Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/125

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
91
ann eksod.

20. Chétu mé a gasô va éal, péhini a iélô enn da raok, hag a virô ac’hanod enn hen̄t, hag az lakai da von̄d ébarz al léac’h em eûz aozet d’id.

21. Gra stâd anézhan̄, ha sélaou hé vouéz, ha na zispriz ket anézhan̄, pétra bennag na zistolô két d’é-hoc’h hô péc’hed, hag em hanô-mé eo é komz. (M).

22. Mar sélaouez hé vouéz, ha ma réz kémen̄d a lavarann d’id, é vézinn énébour da énébourien, hag é c’hlac’harinn ar ré az klac’harô.

23. Va éal a gerzô enn da raok, hag a lakai ac’hanod da von̄d é brô ann Amorréed, hag ann Hétéed, hag ar Férézéed, hag ar C’hananéed, hag ann Hévéed, hag ar Jébuzéed, peré a wastinn.

24. Na azeûli két hô douéou, ha na rî két a lîd d’ézhô ; na heûli két hô skouér ; hôgen hô dispenna a ri, hag é torri hô skeûdennou.

25. Servicha a réot ann Aotrou hô Toué, évit ma venniginn hô para hag hô tour, ha ma kasinn-kuît pép klén̄ved eûz hô touez.

26. Na vézô két enn da vrô a c’hrég distrujuz ha bréc’han̄ : leûnia a rinn niver da zeisiou.

27. Lakaad a rinn da von̄t enn da raok ar spoun̄t ac’hanoun ; hag é likiinn da vervel ann holl boblou é brô péré ez î ; hag é likiinn da holl énébourien da drei hô c’hein dira-z-od.

28. Kâs a rinn da gen̄ta sardoned, péré a lakai da dec’hout ann Hévéed, hag ar C’hananéed, hag ann Hétéed, abarz m’az î enn hô brô.

29. N’hô c’hasinn két a zira-z-od enn eur bloaz hép-kén, gan̄d aoun na vé trôet ann douar enn eunn distrô, ha na zeûjé da greski enn da énep al loéned ferô.

30. A-nébeûd-é-nébeût hô c’hasinn-kuît a zira-z-od, bété ma kreski, ha ma vézi perc’hen d’ar vrô.

31. Lakaad a rinn da harzou adaleg ar môr Ruz béte môr ar Filistined, hag adaleg ann distrô bétég ar ster. Lakaad a rinn étré hô taouarn ar ré a vézô ô choum er vrô-zé, hag hô lakaad a rinn da dec’hi dira-z-hoc’h.

32. Na rî kéd a gévrédigez gant-hô na gand hô douéed.

33. Na choumin̄t két enn da vrô, gan̄d aoun na zeûjen̄t d’az lakaad da béc’hi em énep, ô servicha hô douéed ; ar péz a zeûfé hép mar da wall skouér d’id.


————


XXIV. PENNAD.


Moizes a biñ war ar ménez. Choum a ra énô daou-ugen̄t dervez ha daou-ugen̄t nôzvez.


1. Doué a lavaraz ivé da Voizez : Piñ étrézeg ann Aotrou, té hag Aaron, Nadab hag Abiu, hag ann dég ha tri-ugen̄t hénaour eûz a Israel, hag éc’h azeûlot a bell.

2. Moizez hép-kén a biñô bétég ann Aotrou, hag hî na dôstain̄t két ; hag ar bobl na biñô két gan̄t-han̄.

3. Moizez a zeûaz éta hag a zisplégaz d’ar bobl holl c’heriou ann Aotrou hag hé c’hourchémennou ; hag ann holl bobl a lavaraz a-unan : Ni a rai kémen̄d en deûz lavaret ann Aotrou.

4. Hôgen Moizez a skrivaz holl lavariou ann Aotrou ; hag ô véza savet diouc’h ar min̄tin, éc’h aozaz eunn aoter é trôad ar ménez, gan̄d daouzék méan diouc’h daouzék breûriez Israel.

5. Hag hén̄ a gasaz tûd-iaouan̄k eûz a vipien Israel, péré a gennigaz loéned-losket, hag a lazaz anévaled habask d’ann Aotrou, da lavaroud eo leûéou.

6. Moizez a géméraz ann han̄ter eûz ar goâd, hag a lékéaz anézhan̄ é kôpou ; hag é skuḻaz ann dilerc’h war ann aoter.

7. Hag ô kémérout levr ar gévrédigez, hé lennaz dirâg ar bobl péhini ô véza hé glevet, a lavaraz : Ober a raimp kémen̄d en deûz lavaret ann Aotrou, hag é sen̄timp out-han̄.

8. Neûzé hén̄ ô kémérout ar goâd, a skuḻaz anézhan̄ war ar bobl, hag a lavaraz : Hé-man̄ eo ar goâd eûz ar gévrédigez en deûz gréad ann Aotrou gan-é-hoch, hervez ann holl c’heriou-man̄.