Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/93

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
91
levr ar profed jérémias.

douar ar C’haldéed ; hag é likiinn anézhan̄ da eunn distrô peûr-baduz.

13. Ha mé a zigasô war ar vrô-zé va holl c’hériou, kémen̄d em eûz lavaret enn hé énep, kémen̄d a zô skrivet el levr-man̄, kémen̄d en deûz diouganet Jérémias a-éneb ann holl vrôadou :

14. O véza ma hô deûz servichet anézhan̄, pétrâ-bennâg ma’z oan̄t poblou brâz, ha rouéed brâz ; ha mé a rôiô d’ézhô hervez hô ôbériou, hag hervez labour hô daouarn.

15. Râg ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : Kémer eus va dourn ar c’hôp eûz a wîn va frouden, hag é rôi eûz anézhan̄ da éva d’ann holl vrôadou étrézé péré az kasinn.

16. Hag hî a évô, hag a vézô strafiḻet, hag a gollô hô skian̄t, pa wélin̄t ar c’hlézé a gasinn enn hô zouez.

17. Ha mé em eûz kéméret ar c’hôp eûz a zourn ann Aotrou, hag em eûz rôet eûz anézhan̄ da éva d’ann holl vrôadou étrézé péré en deûz ann Aotrou va c’haset.

18. Da Jéruzalem, ha da gériou Juda, ha d’hé rouéed, ha d’hé brin̄sed : évid hô lakaad da eunn distrô, da zaouzan, ha da zorc’hen, ha da valloz ével ma en em gav hiriô :

19. Da Faraon, roué ann Éjipt, ha d’hé zervichérien, ha d’hé brin̄sed, ha d’hé holl bobl.

20. Ha d’ar ré holl gwitibunan ; da holl rouéed brô ann Aosited, ha da holl rouéed brô ar Filistined, ha da Askalon, ha da C’haza, ha da Akkaron, ha d’ar ré a zô ô choum enn Azot ;

21. Ha d’ann Iduméa, ha da Voab, ha da vugalé Ammon ;

22. Ha da holl rouéed Tir, ha da holl rouéed Sidon, ha da rouéed brô ann énézi, a zô enn tû all d’ar môr ;

23. Ha da Zédan, ha da Déma, ha da Vuz, ha d’ar ré holl a douz hô bléô ;

24. Ha da holl rouéed ann Arabia, ha da holl rouéed ar c’hûs-héol, péré a choum enn distrô ;

25. Ha da holl rouéed Zambri, ha da holl rouéed Élam, ha da holl rouéed ar Védied ;

26. Ha da holl rouéed ann han̄ter-nôz, a dôst hag a bell, ann eil goudé égilé ; ha d’ann holl rouan̄télésiou a zô war c’horré ann douar ; ha roué Sésac’h a évô war hô lerc’h.

27. Ha té a lavarô d’ézhô : Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : Évit, ha mezvit, ha disloun̄kit, kouézit, ha na zavit két dirâg ar c’hlézé a gasinn enn hô touez.

28. Ha ma na fell két d’ézhô kéméroud ar c’hôp eûz da zourn évid éva, é liviri d’ézhô : Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Éva, éva a réot.

29. Râk chétu é téraouinn en̄krézi ar géar é péhini é oa galvet va hanô, ha c’houi ével pa véc’h dinam a choumfé digastiz ? Na choumot két digastiz ; râk mé a ia da c’hervel ar c’hlézé war ar ré holl a choum war ann douar, émé Aotrou ann arméou.

30. Ha té a ziouganô d’ézhô ar gériou-zé, hag é liviri d’ézhô : Ann Aotrou a iudô eûz al léac’h uc’hel, hag é lakai da glévoud hé vouéz eûz hé dî san̄tel ; iuda, iuda a rai war hé skéd ; eur garm kévret a loskô a-éneb ar ré holl a choum war ann douar, é-c’hiz ma ra ar ré a wask ar rézin.

31. Eat eo ann trouz bétég harzou ann douar ; râg ann Aotrou a ia é barn gan̄d ar brôadou ; hen̄ hé-unan a varnô pép kîk ; d’ar c’hlézé em eûz rôet ar ré fallagr, émé ann Aotrou.

32. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Chétu droug a zeûiô eûz a eur vrôad da eur vrôad all ; hag eur gorven̄ten vrâz a zavô eûz a bennou ann douar.

33. Ar ré a vézô lazet gan̄d ann Aotrou enn deiz-zé a vézô gourvézet war ann douar, eûz ann eil penn d’é-gilé anézhan̄. Na vézô két gwélet war-n-ézhô, na vézin̄t két dastumet, na vézin̄t két bésiet ; ével teil é vézin̄t lédet war ann douar.

34. Iouc’hit, mésérien ; ha garmit ; en em c’holôit a ludu, c’houi blénérien va dén̄ved ; râk peûr-leûniet eo hô teisiou, é péré é viot lazet, é viot skiñet, hag é kouézot ével listri talvouduz-brâz.

35. Ar vésérien na hellin̄t két téc’hout, ha blénérien ann den̄ved na vézin̄t két dieûbet.