Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/75

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
73
levr ar profed jérémias.

lainn diout-hô ? Râg avoultrérien in̄t holl, eur vagad gwallérien.

3. Hag hî hô deûz steñet hô zéôd ével eur wareg a c’hévier, ha nann a wirionez ; en em grévéet in̄t war ann douar, râk mon̄d a réon̄t a zroug é drouk, ha n’am anavézon̄t két, émé ann Aotrou.

4. R’en em virô pép-hini eûz hé nésa, ha na fisiet hini enn hé vreûr ; râk peb breûr a ziarbenn hé vreûr, ha pép miñoun a valé enn touellérez.

5. Pép-hini a râ goab eûz hé vreûr, ha na lévéron̄t két ar wirionez : râg desket hô deûz hô zéôd da lavarout géviér ; poelladi a réon̄t da ôber fallagriez.

6. Éma da dî é-kreiz ann touellérez ; enn hô zouellérez hô deûz dinac’het va anaout, émé ann Aotrou.

7. Râk-sé ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Chétu é teûzinn hag é arnodinn anézhô ; râk pétrâ all a rinn-mé é-kén̄ver merc’h va fobl ?

8. Eur zaez lemm eo hô zéôd, touellérez a lavar ; hô génou a gomz a béoc’h gan̄d hô miñoun, hag e-kûz é aozon̄t spiou d’ézhañ.

9. Ha na emwélinn két ar ré-zé, émé ann Aotrou ? Ha na en em veñjo két va éné eûz a eur vrôad ker fallagr ?

10. War ar ménésiou é savinn gwélvan ha keinvan, ha glac’har war al lec’hiou dudiuz eûz ann distrô ; ô véza ma in̄t bét losket, ha na drémen mui dén dré énô, ha na gléveur mui mouéz hô ferc’hen ; adaleg evned ann én̄v bété léoned ann douar, holl in̄t tec’het, holl in̄t éat-kuît.

11. Berniou grouan a rinn eûz a Jéruzalem, ha kéviou d’ann aéred ; keriou Juda a likiinn da véza disman̄tret, ha na choumô dén enn-hô.

12. Piou eo ann dén fûr, a boellô kémen̄t-man̄, ha da biou é helleur rei da glévout gér génou ann Aotrou, évit ma he embannô ; pérâg eo bét disman̄tret ann douar-zé, ha ma eo bét losket ével eunn distrô, ha na drémen dén dré énô ?

13. Hag ann Aotrou a lavaraz : ô véza ma hô deûz dilézet va lézen, em boa rôet d’ézhô, ha n’hô deuz két sélaouet va mouéz, ha n’hô deûz két baléet enn-hi ;

14. Hôgen ma hô deûz kerzet da heûl direizted hô c’haloun, ha da heûl Baal, ével ma hô deuz hé zesket gan̄d hô zadou.

15. Râk-sé ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : Chétu mé a voétô ar bobl-zé gan̄d huélen-c’houérô, hag a rôiô da éva d’ézhan̄ dour béstl.

16. Ha mé hô skiñô é-mesk brôadou ha na anavézen̄t két hî nag hô zadou ; hag é kasinn ar c’hlézé war hô lerc’h, kén na vézin̄t dispennet.

17. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : Arvestit, ha galvit ar gwélérézed évit ma teûin̄t ; ha kasit étrézég ar ré fura anézhô ma teûin̄t buhan.

18. Hasten̄t, ha saveñt keinvan war-n-omp ; ra zeûiô daérou eûz hon daoulagad, ha ra zirédô dour eûz a groc’hen hon daoulagad,

19. Râk klévet eo bét eur vouéz a geinvan eûz a Zion : Pénaoz omp-ni bét disman̄tret, ha mézékéet enn doaré-zé ? O véza ma hon eûz dilézet hon douar, ô véza ma eo bét diskaret hon tiez.

20. Sélaouit éta, gragez, gér ann Aotrou ; rôit skouarn da lavar hé c’hénou : deskit keinvan d’hô merc’hed, ha glac’har ann eil d’ébén ;

21. Râk piñet eo ann an̄kou dré hor prénestrou, éad eo enn hon tiez, évit laza hor bugalé vihan er ruou, hag hon tud-iaouan̄k é leûriou-kéar.

22. Komz. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Korfou-marô ann dûd a gouézô ével teil war-c’horré ann douar, hag ével ma kouéz ann drammou éd war-lerc’h ar védérien, hép ma tastum dén anézhô.

23. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Na fougéet két ann dén fur gan̄d hé furnez, ha na fougéet két ann dén kré enn hé grévder, ha na fougéet két ann dén pinvidik enn hé binvidigez.

24. Hôgen néb a fougéô, fougéet é kémen̄t-man̄ : gouzout hag anaout pénaoz eo mé ann Aotrou, a ra trugarez, ha barnédigez, ha reizted war ann douar ; râk kémen̄t-sé a zô hétuz d’in, émé ann Aotrou.