Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/692

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
690
apokalips pé disrével

klet gand a bép seurt mein kaer. Ar c’hen̄ta diazez a oa eûz a jasp ; ann eil, safer ; ann trédé, kalsédon ; ar pévaré, smaragduz ;

20. Ar pempved, sardoniz ; ar c’houec’hved, sardiuz ; ar seizved, krisolituz ; ann eizved, bérilluz ; ann naved, topaziuz ; ann dékved, krisoprasuz ; ann unnekved, hiasintuz ; ann daouzékved, amétistuz.

21. Hag ann daouzék porz, a ioa daouzék perlézen ; ha péb a borz a ioa eûz a eur berlézen : hag al leûr-ger a ioa eûz a aour glân̄, ével gwér boull.

22. Ha na wéliz kéd a dempl enn-hi ; râg ann Aotrou Doué holl-c’halloudek, hag ann Oan, eo ann templ anézhi.

23. Hag ar géar-zé n’é deûz kéd a ézomm a héol nag a loar, évid hé goulaoui ; râk sklerder Doué eo a c’houlaou anézhi, hag ann Oan eo hé c’houlaouen.

24. Hag ar boblou a gerzô diouc’h hé goulou : ha rouéed ann douar a gasô enn-hi hô gloar hag hô énor.

25. Hag hé fersier na vézin̄t két serret bemdez ; râk na vézô kéd a nôz énô.

26. Ha gloar hag énor ar brôadou a vézô kased enn-hi.

27. N’az ai é-barz nétra a zaotret, nag hini eûz ar ré a ra argarzidigez, pé a lavar gevier ; hôgen hép-kén ar ré a zô skrivet hô hanvou é levr a vuez ann Oan.


————
XXII. PENNAD.


1. Hag hén̄ a ziskouézaz d’in eur ster dour béô, skléar ével strin̄k, hag a zeûé eûz a drôn Doué hag ann Oan.

2. É-kreiz al leûr-ger, hag enn daou dû eûz ar ster édo ar wézen a vuez, péhini a zoug daouzék frouézen, hag a rô hé frouez pép mîz : ha deliou ar wézen-zé a zô évid iac’haad ar brôadou.

3. Ha na vézô mui a valloz : hôgen trôn Doué hag ann Oan a vézô énô, hag hé zervicherien a zervichô anézhan̄.

4. Hag hî a wélô hé zremm ; hag hé hanô a vézô skrivet war hô zaliou.

5. Ha na vézô mui a nôz énô : ha n’hô dévézô mui a ézomm a c’houlou a gleûzeûr, nag a c’houlou a héol ; râg ann Aotrou Doué eo a c’houlaouô anézhô, hag é rénin̄t é amzeriou ann amzeriou.

6. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Ar geriou-zé a zô gwîr ha gwirion. Hag ann Aotrou, Doué spéréjou ar Broféded en deûz kased hé éal évid diskouéza d’hé zervicherien ar péz a dlé c’hoarvézout abarz némeûr.

7. Chétu é teûinn hép-dalé : Euruz ann hini a vîr geriou diougan al levr-man̄.

8. Ha mé eo Iann, péhini em eûz klevet ha gwélet ann traou-zé. Ha goudé ma em boé klévet ha gwélet, en em daoliz out treid ann éal hô diskouézé d’in, évid hé azeûli :

9. Hôgen hén̄ a lavaraz d’in : Gwél na rî ; râk da gen-zervicher ounn, hag hini da vreûdeûr ar Broféded, hag ar ré a vîr geriou diougan al levr-man̄. Azeûl Doué.

10. Hag hén̄ a lavaraz c’hoaz d’in : Na ziel két geriou diougan al levr-man̄ : râk tôst eo ann amzer.

11. Néb a ra gaou, ra rai gaou c’hoaz : ha néb en em zaotr, r’en em zaotrô c’hoaz : ha néb a zô gwirion, bézet gwirion c’hoaz ; ha néb a zô san̄t, r’en em zan̄télô c’hoaz.

12. Chétu é teûinn hép-dalé ; ha va gôbr a zô gan-én̄, évit rei da bép-hini hervez hé ôberiou.

13. Mé eo Alfa hag Oméga, ar c’hen̄ta hag ann divéza, ann derou hag ann divez.

14. Euruz eo ar ré a walc’h hô zaéou é goâd ann Oan ; évit ma vézô hô galloud er wézen a vuez, ha ma’z ain̄t er géar dré ar persier,

15. Ra choumô er-méaz ar châs, hag ar gon̄tammerien, hag ar c’hadaled, hag al lazerien, hag ann idolatred, ha kémen̄d hini a gâr hag a ra ar gaou.

16. Mé Jézuz em eûz kaset va éal, évit testénia d’é-hoc’h ann traou-zé