Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/685

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
683
san̄t iann abostol.

fran̄k ha sklâv, da gaoud eur merk enn dourn déou pé war hô zâl :

17. Ha na hellô dén na préna, na gwerza, néméd ann hini en dévézô ar merk, pé ann hanô eûz al loen, pé ann niver eûz hé hanô.

18. Aman̄ éma ar furnez. Néb en deûz poell, koun̄tet niver al loen. Râk niver eunn dén eo ; hag hé niver eo c’houec’h kan̄t c’houec’h ha tri-ugen̄t.


————
XIV. PENNAD.


1. Ha mé a zellaz, ha chétu ann Oan a oa enn hé zâ war vénez Sion, ha gan̄t-han̄ pevar mil ha seiz-ugen̄t mil dén, péré hô doa hé hanô, hag hanô hé Dâd skrivet war hô zâl.

2. Ha mé a glevaz eur vouéz eûz ann én̄v, hén̄vel out trouz doureier brâz, hag hén̄vel out trouz eur gurun vrâz ; hag ar vouéz a gleviz a oa hén̄vel out télennerien a délenné war hô zélennou.

3. Hag hî a gané é-c’hîz eur ganaouen nevez, dirâg ann trôn, ha dirâg ar pevar loen, hag ar ré gôz : ha dén na hellé kana ar ganaouen, néméd ar pevar mil ha seiz-ugen̄t mil, péré a zô bét prénet eûz ann douar.

4. Ar ré-zé eo péré n’int két en em zaotret gan̄d ar merc’hed, râg gwerc’h in̄t. Ar ré-zé a heûḻ ann Oan da béléac’h-bennâg ma’z a. Ar ré-zé a zô bét prénet eûz a douez ann dûd évit ken̄ta-frouez da Zoué, ha d’ann Oan.

5. Ha n’eûz két bét kavet a c’haou enn hô génou : râk dinam in̄t dirâk trôn Doué.

6. Ha mé a wélaz eunn éal all a nijé dré greiz ann én̄v, hag ann Aviel peûr-baduz gan̄t-han̄, évid hé brézégi d’ar ré a choum war ann douar, da béb brôad, ha da béb breûriez, ha da béb iéz. ha da bép pobl ;

7. O lavarout gan̄d eur vouéz gré : Doujid ann Aotrou, ha meûlit-hén̄, râk deûed eo heur hé varn : hag azeûlid ann hini en deûz gréad ann én̄v, hag ann douar, ar môr, ha mammennou ann doureier.

8. Hag eunn éal all a zeûaz war-lerc’h, hag a lavaraz : Kouézed eo, kouézed eo Babilon, ar géar vrâz-zé, péhini é deûz rôed da éva d’ann holl vrôadou gwîn buanégez hé c’hadélez.

9. Hag eunn trédé éal a zeûaz war-lerc’h ar ré-man̄, hag a lavaraz gan̄d eur vouéz gré : Mar teû eur ré da azeûli al loen, hag hé skeûden, ha da zigéméroud hé verk war hé dâl, pé enn hé zourn ;

10. Hen-nez a évô eûz a wîn buanégez Doué, a zô aozet gan̄t gwîn digemmesk é kalir hé vuanégez : hag hén̄ a vézô heskinet enn tân hag er soufr dirâg ann élez san̄tel, ha dirâg ann Oan.

11. Ha môged hô heskinou a biñô é amzeriou ann amzeriou : ha na vézô éhan é-béd na deiz na nôz, évid ar ré hô dévézô azeûlet al loen, hag hé skeûden, pé évid ar ré hô dévézô digéméret merk hé hanô.

12. Aman̄ éma habaskded ar zen̄t, péré a vîr gourc’hémennou Doué, ha feiz Jézuz.

13. Ha mé a glevaz eur vouéz eûz ann én̄v, hag a lavaraz d’in : Skrîv : Gwenvidig ar ré varô, péré a varv enn Aotrou. A-vréman̄, émé ar Spéred, é éhanin̄t oud hô labouriou : râg hô ôberiou a heûḻ anézhô.

14. Ha mé a zellaz, ha chétu eur goabren wenn ; ha war ar goabren unan azézet hag a oa hén̄vel out Mâb ann dén, ha war hé benn eur gurunen aour, hag enn hé zourn eur falc’h lemm.

15. Hag eunn éal all a zeûaz er-méaz eûz ann templ, hag a griaz gan̄d eur vouéz gré d’ann hini a oa azézet war ar goabren : Taol da falc’h, ha méd ; rék deûed eo ann heur da védi, ha médérez ann douar a zô darev.

16. Hag ann hini a oa war ar goabren a daolaz hé falc’h war ann douar, hag ann douar a oé médet.

17. Hag eunn éal all a zeûaz er-méaz euz ann templ a zô enn én̄v, ha gan̄t-han̄ ivé eur falc’h lemm.

18. Hag eunn éal all a zeûaz er-méaz eûz ann aoter, hag hén̄ en doa galloud war ann tân ; hag hén̄ a griaz gan̄d eur vouéz gré d’ann hini en doa eur falc’h lemm, ô lavarout : Taol da