Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/78

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
76
levr ar profed jérémias.

hô-éneb hô-unan, évit va héga, oc’h ôber sakrifisou da Vaal.

18. Hôgen te, Aotrou, éc’h eûz diskouézet d’in hô ménosiou, hag em eûz hô anavézet. Neûzé éc’h eûz rôet d’in da anaout hô gwall-ioulou.

19. Ha mé a oa ével eunn oan kûn̄, a gaseur d'al lazerez ; ha né anavézenn két hô ménosiou en énep, pa lavaren̄t : Lékéomp koat en hé vara, ha dispennomp anézhan̄ eûz a zour ar ré véô, ha na vézô mui a goun eûz hé hanô.

20. Hôgen té, Aotrou ann arméou, péhini a varn gan̄t reizded, hag a furch enn digroazl hag er c’haloulou, diskouéz d’in em eûz danévellet va c’héfridi.

21. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou da dûd Anatot, péré a glask da vuez, hag a lavar : Na ziougan két é hanô ann Aotrou, gan̄d aoun na varvchez dré hon daouarn.

22. Râk-sé ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Chétu mé a emwélô anézhô ; ann dûd-iaouan̄k a varvô gan̄d ar c’hlézé, hô mipien hag hô merc’hed a varvô gan̄d ann naoun.

23. Ha na choumô nétrâ enn hô goudé (T) ; râk droug a gasinn war dûd Anatot, er bloaz é péhini é emwélinn anézhô.


————


XII. PENNAD


Ar Profed a glemm diwar-benn eûr-vâd ar ré fallagr.


1. Gwirion oud, ô Aotrou, ma strivann ouz-id ; hôgen ra livirinn d’id ann traou reiz-man̄ : Pérag éz â da vâd hen̄t ar ré fallagr ; pérâg ar ré a dorr da lézen, hag a râ fallagriez, in̄t-hi euruz é pép trâ ?

2. Hô flan̄tet éc’h eûz, hag hî hô deûz taolet grisien ; kreski a réon̄t, hag é tougon̄t frouez ; tôst oud eûz hô génou, ha pell eûz hô digroazel.

3. Hôgen té, Aotrou, éc’h eûz va anavézet, éc’h eûz va gwélet, hag éc’h eûz arnodet va c’haloun étrézég enn-od ; stroll-hi ével eunn tropel a gaseur d’al lazérez ; ha san̄téla anézhô é deiz hô lazérez :

4. Bété pégeit é wélô ann douar, hag é tizec’hô géot ann holl barkou enn abek da zrougiez ar ré a choum enn-han̄ ? Al loéned hag ann evned a zô éat-da-gét, ô véza ma hô deûz lavaret : Na wélô két hon divez.

5. Ma éc’h eûz bét kémen̄d a boan ô von̄d enn eur rédek war-lerc’h ar ré a gerzé war droad, pénaoz é helli-dé tizout ar ré a zô war varc’h ? Mar d-oud dizaouzan enn eunn douar a béoc’h, pénaoz é ri-dé oud herder ar Jourdan ?

6. Râk da vreûdeûr hô-unan, ha tî da dâd, hô deûz ivé stourmet ouz-id, hag hô deûz garmet war da lerc’h a boéz penn ; na gréd két d’ézhô, ha pa gomzchen̄t ouz-id gan̄d habaskded.

7. Kuitéet em eûz va zî, dilézet em eûz va digwéz ; lézet em eûz ann hini a garenn ével va éné étré daouarn hé énébourien.

8. Va digwéz a zô deûet em c’hen̄ver ével eul léon er c’hoat ; iûdet en deûz ouz-in ; râk-sé am eûz hé gaséet.

9. Hag eunn evn briz eo va digwéz d’in ? Hag eunn evn livet dré holl eo ? Deûit, en em strollit, holl loéned ann douar, hastit d’hé loun̄ka.

10. Eul lôd brâz a vésérien hô deûz dispennet va gwinien, mac’het hô deûz va lôd ; lékéat hô deûz al lôden a garenn kémen̄t, ével eunn distrô eûzuz.

11. Hé gwastet hô deûz, hag hî hé deûz len̄vet étrézég enn-oun ; man̄tret-brâz eo an douar holl, ô véza n'eûz hini a vijé poellek a galoun.

12. Ar wastérien a zeûi dré an holl hen̄chou eûz an distrô, râk klézé ann Aotrou a wastô holl eûz ann eil penn d’égilé eûz ann douar ; na vézô két a béoc’h da gîk é-béd.

13. Gwiniz hô deûz hadet, hag hî a védô drein ; eunn digwéz hô deûz bét, ha n’hô dévézô gounid é-béd diout-han̄ ; c’houi a gollô hoc’h holl frouez, enn abek da vuanégez ha da frouden ann Aotrou.

14. Ével-henn é lavar ann Aotrou a-énep d'am holl amézéien fall, péré