Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/69

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
67
levr ar profed jérémias.

c’hlac’har, va c’haloun a zô kéflusket enn-oun ; na davinn két, râk va éné en deuz klévet son ar c’horn-boud ha garm ann emgann.

20. Reûz war reûz a zô bét galvet, hag ann douar holl a zô bét gwastet : enn-eunn-taol eo bét diskaret va zeltou, hag hô c’hrec’hin.

21. Bété pégeit é wélinn-mé tûd ô tec’hout, hag é klevinn-mé son ar c’horn-boud ?

22. O véza ma eo diskian̄t va fobl, ha n’en deûz két va anavézet ; tud diboell ha direiz in̄t ; fûr in̄t évid ôber ann drouk, hôgen na ouzoüt két ôber ar mâd.

23. Sellet em eûz oud ann douar, ha chétu é oa hén̄ goullô, ha dizoaré ; hag oud ann én̄vou, ha na oa két a c’houlou enn-hô.

24. Gwélet em eûz ar ménésiou, hag hî a gréné ; hag ann holl grec’hiennou, hag hî a oa kéflusket.

25. Sellet em eûz, ha na oa dén é-béd ; hag holl evned ann én̄v a oa éat-kuît.

26. Sellet em eûz, hag ann douar frouézuz a zô deûet ével eunn distrô ; hag hé holl gériou a vézô diskaret dirâg ann Aotrou, dirâk frouden hé vuanégez.

27. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou : Didud é vézô ann douar ; koulskoudé n’hé zispenninn két a-grenn.

28. Ann douar a wélô, hag ann én̄vou a vézô é kan̄v a-ziouc’h, ô véza ma em euz lavaret : Mennet em eûz, ha n’em eûz két a geûz, ha n’ounn két distrôet diout-han̄.

29. Diouc’h trouz ar varc’héien hag ar warégerien eo tec’het kéar holl ; el lec’hiou ar ré c’harva in̄d en em dennet, war ar rec’hier in̄t piñet ; ann holl gériou a zô dilézet, ha na choum dén enn-hô.

30. Hôgen té pa vézi gwastet, pétrâ a rî ? Ha pa en em wiskfez gan̄t tané, ha pa en em gin̄klfez gan̄t kin̄klérézou aour, ha pa livchez da zaoulagad gan̄t liou dû, enn-aner eo en em gempenfez ; ar ré az karé a zisprizô ac’hanod, hag a glaskô da vuez.

31. Râk klévoud a rann eur vouez ével eûz a eur c’hrég é gwilioud, roget gan̄d ar gwen̄trou ; mouéz merc’h Sion daré da vervel, hag a astenn hé daouarn, ô lavarout : Gwâ mé, ô véza ma falla va éné gan̄d al lazérez.


————


V. PENNAD


Ann Aotrou a rébech da vugalé Israel hô diskrédoni.


1. Id dré holl ruou Jéruzalem, ha gwélit, hag arvestit, ha klaskit enn holl leuriou-kéar, ha c’houi a gavô eunn dén en em rén gan̄t reizded, hag a glask ar wirionez ; ha mé a drugarézô anézhi.

2. Ma lévéron̄t ivé : Béô eo ann Aotrou ; é gaou é touin̄t.

3. Da zaoulagad, Aotrou, a zell oud ar wirionez ; skôet éc’h eûz gan̄t-hô, ha n’in̄t két bét poaniet ; hô brévet éc’h eûz, ha né két fellet d’ézhô digémérout ar c’hélen ; lékéat hô deûz hô dremmou kalétoc’h égéd ar méan, ha né két fellet d’ézhô distrei.

4. Hôgen mé em eûz lavaret : Martézé n’eûz néméd ar béorien a zô diskian̄t, na anavézon̄t két hen̄t ann Aotrou, na barn hô Doué.

5. Mon̄d a rinn éta da gavout ar ré vrâz, hag é komzinn out-hô ; râg hî a anavez hen̄t ann Aotrou, ha barn hô Doué. Ha chétu ar ré-zé hô deûz torret kévret ha gwasoc’h ar iéô, ha dispennet ar chadennou.

6. Râk-sé léon ar c’hoat a dagô anézhô, bleiz ar pardaez a skrapô anézhô, al léonpard a spiô hô c’heriou ; kémen̄d-hini a iélô er-méaz anézhô, a vézô paket ; râk paottet eo hô fallagriézou, krévéet eo hô drougiézou.

7. Goudé-zé pénaoz éc’h hellinn-mé béza trugarézuz enn da gén̄ver ? Da vugalé ho deûz va dilézet, hag hî a dou dré ar ré ha n’in̄t két douéed ; hô gwalc’h em eûz rôet d’ézhô, hag hî a zô kouézet enn avoultriez, hag a zô éat d’en em zirolla é tî eur c’hrég fall.

8. Deûet in̄t ével kézek a réd hag a c’houirin war lerc’h ar chézékenned ; pép-hini a réd war-lerc’h grég hé nésa.