Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5
levr ar profed isaias.

framma a rinn hé garz, hag hî a vézô gwastet. Diskara a rinn hé môger, hag hi a vézô mac’het.

6. Hé lâkaad a rinn da véza dilézet ; na vézô két divéget, na vézô két kaéet ; hag é savô ann dréz hag ann drein war hé zro ; hag é c’hourc’hémenninn d’ar c’hoabr na lézin̄t két a c’hlaô da gouéza war-n-ézhi.

7. Gwinien Aotrou ann arméou eo ti Israel ; ha tûd Juda a zô hé wenn hétuz-brâz. Ha mé a c’hédé é rajé traou reiz, ha chétu fallagriez ; hag ann éeunder, ha chétu garm.

8. Gwâ c’houi, péré a stroll tî ouc’h tî, hag a stâg park ouch park, kén na vézô en̄k al léac’h d’é-hoc’h ; ha choum a rit-hu hoc’h unan é-kreir ann douar ?

9. Kémen̄t-sé a zô deûet d’am diskouarn, émé Aotrou ann arméou : al lôd brâz a diez-zé, ann tiez-zé ker brâz ha ker kaer a vézo dizûd, ha na choumô dén é-béd enn-hô.

10. Râg eur c’héfer gwini na rôi néméd eul léstradig gwin, ha trégon̄t boézellad hâd na roin̄t némét trî boézellad.

11. Gwâ c’houi, péré a zâv diouc’h ar min̄tin évid en em rei d’ar vézven̄ti, hag évid éva bétég ar pardaez, kén na véz tommet d’é-hoc’h gan̄d ar gwîn.

12. Ann délen, al liren, ann daboulin, ar sutel, hag ar gwîn en em gav enn hô panvézou ; ha na zellit két oud ôber ann Aotrou, ha na arvéstit két ôberiou hé zaouarn.

13. Râk-sé va fobl a zô bét kaset é sklavérez, ô véza n’en dôa két bét a wiziégez ; hag ar ré vrâz anézhô a zô marô gan̄d ann naoun, hag al lôd brâz a zô bét dizec’het gan̄d ar séc’hed.

14. Râk-sé ann ifern en deûz ledanéet hé gôv, ha digoret hé c’hénou kémen̄d ha ma hellé, hag hé dud galloudek, hag hé dud dister, hag ar ré brudet-brâz, hag ar ré énoréta a ziskennô enn-han̄.

15. Hag ann dûd holl a blégô, hag ar ré vrâz a vézo vuéléet, ha daoulagad ar ré rôk a vézô izéléet.

16. Hag Aotrou ann arméou a vézô gorréet enn hé varn, hag ann Doué san̄tel a vézô san̄télet enn hé reizded.

17. Neûzé ann ein a beûrô hervez hô reiz, hag ann diavésidi en em vagô enn distrôiou a vézô deûet da véza strujuz.

18. Gwâ c’houi, péré a denn ar fallagriez gan̄t kerdin ar gwanded, hag ar péc’hed ével tennou eur c’harr.

19. C’houi péré a lavar : Ra hastô, ra zeûi hép dalé hé ôber, évit ma her gwélimp ; ra dôstai, ha ra zeûi kuzul san̄t Israel, ha ra anavézimp anézhan̄.

20. Gwâ c’houi, péré a lavar pénaoz ann droug a zô mâd, hag ar mâd a zô drouk ; péré a rô ann dévalien évit goulou, hag ar goulou évit tévalien ; péré a rô ar c’houervder évit c’houékder, hag ar c’houékder évit c’houervder.

21. Gwâ c’houi, péré a zô fur d’hô taoulagad hoc’h-unan, hag a zô poellek war hô ménô-hu.

22. Gwâ c’houi, péré a zô galloudek évid éva gwîn, ha tûd kré évid en em vezvi ;

23. C’houi péré évit rôou a zidamall ann dén fallagr, hag a denn d’ann dén reiz hé reizded hé-unan.

24. Râk-sé ével ma krôg ann tân ér c’hôlô, ha ma eo dévet gan̄d ar flamm béô, ével-sé é vézô dévet hô grisien, hag hô gwenn a biñô évél pôultr ; ô véza ma hô deûz disprizet lézen Aotrou ann arméou, ha ma hô deûz drouk-komzét gan̄t gér san̄t Israel.

25. Dré-zé eo savet frouden ann Aotrou a-énep hé bobl, en deûz astennet hé zourn war-n-ézhan̄, hag en deûz skôet gan̄t-han̄ ; hag ar ménésiou hô deûz krénet, hag hô c’horfov-marô a zô bét taolet ével teil é-kreiz leuriou-kéar. Goudé kémen̄t-sé né két habaskéet hé frouden, râg astennet eo c’hoaz hé zourn.

26. Hag hén̄ a zavô hé arouéz é penn eur bobl pell-brâz, hag a c’houibano étrézég enn-han̄ eûz a benn ar béd ; hag ar bobl-zé a zeûi buhan.

27. Na glemmô na gan̄d ar skuizder, na gan̄d al labour, na gouskô, na na vôrédô, ha na dennô két hé c’houriz diwar hé zargreiz, ha na dorro két unan eûz a éréou hé voutou.

28. Hé zaésiou a zô lemm, hag hé