Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/70

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
68
levr ar profed jérémias.

9. Ha na gastizinn két kémen̄t-sé, émé ann Aotrou ? Ha n’en em ven̄jinn két eûz a eur vrôad ker gwall ?

10. Piñit war hé muriou, ha diskarit-hô ; hôgen n’hé c’hollit két a-grenn ; tennit hé c’hreskou, râk n’in̄t két d’ann Aotrou.

11. Râk tî Israel ha tî Juda a zô en em savet em énep, émé ann Aotrou.

12. Dinac’het hô deûz ann Aotrou, hag hî hô deûz lavaret : N’éma két hén̄ ; na zeûi droug é-béd war-n-omp ; na wélimp nag ar c’hlézé nag ann naounégez.

13. Ar broféded hô deûz komzet enn éar, ha né két bét respoun̄tet d’ézhô : hôgen chétu pétrâ a c’hoarvézô gan̄t-hô.

14. Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué ann arméou : O véza ma hoc’h euz komzet ével-sé, é likiinn va c’homziou ével tân enn da c’hénou, hag ar bobl-zé ével koat ; hag hén̄ ho dévô.

1$. Chétu mé a zigasô war-n-hoc’h, tî Israel, eur bobl a bell, émé ann Aotrou ; eur bobl galloudek, eur bobl kôz, eur bobl ha na anavézi két hé iéz, ha na wézi két pétrâ a lavarô.

16. Hé dron̄s a vézô ével eur béz digor ; kré é vézin̄t holl.

17. Hén̄ a zebrô da édou ha da vara ; hén̄ a loun̄kô da vipien ha da verc’hed ; hén̄ a lazô da zén̄ved ha da zaoud ; hén̄ a wastô da winiennou ha da fiézennou ; hén̄ a ziskarô gan̄d ar c’hlézé da geriou kré, é péré é lékéez da fisian̄s.

18. Hôgen enn deisiou-zé, émé ann Aotrou, n’hô tispenninn két a-grenn.

19. Ma livirit : Pérâg ann Aotrou, hon Doué, en deûs-hén̄ gréat kémen̄t-sé d’é-omp ? É liviri d’ézhô : Ével ma hoc’h eûz va dilézet, ha ma hoc’h eûz servichet douéed a-ziavéaz enn hô touar hoc’h-unan, ével-sé é servichot diavésidi enn eunn douar ha na vézô két d’é-hoc’h.

20. Embannit kémen̄t-sé é tî Jakob, rôit-hen̄ da glévout da Juda, ô lavarout :

21. Sélaou, pobl diskian̄t ha diboell : c’houi péré hoc’h eûz daoulagad, ha na wélit két ; hoc’h eûz diskouarn, ha na glévit két.


22. Ha na zoujot-hu két ac’hanoun, émé ann Aotrou ; ha na grénot-hu két dira-z-oun ? Mé péhini em euz lékéat ann tréaz da harzou d’ar mor, lézen peûr-baduz, dreist péhini n’az ai két ; hé goummou en em géfluskô, ha na hellin̄t két mon̄t pelloc’h ; stambouc’ha a rain̄t, ha n’az ain̄t két ébiou.

23. Hôgen ar bobl-zé é deuz eur galoun diskrédik ha dispac’huz ; en em dennet in̄t, hag in̄t éat-kuît.

24. Ha n’hô deûz két lavaret enn hô c’haloun : Doujomp ann Aotrou, hon Doué, péhini a rô d’éomp enn hé amzer ar glaô ken̄ta hag ann divéza, hag a rô déomp péb bloaz eunn éost founnuz.

25. Hô fallagriézou hô deuz distroet kémen̄t-sé ; hag hô péc’héjou hô deuz miret na rajenn vâd d’hé-hoc’h :

26. Râg é-touez va fobl eo en em gavet tud-fallagr, péré a an̄tell lasou ével labouséterien, hag a aoz lingadou ha rouéjou évit paka tûd.

27. Ével ma eo leûn eur stoker a laboused, ével-sé hô ziez a zô leûn a douel ; dré-zé é teûon̄t da véza brâz ha pinvidik.

28. Lard in̄t ha téô ; mon̄d a réon̄t dreist va lézen enn eur gwall zoaré. Na zifennon̄t két ann in̄tan̄vez, na rénon̄t két ann emzivad, ha na varnon̄t két gan̄t reizded ar béorien.

29. Ha na gastizinn két ann traou-zé, émé ann Aotrou ? Ha n’en em ven̄jô két va éné eûz a eur vrôad ker fallagr ?

30. Traou souézuz hag argarzuz a zô bét gréat war ann douar.

31. Ar broféded a ziougané gévier, hag ar véléien a stlaké hô daouarn enn eur veûli ; ha va fobl a gavé mâd kémen̄t-sé ; hôgen pétrâ a c’hoarvézô gan̄t-han̄ enn divez ?


————


VI. PENNAD


Disman̄tr Jéruzalem ha Juda.


1. En em grévait, bugalé Ben̄jamin, é-kreiz Jéruzalem ; sonit ar c’horn-boud é Tékua ; ha savit ar bannier