Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/104

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
70
ann eksod.

c’hourc’hémenninn d’id ; hag Aaron a gomzô out Faraon évit ma lézô da von̄t bugalé Israel eûz hé vrô.

3. Hôgen mé a galédô hé galoun, hag a raiô arouésiou ha burzudou stan̄k é brô ann Éjipt (T) ;

4. Ha Faraon na zélaouô két ac’hanoc’h, ha mé a astennô va dourn war ann Éjipt, hag é kasinn va armé ha va fobl, bugale Israel eûz a vrô ann Éjipt, dré varnédigésiou brâz.

5. Hag ann Éjiptianed a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, pa astenninn va dourn war ann Éjipt, hag é kasinn bugalé Israel eûz hô zouez.

6. Moizez hag Aaron a réaz éta ar péz en dôa gourc’hémennet ann Aotrou d’ézhô ; ével-sé é réjon̄t.

7. Hôgen Moizez en dôa pévar-ugen̄t vloaz, hag Aaron tri ha pévar-ugen̄t, pa gomzchon̄t out Faraon.

8. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez ha da Aaron :

9. Pa lavarô Faraon d’é-hoc’h : Diskouézit arouésiou, é liviri da Aaron : Kémer da wialen, ha taol-hi dirâk Faraon ; hag é vézô trôet enn eunn aer.

10. Moizez hag Aaron a iéaz éta da gavout Faraon, hag a réaz ar péz en dôa gourc’hémennet ann Aotrou d’ézhô ; hag Aaron a daolaz ar wialen dirâk Faraon, ha dirâg hé dûd, hag hî a oé trôed enn eunn aer.

11. Hôgen Faraon a c’halvaz ar ré fûr hag ar strôbinellerien : hag hî a réaz ivé ann hévélep trâ gan̄t bréou ann Éjipt ha gan̄d hô bréou.

12. Râk pép-hini anézhô a daolaz hé wialen, hag hî a oé trôet é aéred ; hôgen gwialen Aaron a loun̄kaz hô gwialennou.

13. Ha kaloun Faraon a galédaz, ha na zélaouaz két anézhô, ével m’en dôa lavaret ann Aotrou.

14. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Kaléded eo kaloun Faraon, na fell kéd d’ézhan̄ lézel va fobl da von̄t-kuit.

15. Kéa d’hé gavout diouc’h ar min̄tin, pa zeûi er-méaz évit mon̄d étrézég ann dour ; hag é choumi enn da zâ war aot ar ster évid mon̄t war hé arbenn, hag é talc’hi enn da zourn ar wialen a zô bét trôet enn eunn aer.

16. Ha lavar d’ézhan̄ : Ann Aotrou, Doué ann Hébréed, en deûz va digaset étrézeg enn-od, évit lavaroud d’id : Léz da von̄t va fobl évit ma rai eur sakrifiz d’in enn distrô ; ha bété vréma né két felled d’id va sélaoui.

17. Chétu éta pétrâ a lavar ann Aotrou : Diouc’h kémen̄t-man é wézi pénaoz eo mé ann Aotrou : Mon̄d a rann da skei war zour ar ster gan̄d ar wialen a zô em dourn, hag é vézô trôet é goâd.

18. Ar pésked a zô er ster a varvô, hag ann douréier a iélô da fall (T), hag ann Éjiptianed a évô dour ar ster, a vézô klan̄v.

19. Ann Aotrou a lavaraz c’hoaz da Voizez : Lavar da Aaron ; kémer da wialen, hag astenn da zourn war zouréier ann Éjipt, war ar stériou, war ar gouesiou, war ar gwerniou, ha war al lagennou, évit ma vézin̄t trôet é goâd ; ha na vézô némét goâd enn Éjipt, kenn el listri prenn, kenn el listri prî.

20. Moizez hag Aaron a réaz ar péz en dôa gourc’hemennet ann Aotrou d’ézhô ; hag Aaron ô sével hé wialen, a skôaz war zour ar ster dirâk Faraon hag hé dûd ; hag ann dour a oé trôet é goâd.

21. Ar pésked a oa er ster a varvaz ; dour ar ster a zeûaz da vreina (T), hag ann Éjiptianed na hellen̄t két éva dour ar ster ; ha goâd a oé é holl vrô ann Éjipt.

22. Strôbinellerien ann Éjipt a réaz ann hévélep trâ gan̄d hô bréou ; ha kaloun Faraon a galédaz, ha na zélaouaz két anézhô, ével m’en dôa lavaret ann Aotrou.

23. Ha Faraon a iéaz-kuît, hag a zistrôaz d’hé dî, ha na blégaz két c’hoaz hé galoun évid ar wéach-zé.

24. Hôgen ann Éjiptianed holl a réa toullou war-drô d’ar ster évid éva dour ; râk na hellen̄t két éva eûz a zour ar ster.

25. Hag é tréménaz seiz dervez krenn, abaoé m’en dôa ann Aotrou skôet gan̄t ar ster.


————