Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/71

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
69
levr ar profed jérémias.

war Vétakara ; râg eunn droug a wéleur war-zû ann han̄ter-nôz, hag eunn disman̄tr brâz.

2. Oud eur c’hrég kaer ha kizidik em eûz hévélébékéet merc’h Sion.

3. Ar vésérien a zeûi d’hé c’havout gan̄d hô zropellou ; hô zeltou a zavin̄t war hé zrô ; ha pép-hini a lakai da beûri ar ré a vézô dindân hé zourn.

4. Aozit ar brézel out-hi ; savit, ha piñomp out-hi é-kreiz ann deiz : gwâ nî, ô véza ma izéla ann deiz, ha ma eo hirréet ar skeûd war ar pardaez.

5. Savit, ha piñomp a-zoug ann nôz, ha diskaromp hé ziez.

6. Hâg ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Trouc’hid ar c’hoajou ha grîd eur sav-douar war-drô Jéruzalem ; kéar va emwél eo ; leûn eo a wallou.

7. Ével ma rô eur feun̄teun dour ién, ével-sé é rô-hî eunn drougiez ién ; fallagriez ha gwastérez a gleveur enn-hi ; gwandériou ha gouliou a zâv bépred étrézég enn-oun.

8. En em gélenn, ô Jéruzalem, gan̄d aoun n’en em denché va éné diouz-id ; gan̄d aoun n’az lakajenn da véza eunn distrô hag eunn douar didud.

9. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Bétég ann divéza bôden é vézô kutuḻet Israel, ével eur winien ; kâs da zourn trô-war-drô ével ar ven̄démour, ha laka enn da baner.

10. Out piou é komzinn-mé, ha piou a bédinn-mé d’am sélaoui ? Chétu eo dienwadet hô diskouarn, ha na hellon̄t két klevout ; chétu eo deûet disprizuz d’ézhô gér ann Aotrou, ha na fell két d’ézhô hé zigémérout.

11. Râk-sé ounn leun eûz a frouden ann Aotrou, hag em eûz béac’h oc’h hé gouzan̄vi ; skûl-hi var ar vugalé a zô war ar ruou, ha war strollad ann dud-iaouan̄k kévret ; hag ann ozac’h a vézô kéméret gan̄d ar c’hrég, ann dén-kôz gan̄d ann hini leûn a zeisiou.

12. Hag hô ziez a dréménô da ré all, hag hô farkou hag hô gragez ivé : râk me a astennô va dourn war ar ré a choum war ann douar, émé ann Aotrou.

13. Râg adaleg ar bihana bétég ar brasa, holl en em rôon̄t d’ar bizoni ; hag adaleg ar profed bétég ar bélek, pép-hini a douell mar gell.

14. Hag hî a louzaoué gouli merc’h va fobl gan̄t mézégez, ô lavarout : Péoc’h, péoc’h ; ha na oa két a béoc’h.

15. Mézékéet in̄t bét, ô véza ma hô deûz gréat traou argarzuz : pé gen̄toc’h ar véz n’é deûz két hô mézékéet, ha n’hô deûz két gwézet pétrâ é oa rusia ; râk-sé é kouézin̄t é-touez ar ré a varvô : é amzer hô emwéligidez é kouézin̄t, émé ann Aotrou.

16. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Savit war ann hen̄chou, ha gwélit, ha goulennit é-touez ann hen̄chou kôz péhini eo ann hen̄t mâd ; ha kerzid enn-han̄ ; ha c’houi a gavô fréskadurez d’hoc’h énéou. Hag hî hô deûz lavaret : Na gerzimp két.

17. Ha mé em eûz lékéat war-n-hoc’h gédérien, ô lavarout : Sélaouit son ar c’horn-boud. Hag hî hô deûz lavaret : Na zélaouimp két.

18. Râk-sé sélaouit, brôadou, hag anavézit, tûd strollet, pétrâ a rinn d’ézhô.

19. Sélaou, douar : Chétu mé a zigasô drougou war ar bobl-zé, frouez he vénosiou ; ô véza n’hô deûz két sélaouet va gériou, ha ma hô deûz distolet va lézen.

20. Pérâg é kasit-hu din ézan̄s eûz a Zaba, ha louzou-c’houés-vâd eûz ar brôiou-pell ? Hô sakrifisou n’in̄t két hétuz d’in, ha na garann két hô viktimou.

21. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou : Chétu mé a gasô reûsiou war ar bobl-zé ; ann tadou a gouézô gan̄d ar vugalé, ann amézek a varvô gan̄d hé amézek.

22. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Chétu é teû eur bobl eûz a zouar ann han̄ter-nôz ; hag eur vrôad vrâz a zavô eûz a harzou ann douar.

23. Gan̄t saésiou hag eunn diren en em gannô ; krîz eo ha didruez ; hé vouéz a rai trouz ével ar môr ; hag hî a biñô war hô c’hézek, ével tûd daré d’ar brézel, enn da énep, ô merc’h Sion.

24. Ar vrûd anézhô hon eûz klévet, hag hon daouarn a zô dinerzet ; ar c’hlac’har a zô bét krôget enn-omp,