Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/103

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
69
ann eksod.

7. Mé hô kémérô da bobl d’in, hag é vézinn hô Toué ; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou hô Toué, péhini hô tennô eûz a vâc’h ann Éjiptianet ;

8. Hag hô lakai da von̄d enn douar em eûz touet da rei da Abraham, da Izaak, ha da Jakob, hag a rôinn d’é-hoc’h da véza perc’hen d’ézhan̄, mé péhini a zô ann Aotrou.

9. Moizez éta a zanévellaz kémen̄t-man̄ da vugalé Israel ; hôgen na zélaouchon̄t két anézhan̄, dré ann abek da an̄ken hô spéred, ha d’hô labour kalet.

10. Hag ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout :

11. Kéa da gavout Faraon, roué ann Êjipt, ha komz out-han̄, évit ma lézô da von̄d eûz hé vrô bugalé Israel.

12. Ha Moizez a lavaraz d’ann Aotrou : Chétu bugalé Israel ha na zélaouon̄t két ac’hanoun ; pénaoz é sélaoufé ac’hanoun Faraon, pa ounn dreist-holl dienwad em muzellou ?

13. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez hag Aaron, hag a c’hourc’hémennaz d’ézhô mon̄d da gavout bugalé Israel ha Faraon, roué ann Éjipt, évit tenna eûz ann Éjipt bugalé Israe).

14. Chétu pennou ann tiez, hervez ar géren̄tiez. Mipien Ruben, ken̄ta-ganet Israel : Hénok ha Fallu, Hesron ha Charmi.

15. Chétu kéren̄tiez Ruben. Mipien Siméon : Jamuel ha Jamin, hag Alsod, ha Jachin, ha Soar, ha Saul, mâb eur Gananéadez. Chétu nésted Siméon.

16. Chétu ivé mipien Lévi hervez hé géren̄tiez : Gerson, ha Kaat, ha Mérari. Hôgen bloavésiou buez Lévi a oé eûz a zeiték vloaz ha c’houec’h-ugen̄t.

17. Mipien Gerson : Lobni ha Séméi, hervez hô c’héren̄tiez ;

18. Mipien Kaat : Amram, hag Isaar, hag Hébron, hag Oziel. Hôgen bloavésiou buez Kaat a oé eûz a drizék vloaz ha c’houec’h-ugen̄t.

19. Mipien Mérari : Moholi ha Musi. Chétu nested Lévi hervez hô c’héren̄tiez.

20. Hôgen Amram a géméraz da c’hrég Joc’habéd, hé giniterv, merc’h breûr hé dâd, péhini a c’hanaz d’ézhan̄ Aaron ha Moizez. Ha bloavésion buez Amram a oé eûz a zeiték vloaz ha c’houec’h-ugen̄t.

21. Ha mipien Isaar : Koré, ha Néfeg, ha Zébri.

22. Ha mipien Oziel : Misael, hag Élisafan, ha Sétri.

23. Hôgen Aaron a géméraz da c’hrég Élizabet, merc’h Aminadab, c’hoar Nabason, péhini a c’hanaz d’ézhan̄ Nadab, hag Abin, hag Éléazar, hag Itamar.

24. Ha mipien Koré : Aser, hag Elkana, hag Abiasaf. Chétu nésted ar Goréed.

25. Hôgen Éléazar, mâb Aaron, a géméraz da c’hrég unan eûz a verc’hed Futiel, péhini a c’hanaz d’ézhan̄ Finéez. Chétu pennou mipien Lévi, hervez hô chéren̄tiez.

26. Aaron ha Moizez eo ar ré da béré é c’hourc’hémennaz ann Aotrou kâs bugalé Israel er-méaz eûz a vrô ann Éjipt hervez hô rummou.

27. Ar ré-zé eo a gomzaz out Faraon, roué ann Éjipt, évit tenna bugalé Israel eûz ann Éjipt ; ar ré-zé eo Moizez hag Aaron,

28. Enn deiz é péhini é komzaz ann Aotrou out Moizez, é douar ann Éjipt ;

29. Pa gomzaz ann Aotrou out Moizez, ô lavarout : Mé eo ann Aotrou ; lavar da Faraon, roué ann Êjipt, kémen̄d a lavarann d’id.

30. Ha Moizez a lavaraz d’ann Aotrou : Chétu ounn dienwad em muzellou, pénaoz é sélaouô ac’hanoun Faraon ?


————


VII. PENNAD.


Gwialen Aaron trôed enn eunn aer.


1. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Chétu em eûz da lékéat é c’hîz da Zoué da Faraon ; hag Aaron da vreûr a vézô da brofed.

2, Té a lavarô d’ézhan̄ kémen̄d a