Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/91

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
89
levr ar profed jérémias.

ann Aotrou ? Ha nann Doué a bell ?

24. Mar kuz eunn dén enn amc’houlou, ha n’her gwélann-mé két, émé ann Aotrou ? Ha na leûniann-mé két ann én̄v hag ann douar, émé ann Aotrou ?

25. Klévet em eûz ar péz hô deûz lavaret ar brofeded, péré hô deûz diouganet gévier, em hanô, ô lavarout : Huvréet em eûz, huvréet em eûz.

26. Bété pégeit é vézô ar ménoz-zé é kaloun ar broféded a ziougan touellérézou hô c’haloun hô-unan ?

27. Ar ré-zé a fell d’ézhô lakaat va fobl da an̄kounac’haat va hanô enn abek d’hô huvréou, a zanévell pép-hini d’hé nésa ; ével ma hô deûz hô zadou an̄kounac’héet va hanô enn abek da Vaal.

28. Ar profed en deûz bét eunn huvré, ra zanevellô eunn huvré ; hag ann hini en deûz bét klévet va gér, ra lavarô va gér gan̄t gwirionez ; hag hén̄vel eo ar c’hôlô oud ar gwiniz, émé ann Aotrou ?

29. Ha ne két va gériou ével tân, émé ann Aotrou, hag ével eur morzol a dorr ar méan ?

30. Râk-sé chétu mé a zeû étrézég ar broféded, émé ann Aotrou ; péré a laer va gériou pép-hini d’hé nésa.

31. Chétu mé a zeû étrézég ar broféded, émé ann Aotrou, péré a gun̄a hô zéôdou, hag a lavar : Ann Aotrou a lavar.

32. Chétu mé a zeû étrézég ar broféded, péré hô deûz huvréou a c’hévier, émé ann Aotrou, hag a zanévell anézhô, hag a douell va fobl gan̄d hô gévier, ha gan̄d ho burzudou ; pétrâ-bennâg n’em eûz két hô c’haset, na gourchémennet nétrâ d’ézhô, hag ével-sé n’hô deûz gréat vâd é-béd d’ar bobl-man̄, émé ann Aotrou.

33. Mar grâ ar goulenn-man̄ ouz-id ar bobl-zé, pé eur profed, pé eur bélek, ô lavarout : Pétrâ eo béac’h ann Aotrou ? E liviri d’ézhô : C’houi eo ar béac’h ; hag ével-sé hô tistolinn, émé ann Aotrou.

34. Hag ar profed hag ar bélek, hag ar bobl a lavarô : Béac’h ann Aotrou ; mé a emwélô ann dén-zé hag hé dî.

35. Ével-henn é léverrot pép-hini d’hé nésa, ha pép-hini d’hé vreûr : Pétrâ en deûz respoun̄tet ann Aotrou ? Ha pétrâ en deûz lavaret ann Aotrou ?

36. Ha na vézô mui gréat a véneg eûz a véac’h ann Aotrou ; rak béac’h pép-hini a vézô hé c’hér hé-unan ; ô véza ma hoc’h eûz gwallet gériou ann Doué béô, Aotrou ann arméou, hon Doué-ni.

37. Ével-henn é liviri d’ar profed : Pétrâ en deûz respoun̄tet ann Aotrou d’id ? Ha pétrâ en deûz lavaret ann Aotrou ?

38. Hôgen ma livirit : Béac’h ann Aotrou ; râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou : O véza ma hoc’h eûz lavaret ar gér-man̄ : Béac’h ann Aotrou ; ha ma em eûz kaset étrézég enn-hoc’h, évit lavarout : Na livirit két : Béac’h ann Aotrou.

39. Râk-sé chétu mé a gémérô hag a zougô ac’hanoc’h, hag a zilézô ac’hanoc’h, hag ar géar em eûz rôet d’é-hoc’h ha d’hô tadou, hag hô taolinn a zira-z-oun.

40. Ha mé hô lakai da vézégez peûr-baduz, ha da zismégan̄s peûr-baduz, ha na vézô bikenn an̄kounac’heet.


————


XXIV. PENNAD


Gwélédigez diou gést fiez.


1. Ann Aotrou a ziskouézaz d’in ; ha chétu diou gést leûn a fiez lékéat dirâk templ ann Aotrou, goudé m’en dôa Nabukodonosor, roué Babilon, dizouget Jékonias, mâb Joakim, roué Juda, hag hé brin̄sed, hag ar van̄sounérien, hag ar gôfed, eûz a Jéruzalem, hag hô c’haset da Vabilon.

2. Enn unan eûz ar c’héstou éz oa fiez eûz ar ré wella, ével ma en em gav peûr-vuia ar fiez eûz ar préd-ken̄ta ; hag er gést all éz oa fiez gwall fall, ha na helled két hô dibri, ker fall é oan̄t.

3. Neûzé ann Aotrou a lavaraz d’in : Pétrâ a wélez-té, Jérémias ? Ha mé a lavaraz : Fiez ; fiez mâd, eûz ar ré