Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/85

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
83
levr ar profed jérémias.


XVIII. PENNAD


Dispac’h a-énep Jérémias.


1. Ar gér-man̄ a zeûaz dioud ann Aotrou da Jérémias, ô lavarout :

2. Saô, ha diskenn da dî eur pôder, hag énô é klévi va geriou.

3. Hag é tiskenniz da dî eur pôder, hag hén̄ a labouré war hé rôd.

4. Hag al léstr prî a réa gand hé zaouarn, a dorraz, hag hén̄ a réaz gan̄t-han̄ eul léstr all, ével ma kavaz-mâd hé ôber.

5. Ha gér ann Aotrou a zeûaz étrézég enn-oun, ô lavarout :

6. Ha na hellinn-mé két ôber ac’hanoc’h, ével ar pôder-zé, tî Israel, émé ann Aotrou ? Chétu ével ma éma ar prî é dourn ar pôder, ével-sé émoc’h c’houi em dourn, tî Israel.

7. P’am bézô komzet a-éneb eur vrôad pé a-éneb eur rouan̄télez, évid hé dic’hrisienna, hag hé dispenna, hag hé c’hâs-da-gét ;

8. Mar grâ ar vrôad-zé pinijen eûz ann drouk évit péhini em bôa hé gourdrouzet, em bézô keûz ivé va-unan eûz ann drouk em bôa mennet ôber d’ézhi.

9. P’am bézô komzet é-gounid eur vrôad pé eur rouan̄télez, évid hé sével hag hé startaat ;

10. Mar grâ drouk dirâk va daoulagad, ha ma na zélaou két va mouéz, em bézô keûz eûr ar mâd em bôa mennet ôber d’ézhi.

11. Lavar éta bréma da dûd Juda, ha d’ar ré a choum é Jéruzalem : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Chétu mé a aoz droug enn hoc’h énep hag a zoaré ménosiou ouz-hoc’h : ra zistrôiô pép-hini eûz hé wall hen̄t, hag éeunit oc’h hen̄chou hag hoc’h ôberiou.

12. Hag hî hô deûz lavaret : Dic’héd omp deuet ; war heûl hor ménosiou hon-unan éz aimp, ha pep-hini ac’hanomp a rai hervez direizted hé galoun.

13. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou : Goulennit digan̄d ar brôadou : Piou en deûz klévet traou kenn argarzuz hag ar ré é deûz gréat gwerc’hez Israel ?

14. Ann erc’h hag hén̄ a hell dilézel ménésiou al Liban ? Pé ann douréïer frésk a réd war ann douar hag hî a hell béza kaset da hesk ?

15. Koulskoudé va fobl en deûz va an̄kounac’héet, oc’h ôber sakrifisou gwân, oc’h en em voun̄ta enn hô hen̄chou, hag é raven̄chou ar c’han̄tvédou kôz, hag ô kerzout enn-hô dré eunn hén̄t dibleûstret,

16. Évid tenna ann en̄krez war hô douar, hag eur c’houiban peûr-baduz. Kémen̄d-hini a dréménô dré-z-han̄, a vézô saouzanet, hag a hejô hé benn.

17. Ével eunn avel loskuz é skiñinn anézhô dirâg hô énébour ; va c’hein, ha nann va daoulagad a drôinn out-hô ô deiz hô c’holl.

18. Hag hî a lavaraz : Deûit, ha mennomp ménosiou a-énep Jérémias : râk na ziouérô két a vélek évid al lézen, a zén fûr évid ar c’huzul, a brofed évid ar gér : deûit, ha skôomp war-n-ézhan̄ gan̄d hon téôd, ha na lékéomb évez é-bed oud hé holl c’hériou.

19. Laka évez ouz-in, Aotrou, ha sélaou mouéz va énébourien.

20. Hag ann droug a rôeur évid ar mâd, pa doullon̄t eur béz évit va éné ? Az péz koun pénaoz ounn bét savet dira-z-od, évit goulenn vâd évit-hô, hag évid distrei da frouden diwar-n-ézhô.

21. Râk-sé rô hô bugale d’ann naoun, ha laka-hi da gouéza dindân ar c’hlézé : ra zeûiô hô gragez héb hô bugalé, ha da in̄tan̄vézed : ra vézô hô ézéc’h lékéat d’ar marô, ra vézô hô zûd-iaouan̄k lazet gan̄d ar c’hlézé er brézel.

22. Ra vézô klévet garm ô ton̄d eûz hô ziez, râk té a zigasô al laer war-n-ézhô war-eunn-taol ; ô véza ma hô deûz kleûzet eur poull évit va faka, hag hô deûz kuzet lindagou dindân va zreid.

23. Hôgen té, Aotrou, a oar ann holl guzuliou hô deûz gréat em énep évit va laza ; na zistol két hô fallagriez d’ézhô, ha na denn két hô féc’héjou a zira-z-od ; ra vézin̄t diskaret dirazod, dispenn-hi é amzer da frouden.


————