Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/83

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
81
levr ar profed jérémias.

da éva enn eur c’hôp d’ézhô évid hô dizoania diwar-benn hô zâd pé hô mamm.

8. N’az â két é tî ar banvez, da azéza gan̄t-hô évid dibri hag éva.

9. Râg ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : Chétu mé a dennô eûz al léac’h-zé dirâg hô taoulagad, hag enn hô teisiou, mouéz al lîd, ha mouéz al lévénez, mouéz ar pried, ha mouéz ar bried.

10. Ha pa rôi da anaout ann holl c’hériou-zé d’ar bobl-man̄, hag é livirin̄t d’id : Pérâg en deûs-hén̄ ann Aotrou lavaret ann holl zrouk brâz-zé diwar hor penn ? Pétrâ eo hor fallagriez ? Pé béc’hed hon eûz nî gréat a-énep ann Aotrou, hon Doué ?

11. Té a lavarô d’ézhô : O véza ma hô deûz hô tadou va dilézet, émé ann Aotrou ; ma hô deûz kerzet war-lerc’h douééd a-ziavéaz, ma hô deûz hô servichet hag hô azeûlet, ma hô deûz va dilézet, ha n’hô deûz két miret va lézen.

12. Hôgen c’houi hoc’h eûz gréat c’hoaz gwasoc’h égéd hô tadou : râk chétu pép-hini ac’hanoc’h a valé war-lerc’h diroll hé wall galoun, ha na zélaou két ac’hanoun.

13. Ha mé hô taôlô eûz ann douar-man̄ ; enn eur vrô ha na anavezit két, na c’houi nag hô tadou ; hag énô é servichot nôz-deiz douéed a ziavéaz, péré na rôin̄t éhan é-béd d’é-hoc’h.

14. Râk-sé chétu é teû ann deisiou, émé ann Aotrou, é péré na vézô lavaret mui : Béô eo ann Aotrou, péhini en deûz tennet bugalé Israel eûz a zouar ann Éjipt :

15. Hôgen : Béô eo ann Aotrou, péhini en deûz tennet bugalé Israel eûz a zouar ann han̄ter-nôz, hag eûz ann holl vrôiou é péré em bôa hô zaolet ; ha mé hô digasô adarré enn douar em eûz rôet d’hô zadou.

16. Chétu mé a gasô kalz a beskétérien, émé ann Aotrou, hag hî a beskétô anézhô ; ha goudé-zé é kasinn d’ézhô kalz a hémolc’hidi a hémolc’hô anézhô eûz a bép ménez, eûz a bép krec’hien, hag eûz a géviou ar réc’hier.

17. Râg béz’ éma va daoulagad war hô holl hen̄chou ; n’in̄t két kuzet dira-z-oun, hag hô fallagriez né két bét kuzet a zirâk va daoulagad.

18. Ha da gen̄ta é rôinn d’ézhô daou c’hémen̄t all évid hô fallagriézou hag hô féc’héjou ; ô véza ma hô deûz saotret va douar gan̄t fléar hô idolou, ha ma hô deûz leûniet va digwéz gan̄d ho fallagriézou.

19. O Aotrou, va ners, ha va c’hréfder, ha va herberc’h é deiz ann en̄krez ; ar brôadou a zeûiô étrézég enn-od eûz a harzou ann douar, hag a lavarô : Gwir eo pénaoz hon tadou n’hô deûz bét némét gaou ha gwander, péré a zô bét didalvez d’ézhô.

20. Hag ann dén a rai douéed évit-han̄ hé-unan, hag hî n’in̄t két douéed ?

21. Chétu éta é tiskouézinn d’ézhô ar wéach-man̄, é tiskouézin d’ézhO va dourn, ha va galloud ; hag hî a wézô pénaoz ann Aotrou eo va hanô.


————


XVII. PENNAD


Euruz eo ann hini a laka hé fisian̄s é Doué.


1. Péc’hed Juda a zô skrivet gan̄d eur bluen houarn hag eunn ivin diaman̄t ; kizellet eo war daolen hô c’haloun, ha war gorniou hô aoteriou.

2. O véza ma ho deûz hô bugalé dalc’het koun eûz hô aoteriou, eûz hô c’hoajou brâz, eûz hô gwéz deliouuz, eûz hô ménésiou huel,

3. Eûz hô sakrifisou er parkou ; é rôinn d’ann disman̄tr da ners, ha da holl den̄zoriou, ha da lec’hiou huel, enn abek d’as péc’héjou, dré da holl harzou.

4. Té a choumô da-unan, hép da zigwéz, em bôa rôet did ; da lakaad a rinn da zervicha da énébourien enn eunn douar ha na anavézez két ; râk lékéat hoc’h eûz da gregi eunn tân em frouden, hag a loskô da-vikenn.

5. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Milliget eo ann dén a laka hé fisian̄s enn dén, hag en em c’hra eur vréac’h kîk : hag a denn hé galoun diouc’h ann Aotrou.