Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/109

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
75
ann eksod.

18. Ha Moizez ô véza éat-kuît diouc’h Faraon, a bédaz ann Aotrou ;

19. Péhini a lékéaz da c’houéza eunn avel gré-meûrbéd eûz ar c’hus-héol, a dennaz gan̄t han̄ ar giḻéien-raden, hag hô zaolaz er môr Rûz. Ha na choumaz hini enn holl Éjipt.

20. Hôgen ann Aotrou a galédaz kaloun Faraon, hag hé-man̄ na lézaz két da von̄t bugalé Israel.

21. Ann Aotrou a lavaraz éta da Voizez : Astenn da zourn war-zû ann én̄v ; ha ra vézô tévalien war zouar ann Éjipt, kenn téo ha ma vézô gellet hô dournata.

22. Ha Moizez a astennaz hé zourn war-zû ann én̄v ; hag eunn dévalien eûzuz a zavaz war holl vrô ann Éjipt é-pâd tri dervez.

23. Dén na wélé hé vreûr, ha ha grédé két fin̄va eûz al léac’h e péhini ma édô ; hôgen é pé léac’h-bennâg ma choumé bugalé Israel éz oa sklérijen.

21. Ha Faraon a c’halvaz Moizez hag Aaron, hag a lavaraz d’ézhô : It, ha grid eur sakrifiz d’ann Aotrou ; ra choumô hép-kén hô tén̄ved hag hô saoud, ha ra’z ai hô pugalé gan-é-hoc’h.

25. Ha Moizez a lavaraz : Rei a rî ivé d’é-omp hostivou ha loéned-losket, évit ma hô c’hennigimp d’ann Aotrou, hon Doué.

26. Hon holl loéned a gerzô gan-é-omp, ha na choumô ket eunn ivin anézhô ; ézomm hon eûz anézhô évid azeûlidigez ann Aotrou, hon Doué ; pa eo gwîr pénaoz na ouzomp két pétrâ a dléimp da laza, kén na vézimp eat di.

27. Hôgen ann Aotrou a galédaz kaloun Faraon, ha na fellaz kéd da hé-man̄ hô lézel da von̄t-kuit.

28. Ha Faraon a lavaraz da Voizez : Pella diouz-in, ha laka évez na wéli mui va dremm : râg é pé zeiz-bennâg ma en em ziskouézi dira-z-oun, é varvi.

29. Ha Moizez a lavaraz : Gréad é vézô ével ma lévérez ; na wélinn mui da zremm.


————


XI. PENNAD.


Divéza gouli, marô ar ré gen̄ta-ganet.


1. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Német eur gouli hép-kén na daolinn mui war Faraon ha war ann Éjipt ; ha goudé-zé hô lézô da von̄t, hag hoc’h hastô da von̄t-kuît.

2. C’houi a lavarô éta d’ann holl bobl, ma c’houlennô pép goâz dioud hé viñoun, ha pép maouez dioud hé amézégez, listri arc’han̄t hag aour.

3. Hag ann Aotrou a rôi trugarez d’hé bobl dirâg ann Éjiptianed. Ha Moizez a oa eunn dén brâz-meûrbéd é brô ann Éjipt, dirâk servicherien Faraon ha dirâg hé bobl.

4. Ha Moizez a lavaraz : Chétu pétrâ a lavar ann Aotrou : Da han̄ter-nôz éz inn hag é kerzinn dré ann Éjipt (M) :

5. Ha pép ken̄ta-ganet eûz a vrô ann Éjipt a varvô, adalek ken̄ta-ganet Faraon, péhini a zô azézet war hé drôn, bété ken̄ta-ganet ar vatez, péhini a drô ar méan-vilin, ha ken̄ta-ganet ann holl loéned.

6. Hag eur c’harm brâz a vézô é holl vrô ann Éjipt, ha ker brâz ha na oé gwélet ken̄t, ha na vézô gwélet goudé ;

7. Râg é-touez bugalé Israel, adaleg ann dén bétég al loéned, na vézô két klévet eur c’hi oc’h harzal : évit ma wiot gan̄t péger brâz burzud é tilenn ann Aotrou ann Éjiptianed dioud Israel.

8. Neûzé da holl zervicherien a zô aman̄ a zeûi étrézég enn-oun, hag a azeûlô ac’hanoun, ô lavarout : Kéa-kuît, té hag ann holl bobl a zô dindân da véli ; ha goudé-zé éz aimp-kuît.

9. Ha Moizez en em dennaz a~zirâk Faraon, eunn drouk brâz enn-han̄ (T). Hôgen ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Faraon n’hô sélaouô két, évit ma c’hoarvézô kalz a arouésiou é brô ann Éjipt.

10. Moizez hag Aaron a réaz dirâk Faraon ann holl vurzudou a zô skrivet. Hag ann Aotrou a galédaz kaloun