152

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
118
al lévitik.

hé an̄kounac’héat, mar teû pelloc’h d’hé anaout, é vézô dindân ar fazi.

4. Ma en deûz eunn dén touet ha lavaret gan̄d hé vuzellou, ha krétéet gan̄d hé lé ha gan̄d hé c’heriou pénaoz é rajé eunn dra zroug pé eunn dra vâd ; goudé béza an̄kounac’héat hé fazi, mar teû pelloc’h d’hé anaout,

6. Graet pinijen évid hé béc’hed,

6. Ha kéméret eûz ann dropellou eunn oan pé eur menn-gavr ; hag ar bélek a bédô évit-han̄ hag évid hé béc’hed.

7. Hôgen ma na hell két kenniga eûz hé dropel, kenniget d’ann Aotrou diou durzunel, pé diou goulmik, unan évid ar péc’hed, hag ébén ével eur c’hennig-losk.

8. Hag hén̄ hô rôi d’ar bélek, péhini ô kenniga ar gen̄ta évid ar péc’hed, a drôi hé fenn oud ann eskel, enn hévélep doaré ma choumô stâg oud ar gouzoug, ha na vézô két diframmet diout-hi enn-holl-d’ann-holl.

9. Hag hén̄ a sparfô gan̄d hé goad môger ann aoter ; ha kémen̄d a choumô a skuḻô war droad ann aoter, ô véza ma eo évid ar péc’hed.

10. Ebén a zevô ével eur sakrifiz-losk ; hag ar bélek a bédô évit-han̄ hag évid hé béc’hed, hag é vézô distolet d’ézhan̄.

11. Ma na hell két kenniga diou durzunel, pé diou goulmik, é kennigô évid hé béc’hed ann dékved lôden eûz a eunn éfi a vleûd glân ; na lakai kéd a éôl enn-han̄ nag ézan̄s war-n-ézhan̄, ô véza ma eo évid ar péc’hed.

12. Hé rei a rai d’ar bélek, péhini a gémérô eunn dournad anézhan̄, hag he zevô war ann aoter, é én̄vor ann hini en dévézô hé genniget.

13. Hag é pédô hag é tic’haouô évit-han̄ ; hag ann dilerc’h en dévézô ével eur gôbr évit-han̄.

14. Hag ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout :

15. Mar pec’h eunn dén dré ziwiziégez a-éneb ann traou a zô gwéstlet d’ann Aotrou, é kennigô évid hé béc’hed eunn tourz dinam eûz ann dropellou, a hell béza prénet gan̄d daou sikl, hervez men̄t ar san̄tuar.

16. Hag hén̄ a zistôlô ar péz en dévézô kéméret é gaou, ha pemp gwéach kémen̄d all ouc’h-penn, a rôi d’ar bélek, péhini a bédô évid ann hini a gennigô ann tourz, hag é vézô distolet hé béc’hed da hé-man̄.

17. Mar pec’h eunn dén dré ziwiziégez, ha mar gra eunn dra-bennâg berzet gan̄t lézen ann Aotrou, hag ô véza kabluz eûz ar fazi-zé, éc’h anavez hé fallagriez,

18. É kémérô eûz a greiz hé dropel eunn tourz dinam, a gennigô d’ar bélek hervez ar ven̄t hag ar prizadur eûz ar péc’hed ; hag ar béleg a bédô évit-han̄, ô véza ma en dévézô gréat ar fazi héb hé c’houzout ; hag é vézô distôlet d’ézhan̄,

19. Dré ma en deûz péc’het dré ziwiziégez a-éneb ann Aotrou.


————


VI. PENNAD.


Lézen ar sakrifisou.


1. Ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout :

2. Ann dén en dévézô péc’het, hag, ô tisprizout ann Aotrou, en dévézô nac’het oud hé nésa ar péz a vézô bét lékéat é trédéok dindân hé léalded, pé en dévézô kéméret eunn dra dré ners, pé en dévézô drouk-prézéget é gaou (T) ;

3. Pé ô véza kavet eunn dra kollet, hé nac’hô, hag a rai ouch-penn eul lé faoz, pé en dévézô gréat eur péc’hed all, eûz ar ré a ra peûrvuia ann dûd ;

4. O véza ken̄drec’het gan̄d hé béc’hed,

5. É tistolô a-grenn kémen̄d ha ma vézô fellet d’ézhan̄ da gaout dré laéron̄si ; hag é rôiô eur bempved lôden ouc’h-penn d’ar perc’hen out péhini en dévézô gréat gaou.

6. Hôgen évid hé béc’hed é kennigô eunn tourz dinam eûz hé dropel, hag é rôiô anézhan̄ d’ar bélek, hervez ar prizadur hag ar ven̄t eûz ann drouk.

7. Hag ar bélek a bédô évit-han̄ dirâg ann Aotrou ; ha kémen̄d droug en