Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/108

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
74
ann eksod.

35. Hag hé galoun, hag hini hé zervicherien a bounéraaz hag a galédas mui-oc’h-vui ; ha na lézaz két da von̄t bugalé Israel, ével m’en dôa gourc’hemennet ann Aotrou dré zourn Moizez.


————


X. PENNAD.


Eizved gouli, kiḻéien-raden. Naved gouli, tévalien.


1. Neûzé ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Kéa da gavout Faraon ; râk kalédet em eûz he galoun, ha kaloun hé zervicherien, évit ma tiskouézinn va arouésiou enn-han̄ ;

2. Hag évit ma tanévelli d’az pugalé, ha da vugalé da vugalé pét gwéach em eûz skôet war ann Éjiptianed, ha péd arouéz em eûz diskouézet enn-hô ; hag évit ma wiot pénaoz éo mé ann Aotrou.

3. Moizez hag Aaron a zeûaz éta da gavout Faraon, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu pétrâ a lavar ann Aotrou, Doué ann Hébréed : Bété pégeit na fellô két d’id douja d’in ? Lez va fobl da von̄t, évit ma rai eur sakrifiz d’in.

4. Ma énébez c’hoaz, ha ma na fell két d’id hé lézel da von̄t, é tigasinn war-c’hoaz kiḻéien-raden enn da vrô.

5. Ar ré-man̄ a c’holôi gorré ann douar, ha na vézô gwélet tamm anézhan̄. Hag hî a zebrô kémen̄d a vézô choumet war-zilerc’h ar c’hazarc’h : râg hî a griñô ann holl wéz a zâv er parkou.

6. Hag hî a leûniô da diez, ha tiez da zervicherien, ha tiez ann holl Ejiptianed ; enn hévélep doaré n’hô deûz gwélet da dadou, na tadou da dadou kémen̄d all, abaoé ma in̄t deûet war ann douar, bété vréman̄. Ha Moizez a zistroaz kuit diout Faraon.

7. Hôgen servicherien Faraon a lavaraz d’ezhan̄ : Bété pégeit é c’houzan̄vimp-ni ann trouz-zé ? Lez da von̄t ann dûd-zé évit ma rain̄t eur sakrifiz d’ann Aotrou, hô Doué. Ha na wélez-té két pénaoz eo gwâstet ann Éjipt ?

8. Hag hî a c’halvaz adarré Moizez hag Aaron da gavout Faraon, péhini a lavaraz d’ézhô : It, ha grîd eur sakrifiz d’ann Aotrou, hô Toué ; hôgen piou eo ar ré a dlé mon̄t ?

9. Ha Moizez a lavaraz : Mon̄d a raimp gan̄d hor bugale, ha gan̄d hor ré-gôz, gan̄d hor mipien ha gan̄d hor merc’hed, gan̄d hon dén̄ved ha gan̄d hor saoud : râg goél liduz ann Aotrou, hon Doué, eo.

10. Ha Faraon a lavaraz d’ézhô : Ra vézô ann Aotrou gan-é-hoc’h, enn hévélep doaré ma hô lézinn da von̄t, c’houi hag ho pugalé. Piou a hellfé béza é mar hô pé c’houi eur gwall goun ?

11. Na vézô két gréat kémen̄t-sé ; hôgen ît, c’houi hép-kén, goazed, ha grîd eur sakrifiz d’ann Aotrou ; râk chetu pétrâ hoc’h eûz goulennet hoc’h-unan. Ha rak-tâl é oen̄t kaset-kuît eûz a-zirâk Faraon.

12. Hôgen ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Astenn da zourn war zouar ann Éjipt, évid digas kiḻéien-raden, péré a biñô war ann douar, hag a wastô ann holl c’héot a vézô choumet war-zilerc’h ar c’hazarc’h.

13. Ha Moizez a astennaz hé wialen war zouar ann Éjipt : hag ann Aotrou a zigasaz eunn avel leskidik, héd ann deiz hag héd ann nôz, ha pa zeûaz ar min̄tin ann avel leskidik a lékéaz da zével kiḻeien-raden.

14. Ar ré-man̄ a iéaz war holl vrô ann Éjipt, hag a choumaz war harzou ann Ejipt enn eunn niver ker brâz, na oé gwélet, nag araok, na goudé, eunn hévélep niver.

15. Hag hî a c’hôlôaz ann douar holl, hag a wastaz pep-trâ. Loun̄ka a réjon̄d éta géod ann douar, ha kémen̄t frouez a oa choumet war ar gwéz a zilerc’h ar c’hazarc’h ; ha na choumaz nétrâ a c’hlâz na war ar gwéz, nag er géot, é holl vrô ann Éjipt.

16. Râk-sé Faraon a c’halvaz râk tâl Moizez hag Aaron, hag a lavaraz d’ézhô : Péc’hed em eûz a-éneb ann Aotrou hô Toué, hag enn hoc’h énep-hu.

17. Hôgen distaolit d’in ar péc’hed-man̄ évid eur wéach c’hoaz, ha pédid ann Aotrou, hô Toué, ma tennô ar marô zé diouz-in.