Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/82

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
80
levr ar profed jérémias.

éné ; kuzet eo ann héol évit-hi, pa é oa c’hoaz deiz ; méz é deûz, rusia a râ hag ar vugalé a choumô d’ézhi a rôinn d’ar c’hlézé dirâg hô énébourien, émé ann Aotrou.

10. Gwâ mé, va mamm ; pérâg éc’h eûz-té va ganet, mé eunn dén a zael, eunn dén a reûst enn douar holl ? N’em eûz két rôet a arc’han̄t war gampi, ha dén n’en deûz rôet d’in arc’han̄t war gampi ; hag ann holl a villig ac’hanoun.

11. Hag ann Aotrou a lavaraz d’in : Enn divez é teûiô vâd d’id ; mé az skoazellô é amzer ar c’hlac’har, hag é amzer ar reûst a-énep da énébourien.

12. Hag ann houarn a hell en em gemmeski gan̄d houarn ann han̄ter-nôz, ha gan̄d ann arem ?

13. Da vadou ha da deñzoriou a rôinn d’ar preiz, enn da holl harzou, hép gôbr é-béd, enn abek d’ann niver eûz da béc’héjou.

14. Mé a zigasô da énébourien eûz a eunn douar ha na anavézez két : râk kroget eo tân va frouden, ha war-n-hoc’h é losko.

15. Té a oar, Aotrou, az péz koun ac’hanoun, hag emwél ac’hanoun, ha diwall ac’hanoun diouc’h ar ré a zeû d’am heskina ; n’am digémer két enn da habaskded ; gwéz pénaoz eo évid-od em eûz gouzan̄vet dismégan̄s.

16. Da lavariou em eûz kavet, hag em eûz hô loun̄ket ; ha da c’her a zô deûet da zudi ha da lévénez d’am c’haloun : râk da hanô a zô bét galvet war-n-oun, ô Aotrou, Doué ann arméou.

17. N’ounn két bét azézet é strolladou ar c’hoariérien, ha n’ounn két en em fougéet évit béza bét dindân da zourn ; va-unan ounn bét azézet, ô véza ma éc’h eûz va leûniet a c’hourdrouzou.

18. Pérâk va foan ef-hi deûet da véza peûr-baduz ? Ha va gouli da véza di-c’héd, hép ma helleur hé baréa ? Deûed eo em c’hén̄ver ével douréier touelluz é péré n’helleur két fisiout.

19. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou : Mar tistrôez, é tistrôinn ac’hanod, hag é vézi stard dira-z-onn ; ha mar rannez ar péz a zô talvouduz-brâz eûz ar péz a zô disléber, é vézi ével va génou-mé ; hî a zistroiô étrézég enn-od, ha té na zistrôi két étrézég enn-hô.

20. Ha mé a lakai ac’hanod é-kéñver ar bobl-zé ével eur vôger arem ha kré ; hî a stourmô ouz-id, ha n’az trec’hin̄t két ; râk mé a zô gan-éz, évid da warézi, ha da zieûbi, émé ann Aotrou.

21. Ha mé az tennô eûz a zaouarn ar ré zroug, hag a zasprénô ac’hanod eûz a zourn ar ré gré.


————


XVI. PENNAD


Ann Aotrou a zifenn oud ar Profed na zimézô.


1. Ha gér ann Aotrou a zeûaz étrézég enn-oun, ô lavarout :

2. Na gémeri két a c’hrég, ha n’az pézô két a vipien nag a verc’hed el léac’h-man̄.

3. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou diwar-benn ar vipien hag ar merc’hed a zô ganet el léac’h-man̄, ha diwar-benn hô mammou péré hô deûz hô ganet, ha diwar benn hô zadou a wenn péré in̄t bét ganet er vrô-zé :

4. Eûz a veûr a gléñved é varvin̄t. Na vézô két gwélet war-n-ézhô, ha na vézin̄t két bésiet ; ével teil é vézin̄t war c’horré ann douar ; gan̄d ar c’hlézé ha gan̄d ann naounégez é vézin̄t bévézet ; hag hô c’horfou-marô a vézô da voéd da evned ann én̄v, ha da loéned ann douâr.

5. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou : N’az â két é tî ar banvez, n’az â két évit gwéla, nag évid hô dizoania ; râk tennet em eûz va féoc’h digan̄d ar bobl-zé, émé ann Aotrou, va zruez ha va zrugarézou.

6. Hag hî a varvô er vrô-zé brâz ha bihan ; na vézin̄t két bésiet ha na vézô két gwélet war-n-ézhô ; dén n’en em zidrouc’hô, pé en em voalai évit-hô.

7. Na vézô két rannet a vara enn hô zouez évid dizoania ann hini a wélô war eunn dén marô, na vézô két roet