Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/95

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
93
levr ar profed jérémias.

Sion a vézô aret ével eur park ; hag enn eur bern mein é vézô lékéat Jéruzalem ; ha ménez ann tî enn eur c’hoat huel.

19. Ha barnet é oé-hén̄ d’ar marô gan̄d Ézéc’hias, roué Juda, ha gan̄t Juda holl ? Ha n’hô dôé két a aoun râg ann Aotrou, ha na bédchon̄t két ann Aotrou, ha n’en dôé két a geûz ann Aotrou eûz ann droug en dôa lavaret enn hô énep ? Dré-zé é réomp eunn drouk brâz a-éneb hon énéou.

20. Béz’ é oé c’hoaz eunn dén hag a ziouganaz é hanô ann Aotrou ; Uriaas, mâb Séméias eûz a Gariatiarim ; hag hén̄ en dôa diouganet a-éneb ar géar-man̄, hag a-éneb ar vrô-man̄, kémen̄d en deûz lavaret Jérémias.

21. Hag ar roué Joakim, hag hé brin̄sed, hag ar ré c’halloudeg holl eûz hé léz, ô véza klévet kémen̄t-se, ar roué a fellaz d’ézhan̄ hé lakaad da vervel. Hôgen Urias her c’hlévaz, en doé aoun, a dec’haz, hag a iéaz enn Éjipt.

22. Hag ar roué Joakim a gasaz tûd enn Éjiipt, Elnatan mâb Ac’hobor, ha tûd gan̄t-han̄ enn Éjipt.

23. Hag hî a zigasaa Urias eûz ann Éjipt, hag a gasaz anézhan̄ dirâg ar roué Joakim, péhini a lazaz anézhan̄ gan̄d ar c’hlézé, hag a réaz teûrel hé gorf-marô é bésiou ann dûd dister.

24. Dourn Ahikam, mâb Safan, a oé éta gan̄t Jérémias, évit na vijé két rôet étré daouarn ar bobl, évit beza lazet gan̄t-hô.


————


XXVII. PENNAD


Ann Aotrou a c’hourc’hémenn da roué Juda, ha da galz rouéed all en em lakaad dindan galloud Nabukodonosor.


1. Er penn-ken̄ta eûz a rén Joakim, mâb Josias, roué Juda, é teûaz ar gér-man̄ da Jérémias a berz ann Aotrou, ô lavarout :

2. Ével-henn é lavar ann Aotrou d’in : Grâ éréou ha chadennou évid-od ; ha laka-hi enn-drô d’as gouzouk.

3. Hag é kasi anézhô da roué Édom, ha da roué Moab, ha da roué bugalé Ammon, ha da roué Tir, ha da roué Sidon, dré zourn ar gannaded a zô deûet da Jéruzalem étrézé Sédésias, roué Juda.

4. Hag é c’hourc’hémenni d’ézhô lavarout kémen̄t-man̄ d’hô mistri : Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : Ével-henn é léverrot d’hô mistri :

5. Mé eo em eûz gréat ann douar, hag ann dûd, hag al loéned a zô war-c’horré ann douar, gan̄t va nerz brâz, ha gan̄t va bréac’h astennet : hag hé rôet em eûz da néb zô bét kavet mâd gan-én̄.

6. Bréma éta em eûz lékéat ann holl zouarou-zé étré daouarn Nabukodosor, roué Babilon, va zervicher ; rôet em eûz ivé d’ézhan̄ loéned ar mésiou, évit ma vézin̄t dindân hé c’halloud.

7. Hag ann hoil vrôadou a blégô dindân-han̄, ha dindân hé vâb, ha dindân mâb hé vâb ; kén na vézô deûet hé amzer, hag amzer hé rouan̄télez ; ha kalz broadou, ha rouéed brâz a blégô dindân-han̄.

8. Hôgen kémen̄t brôad ha kémen̄d rouan̄télez ha n’en em lakai két dindân galloud Nabukodonosor, roué Babilon, ha piou-bennâg na blégô két hé c’houzoug dindân géô roué Babilon, mé a emwélô ar vrôad-zé gan̄d ar c’hlézé, gan̄d ann naounégez, ha gan̄d ar vosen, éme ann Aotrou, kén n’em bézô hô lékéat-da-nétra dindân hé zourn.

9. C’houi éta, na zélaouit két hô proféded, nag hô tiouganérien, nag hoc’h huvréérien, nag hô kelc’hiérien, nag hô strobinellérien, péré a lavar d’é-hoc’h : Na gouézot két dindan béli roué Babilon.

10. Râg hî a ziougan gévier d’é-hoc’h, évid hô lakaad da von̄t pell diouc’h hô prô, évid hô tisteûrel hag hô kâs-da-nétra.

11. Hôgen ar vrôad a blégô hé gouzoug dindân géô roué Babilon, hag en em lakai dindân hé c’halloud ; mé hé lézô enn hé brô, émé ann Aotrou ; hag hî a labourô anézhi, hag a choumô enn-hi.