Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/142

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
108
ann eksod.

lep framm é oen̄t dalc’het. Ével-sé é réaz enn daou dû eûz ar c’horniou ;

30. Évit ma vijé eiz elfen enn holl, ha c’houézek steûden arc’han̄t, diou steûden évid eunn elfen.

31. Ober a réaz ivé sparlou gan̄t koat sétim, pemp évid derc’hel ann elfennou enn eur c’hostez eûz ann tabernakl,

32. Ha pemb all évid derc’hel ann elfennou eûz ann tû all ; hag ouc’h-penn, pemb all c’hoaz évit tû ar c’hûz-héol eûz ann tabernakl a zellé oud ar môr.

33. Ober a réaz ivé eur sparl all, a iéa a-dreûz d’ann holl elfennou, eûz a eur penn d’égilé.

34. Gan̄d aour é c’hôlôaz ann elfennou, dindân-hô steûdennou arc’han̄t teûzet ; ha lagadennou aour a réaz, évid derc’hel ar sparlou gan̄t-hô ; ar ré-man̄ a c’hôlôaz ivé gan̄t taolennou aour.

35. Ober a réaz ivé eur wél a liou glâz, ha limestra, ha tané diou wéach livet, gréat gan̄t lien moan trôet, war béhini é oé gréat labour broudérez, é meûr a zoaré.

36. Ober a réaz pévar peûl koat sétim, a chôlôaz a aour gan̄d hô fennou, dindân-hô steûdennou arc’han̄t teûzet.

37. Ober a réaz ivé eunn telt dirâk dôr ann tabernakl, hag ann telt a oa a liou glâz, ha limestra, ha tané, ha lien moan trôet, ha gôlôet a vroudérez ;

38. Ha pemp peûl gan̄d hô fennou, a c’hôloaz a aour ; hag hô steûdennou a oé gréat gan̄d arem teûzet.


————


XXXVII. PENNAD.


Ann arc’h. Ann daol. Ar c’han̄toler aour. Aoter al louzou-c’houés-vâd.


1. Béséléel a réaz ivé ann arc’h gan̄t koat sétim, péhini é doa daou ilinad han̄ter a héd, eunn ilinad han̄ter a led, hag eunn ilinad han̄ter a uc’helded ; hé gôlei a réaz gan̄d aour ar glana enn diabarz, hag enn diavéaz ;

2. Hag hén̄ a réaz war hé gorré eur gurunen aour, a iéa trô-war-drô.

3. Lakaad a réaz péder lagaden aour teûzet é pévar c’horn ann arc’h, diou lagaden enn eunn tû, ha diou enn tû all.

4. Sparlou a réaz ivé gan̄t koat sétim, hag hô c’hôlôaz gan̄d aour ;

5. Hag hô lakaad a réaz el lagadennou a ioa é korniou ann arc’h évid hé dougen.

6. Ober a réaz ivé ar goulc’her, da lavaroud eo ann orakl gan̄d aour ar glana, péhini en dôa daou ilinad han̄ter a héd, hag eunn ilinad han̄ter a léd ;

7. Hag ivé daou chérubin aour gréat gan̄d ar morzol, a lékéaz enn daou benn eûz ar goulc’her ;

8. Eur chérubin é penn eunn tû, hag eur chérubin all é penn ann tû all ; daou chérubin, unan é pép penn eûz ar goulc’her.

9. Astenna a réan̄t hô eskel, hag é c’hôlôen̄t ar goulc’her, hag hî a zellé ann eil ouc’h égilé, hag oud ar goulc’her.

10. Ober a réaz ivé eunn daol gan̄t koat sétim, péhini é dôa daou ilinad a héd, eunn ilinad a léd, hag eunn ilinad han̄ter a uc’heldéd.

11. Gan̄d aour ar glana hé gôlôaz, hag eur véven aour a réaz trô-war-drô.

12. War ar véven é lékéaz eur gurunen aour gompez a bévar biz a uc’helded, ha war hou-man̄ eur gurunen aour all.

13. Teûzi a réaz ivé péder lagaden aour, a lékéaz é pévar c’horn ann daol, unan war bép troad,

14. Dindân ar gurunen ; hag é lékéaz sparlou enn-hô évit ma vijé gellet dougen ann daol.

15. Gan̄t koat sétim é réaz ivé ar sparlou, hag hô c’hôlôaz gan̄d aour,

16. Ober a réaz ivé gan̄d aour glân, évid holl ézommou ann daol-zé, pladou, kôpou, tasou, hag ézan̄souérou, é péré é tléeur kenniga ar skuḻadégou.

17. Ober a réaz ivé gan̄d aour ar glana ha gan̄d ar morzol eur c’han̄toler. Hag eûz hé walen é teûé barrou, kôpou, bolodou ha lili ;

18. C’houéac’h barr a bép tû, tri barr a eunn tû, ha tri barr a eunn tû all.