Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/138

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
104
ann eksod.

18. Ha Moizez a lavaraz d’ézhan̄ : Diskouéz d’in da c’hloar.

19. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Mé a ziskouézô d’id ann holl vadou, hag a c’halvô dira-z-od hanô ann Aotrou. Trugarez a rinn da néb a fellô d’in, hag habask é vézinn é-kéver kémen̄d hini ha ma kirinn.

20. Doué a lavaraz c’hoaz : Na helli két gwélout va dremm ; râk dén é-béd, hag hén̄ béô, na wélô ac’hanoun.

21. Hag ann Aotrou a lavaraz c’hoaz : Chétu éz eûz eul léac’h ma’z ounn enn-han̄, é péhini en em zalc’hi war ar méan ;

22. Ha pa vézô tréménet va gloar, é likinn ac’hanod é toull ar méan, hag é c’hôlôinn ac’hanod gan̄t va dourn, bété ma vézinn tréménet.

23. Ha mé a dennô va dourn, ha té a wélô va c’hein, râk na helli két gwélout va dremm.


————


XXXIV. PENNAD.


Névézi a ra Doué hé gévrédigez.


1. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Grâ d’id diou daolen véan ével ar ré gen̄ta, ha mé a skrivô war-n-ézhô ar geriou a ioa war ann daolennou éc’h eûz torret.

2. Béz daré adaleg ar min̄tin évit piña râk-tâl war vénez Sinai, hag é choumi gan-én̄ war lein ar ménez.

3. Na biñet dén gan-éz, ha na vézet gwélet dén war ann holl vénez ; na beûren̄t zô-kén a zirâg, nag ann éjenned, nag ann dén̄ved.

4. Moizez a vénaz éta diou daolen véan, é doaré ar ré gen̄ta ; hag ô sével abarz ann deiz, é piñaz war vénez Sinai, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou d’ézhan̄, hag é tougé ann daolennou enn hé zourn.

5. Hag ann Aotrou ô véza diskennet enn eur goabren, Moizez a choumaz gan̄t-han̄, hag a bédaz hanô ann Aotrou.

6. Ha pa dréméné ann Aotrou é-biou d’ézhan̄, é lavaraz : Roué, Aotrou Doué, trugarézuz ha kûn̄, habask, leûn a drugarez hag a wirionez ;

7. Péhini a vir ann trugarez é mil nested ; a zistol ar fallagriez, hag ar gwallou, hag ar péc’héjou ; dirâk péhini dén n’eo dinam anezhan̄ hé-unan ; péhini a zistol fallagriez ann tadou war ar vugalé ha war bugalé hô bugalé, bétég ann drédé hag ar bévaré wenn.

8. Kerken̄t Moizez a stouaz bétég ann douar, hag oc’h azeûli,

9. É lavaras : Ma em eûz kavet trugarez dira-z-od, ô Aotrou, kerz gan-é-omp, mé az péd (râg ar bobl-man̄ a zô kalet a benn) ; distol hor fallagriézou hag hor péc’héjou, ha piaou ac’hanomp.

10. Hag ann Aotrou a lavaraz : Ober a rinn kévrédigez dirâk da holl bobl ; burzudou a rinn ha n’in̄t két bét gwélet biskoaz war ann douar, nag é brôad é-béd ; évit ma wélô ar bobl-zé é-kreiz péhini émoud, pégen eûzuz eo al labour a dléann da ôber, me ann Aotrou.

11. Mîr kémen̄d a c’hourc’hémennann hiriô d’id ; ha mé va-unan a lakai da dec’het enn da raok ann Amorréad, hag ar C’hananéad, hag ann Hétéad, hag ar Férézéad, hag ann Hévéad, hag ar Jébuséad.

12. Mîr na rî bikenn kévrédigez gan̄t tûd ar vrô-sé ; râg évit da goll é vé ;

13. Hôgen diskar hô aotériou, torr hô skeûdennou, ha trouc’h hô c’hoajou sakr.

14. Na azeûl két a zoué a-ziavéaz. Ann Aotrou a zô hanvet ann Doue oazus ; baizig eo Doué.

15. Na ra kéd a gévrédigez gan̄t tûd ar brôiou-sé, gan̄d aoun, goudé m’hô dévézô en em zaotret gan̄d hô douéed, ha m’hô dévézô azeûlet ar skeûdennou, na zeûjé unan-bennâg anézhô d’az gervel évid da lakaad da zibri eûz hô loéned lazet.

16. Na géméri kéd a c’hragez évid da vipien e-touez hô merc’hed, gan̄d aoun, goudé béza en em zaotret hô-unan̄, na lakajen̄t da vipien d’en em zaotra ivé gan̄d hô douéed.

17. Na ri két d’id douéed teûz.

18. Goél ar bara dic’hoell a viri.