Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/136

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
102
ann eksod.

11. Hôgen Moizez a bédé ann Aotrou hé Zoué, ô lavarout : Pérâg, Aotrou, é sâv drouk enn-oud a-énep (T) da vobl, péhini éc’h eûz tennet eûz a zouar ann Éjipt gan̄d eunn ners vrâz, hag eunn dourn kré ?

12. Gra, mé az péd, émé-z-han̄, na lavaro két ann Éjiptianed : Hô zennet en deûz gan̄d ijin, évid hô laza er ménésiou, hag hô gwasta diwar ann douar ; ra habaskai da vuanégez, ha béz trugarézuz é-kén̄ver fallagriez da bobl.

13. Az péz koun eûz a Abraham, eûz a Izaak, hag eûz a Israel da zervicherien, da béré éc’h eûz touet dré-z-od da unan, ô lavarout : Kreski a rinn hô kwenn ével stéred ann én̄v ; hag é rôinn d’hô pugalé ann holl zouar-man̄, a béhini em eûz komzet ouz-hoc’h, hag hô pézô anézhan̄ da-vikenn.

14. Neûzé ann Aotrou a habaskaaz, ha na fellaz mui d’ézhan̄ ôber d’hé bobl ann droug en dôa lavaret é rajé.

15. Ha Moizez a zistrôaz diwar ar ménez, hag hén̄ ô tougen enn hé zourn ann diou daolen a désténi, skrivet enn daou dû,

16. Gréat gan̄t labour Doué ; skrid a oa ivé kizellet gan̄d Doué war ann daolennou.

17. Hôgen pa glevaz Jozué ann dispac’h hag ar safar eûz ar bobl, é lavaraz da Voizez : Trouz brézel a gleveur er c’hamp.

18. Ha Moizez a lavaraz d’ézhan̄ : Né kéd azé garm tûd en em argad d’ann emgann, na mouéz tûd a laka hô énébourien da dec’hi ; hôgen mé a glev mouéz kanerien.

19. Ha pa dôstaaz oud ar c’hamp, é wélaz al leûé hag ann dan̄sou ; hag ô véza savet eunn drouk brâz enn-han̄, é taolaz ann daolennou eûz hé zourn, hag é torraz anézhô out troad ar ménez.

20. Hag ô kémérout al leûé hô dôa gréat, é tevaz anézhan̄ hag hel lékéaz e poultr a daolaz enn dour, hag a rôaz da éva da vugalé Israel.

21. Ha Moizez a lavaraz da Aaron : Pétrâ en deûz gréat ar bobl-zé d’id, évid tenna war-n-ézhan̄ eur pec’hed ker brâz ?

22. Hag Aaron a lavaraz : Na vézet két drouk enn-oud, va Aotrou (T) ; râk té a anavez ar bobl-man̄, hag a oar pénaoz eo douget d’ann drouk.

23. Lavaret hô deûz d’in : Gra d’é-omp douéed hag a gerzô enn hor raok ; rag ar Moizez-zé en deûz hon tennet eûz a zouar ann Éjjipt, na ouzomp két pétrâ a zô c’hoarvézet gan̄t-han̄.

24. Ha mé em eûz lavaret d’ézhô : Piou ac’hanoc’h en deûz aour ? Hag hî hô deûz hé zigaset hag hé rôet d’in ; hé lékéat em eûz enn tân, hag al leûé-zé a zô deûet er-méaz.

25. Moizez éta ô wélout pénaoz ar bobl a oa choumet enn noaz (râg Aaron en dôa hô diwisket, évid ann argarzidigez louz zé, hag hô lékéat enn noaz é-mesk hô énébourien),

26. A zavaz é-tâl dôr ar c’hamp, hag a lavaraz : Néb a zô a dû gan̄d ann Aotrou, en em unvanet gan-én̄. Hag holl vipien Lévi en em zastumaz war hé drô,

27. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Chétu pétrâ a lavar ann Aotrou, Doué Israel : Ra lakai pép dén hé glézé war hé vorzed. It ha deûit eûz ann eil zôr d’ébén dré greiz ar c’hamp, ha lazet pép hini hé vreûr, hé viñoun, hag hé amézek.

28. Ha mipien Lévi a réaz ével m’en dôa lavaret Moizez ; hag é lazchon̄t enn deiz-zé war-drô tri mil dén war-n-ugen̄t.

29. Neûzé Moizez a lavaraz d’ézhô : Gwéstlet hoc’h eûz hiriô hô taouarn d’ann Aotrou, ô laza hô mâb, hag hô preûr, évit ma vézô rôet bennoz d’é-oc’h.

30. An̄trônôz Moizez a lavaraz d’ar bobl : Eur péc’hed brâz-meûrbéd hoc’h eûz gréat ; piña a rinn étrézég ann Aotrou, évit gwélout ha mé a hellinn é nép doare hé habaskaat enn abek d’hô kwall.

31. Hag ô véza distrôet étrézég ann Aotrou, e lavaraz d’ézhan̄ : Eur péc’hed brâz-meûrbéd en deûz gréat ar bobl-man̄, ha gréat hô deûz évit-hô douéed aour ; mé az péd stard da zisteûrel d’ézhô ar péc’hed-zé ;

32. Pé ma na réz, da lémel ac’hanoun diwar da levr éc’h eûz skrivet.