Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/687

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
685
san̄t iann abostol.

hag é tizéc’haz hé dour, évid aoza ann hen̄t da rouéed ar sav-héol.

13. Ha mé a wélaz tri spéred louz hén̄vel out gweskléved, péré a zeûé er-méaz eûz a c’héôl ann aérouan̄t, hag eûz a c’héôl al loen, hag eûz a c’hénou ar fals-profed.

14. Râk spérejou diaoulou in̄t péré a ra burzudou, hag a ia étrézég rouéed ann douar holl, évid hô strolla d’ar brézel é deiz brâz ann Doué holl-c’halloudek.

15. Chétu é teûann ével eul laer. Euruz ann hini a veḻ, hag a vir hé ziḻad, gan̄d aoun na gerzfé enn-noaz, ha na wélfen̄t hé vézégez.

16. Hag hén̄ a strollô anézhô el léac’h a zô galvet enn Hébrac’h Armagédon.

17. Hag ar seizved éal a skuḻaz hé gôb enn éar ; hag eur vouéz gré a zeûaz eûz ann templ, ével eûz ann trôn, hag a lavaré : Gréad eo.

18. Hag é c’hoarvézaz luc’hed, ha mouésiou, ha kurunou ; hag é teûaz eur c’hrén-douar brâz, eur c’hrén-douar ker braz, ha na oé biskoaz eunn hévélep abaoé ma éz euz tûd war ann douar.

19. Hag ar géar vrâz a oé rannet é teir gévren, ha keriou ar brôadou a gouézaz : ha Babilon ar vrâz a zeûaz da goun dirâk Doué, évit rei d’ézhi da éva ar c’halir eûz a wîn broez hé vuanégez.

20. Hag ann holl énézi a dec’haz, ha na oé két kaved ar ménésiou.

21. Hag eur c’hazarc’h brâz é-c’hîz eunn talan̄t a gouézaz euz ann én̄v war ann dûd : hag ann dûd a zrouk-prézégaz gan̄d Doué enn abek da c’houli ar c’hazarc’h ; rag gwall vraz é oa ar gouli-zé.


————
XVII. PENNAD.


1. Hag unan eûz ar seiz éal péré ho doa ar seiz kôb, a zeûaz, hag a lavaraz d’in : Deûz, hag é tiskouézinn d’id barnédigez ar c’hrek fall, péhini a zô azézet war ann doureier brâz ;

2. Gan̄t péhini rouéed ann douar a zô en em zaotret, hag eo mezviet gan̄t gwin hé gadélez ar ré a choum war ann douar.

3. Hag hén̄ a gasaz ac’hanoun el léac’h-distrô ; hag é wéliz eur c’hrég azézet war eul loen a liou tané, leûn a hanôiou drouk-prézek, ha gan̄t-han̄ seiz penn ha dék korn.

4. Hag ar c’hrég a ioa gwisket gan̄d diḻad mouk ha tané ; kin̄klet é oa gan̄d aour, ha gan̄t mein talvouduz, ha gan̄t perlez ; enn hé dourn é doa eur c’hôb aour, leûn a argarzidigez, hag eûz a hudurnez hé gadélez.

5. Ha war hé zâl ann hanô-man̄ a oa skrivet : Mister ; Babilon vrâz, mamm ar gadésiou, hag argarzidigésiou ann douar.

6. Ha mé a wélaz ar c’hrég-zé mezô gan̄t goâd ar zen̄t, ha gan̄t goâd merzerien Jézuz : ha pa hé gwéliz é oenn souézet-brâz.

7. Hag ann éal a lavaraz d’in : Pérâg oud-dé souézet ? Mé a lavarô d’îd ar mister eûz ar c’hrég, hag eûz al loen a zoug anézhi, péhini en deûz seiz penn ha dék korn.

8. Al loen éc’h eûz gwelet, a zô bét, ha n’eo mui ; piña a dlé eûz al lounk, ha mon̄d-da-nétra : ha souézet é vézô ar ré a choumô war ann douar (ar ré na vézô két skrivet hô hanôiou el levr a vuez adalez penn-ken̄ta ar béd), pa wélin̄t al loen, péhini a ioa, ha n’eo mui.

9. Chétu ann dalvoudégez eûz a gémen̄t-sé, hag a zô leûn a furnez. Ar seiz penn, eo ar seiz ménez war béré eo azézet ar c’hrég : seiz roué in̄d ivé.

10. Pemp a zô marô ; unan a zô ; hag égilé né kéd deûet c’hoaz : ha pa vézô deûet é tlé c’houm nébeût.

11. Hag al loen a ioa ha n’eo két, a zô ivé ann eizved, hag eûz ar seiz eo, ha mon̄d a ra da nétra.

12. Ann dék korn éc’h eûz gwélet, a zô dék roué, da béré né két bét c’hoaz rôed ar rouan̄télez ; hôgen rôed é vézô d’ézhô ar galloud ével rouéed évid eunn heur goudé al loen.

13. Ar ré-zé hô dévézô holl eunn hévélep ménoz, hag é rôin̄t hô ners hag hô galloud d’al loen.