Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/99

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
97
levr ar profed jérémias.

2. Ével-henn é komz ann Aotrou, Doué Israel, ô lavarout : Skrîv évid-od enn eul levr ann holl c’hériou em eûz lavaret d’id.

3. Râk chétu é teû ann deisiou, émé ann Aotrou, ma likiinn da zistrei dizougadur va fobl a Israel hag a Juda, émé ann Aotrou : ha mé hô lakai da zistrei d’ann douar em bôa rôet d’hô zadou ; hag hî a berc’hennô anézhan̄.

4. Hag ar geriou-man̄ en deûz lavaret ann Aotrou diwar-benn Israel ha Juda :

5. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou : Eunn trouz heûzuz hon eûz klévet ; ar spoun̄t, ha n’eûz két a béoc’h.

6. Goulennit hag it da wélout hag ar oazed a zô ô c’hénel (T) ; pérâg éta é wélann-mé ann holl oazed hô douarn war hô digroazel, ével eur chrég é gwilioud, ha pérag eo trôet hô holl zremmou é mélénadur ?

7. Allas ! péger brâz é vézô ann deiz-zé ; na vézô hini hén̄vel out-han̄ ; eunn amzer a en̄krez é vézô évit Jakob ; hôgen dieûbet é vézô anézhan̄.

8. Râg enn deiz-zé, émé Aotrou ann arméou, é torrinn ar géô a zô war da c’houzouk ; brévi a rinn da chadennou, hag ann diavésidi na aotrouniin̄t mui ac’hanod :

9. Hôgen hî a zervichô ann Aotrou, hô Doué, ha David hô roué, a likiinn da zével d’ézhô.

10. Hôgen n’az péz két a aoun, ô Jakob va zervicher, émé ann Aotrou, na spoun̄t két, ô Israel : râk chétu mé az tieûbô eûz ar vrô bell, ha da wenn eûz a zouar hô sklavérez ; ha Jakob a zistrôiô, hag a arzaôô, hag a gavô pép mâd, ha na vézô den évid hé spoun̄ta.

11. Râg gan-éz émounn, émé ann Aotrou, évid da zieûbi ; dispenna a rinn ann holl vrôadou é-touez péré em eûz da skiñet : hôgen té n’az tispenninn két ; hôgen da gastiza a rinn gan̄t barnédigez, évit na vézi két dinam dirâk da zaoulagad da-unan.

12. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou : Da zrouk ne helleur ket gwellaat d’ézhan̄ (T) ; da c’houli a zô gwall-fall.

13. N’eûz dén a oufé hé liénenna ével ma vé réd ; didalvez eo al louzou a raed évid da baréa.

14. Ar ré holl az karé hô deûz da anavézet, ha na glaskon̄t mui ac’hanod ; ével eunn énébour em eûz skôet gan-éz, gan̄t krizder em eûz da gastizet, enn abek d’al lôd brâz eûz da fallagriézou, ha d’as kaléder er péc’héd.

15. Pérâg é c’harmez-té diwar-bénn da vrévadur ? Dibaréuz eo da boan ; enn abek d’al lod brâz eûz da fallagriézou, ha d’as kaléder er péc’hed em eûz gréat kémen̄t-sé d’id.

16. Koulskoudé ar ré holl péré a loun̄k ac’hanod, a vézô loun̄ket ; da holl énébourien a vézô kaset é sklavérez ; ar ré a wast ac’hanod, a vézô gwastet, ha da holl breizérien a rôinn d’ar preiz.

17. Râk mé a gasô ar gleizen d’id, hag a baréô da c’houliou, émé ann Aotrou. Ann dilézet hô deûz da c’halvet, ô Sion ; houn-nez eo, émé-z-hô, péhini n’é deûz hini évid hé en̄klaskout.

18. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Chétu mé a lakai da zistrei ar ré a oa é sklavérez dindân teltou Jakob ; ha mé em bézô truez oud hé diez ; hag ar géar a vézô savet a-névez war hé ménez, hag ann templ a vézô diazézet a-névez ével ma oa ken̄t.

19. Hag ar veûleudi a zeûiô er méaz eûz hô génou, hag ar c’hanaouennou laouen ; ha me ho faottô, ha na zigreskin̄t két ; ha mé hô énoro, ha na vézin̄t két dislébéret.

20. Hô bugalé a vézô ével ken̄t, hag hô strollad a choumô stard dira-z-oun ; ha mé a emwélô ar ré holl a heskin anézhô.

21. Hag hé réner a zeûiô anézhan̄ ; hag eur prin̄s a vézô ganet enn hé greiz ; ha mé hô stagô, hag hén̄ a dôstai ouz-in ; râk piou eo ann hini a hell staga hé galoun, ha tôstaad ouzin, émé ann Aotrou ?

22. Ha c’houi a vézô va fobl, ha mé a vézô hô Toué.

23. Chétu korven̄tou ann Aotrou, hé frouden, hag hé arné a ia da gouéza, ha da arzaôi war benn ar ré fallagr.

24. Ann Aotrou na zistrôiô két hé