Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/683

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
681
san̄t iann abostol.

spéred a vuez a Zoué a iéaz enn-hô : hag é savchon̄t war hô zreid, hag eur spoun̄t brâz a gouézaz war ar ré a wélaz anézhô.

12. Hag hî a glevaz eur vouéz uc’hel eûz ann én̄v, hag a lavaré d’ézhô : Piñid aman̄. Hag hî a biñaz enn én̄v enn eur goabren ; hag hô énébourien a wélaz anézhô.

13. Hag enn heur-zé é c’hoarvézaz eur c’hrén-douar brâz, hag ann dékved gévren eûz ar géar a gouézaz : hag er c’hrén-douar-zé é oé lazet seiz mil dén ; hag ar ré all a oé spoun̄tet brâz, hag a veûlaz Doué ann én̄v.

14. Ann eil reûz a zô éad é-biou ; ha chétu eunn trédé reûz a zeûi abarz némeûr.

15. Hag ar seizved éal a lékéaz hé drompiḻ da zeni ; hag é c’hoarvézaz mouésiou brâz enn én̄v, hag a lavaré : Rouan̄télez ar béd-man̄ a zo tréménét da hon Aotrou ha d’hé C’hrist ; hag hén̄ a rénô é amzeriou ann amzeriou. Amen.

16. Hag ar pevar dén-kôz war-n-ugen̄t ; péré a zô azézet war hô zrônou dirâk Doué, a gouézaz war hô génou, hag a azeûlaz Doué, ô lavavarout :

17. Da drugarékaad a réomp, Aotrou Doué holl-c’halloudek péhini a zô, hag a oa, hag a dlé don̄t ; ô véza ma éc’h eûz digeméred da c’halloud brâz, ha ma éc’h eûz rénet.

18. Hag ar brôadou hô deûz buanékéet ; ha da vuanégez a zô deûet, hag ann amzer da varna ar ré varô, ha da rei hô gôbr d’ar Broféded da zervicherien, ha d’ar zen̄t, ha d’ar ré a zouj da hanô, d’ar ré vihan ha d’ar ré vrâz, ha da wasta ar ré hô deûz saotret ann douar.

19. Ha templ Doué enn én̄v a oé digoret ; hag é oé gwélet arc’h hé gévrédigez enn hé dempl ; hag é c’hoarvézaz luc’hed, ha mouésiou, ha krénou-douar, ha kazarc’h brâz.


————
XII. PENNAD.


1. Hag eur burzud braz a oé gwélet enn én̄v : eur c’hrég gwisket gan̄d ann héol, hag al loar dindân hé zreid, ha war hé fenn eur gurunen a zaouzék stéren :

2. Hag hi brazez, a c’harmé gan̄d ar gwen̄trou, ô véza é poan vugalé.

3. Hag eur burzud all a oé gwélet enn én̄v : ha chétu eunn aérouan̄t brâz gell, péhini en doa seiz penn, ha dék korn ; ha war hé bennou seiz kurunen.

4. Hag hé lôst a dennaz gan̄t-han̄ ann drédé gévren eûz a stéred ann én̄v, hag hô zaolaz war ann douar. Hag ann aérouan̄t a zavaz dirâg ar c’hrég a oa daré da wilioudi ; évit loun̄ka hé mâb, pa vijé gwilioudet.

5. Hag hî a c’hanaz eur mab goaz, a dlié réna ann holl vrôadou gan̄d eur wialen houarn, hag hé mâb a oé skrapet étrézé Doué, hag étrézég hé drôn.

6. Hag ar c’hrég a dec’haz el léac’h-distrô, é péléac’h é doa eul léac’h aozet gan̄d Doué, évit béza maget énô é-pâd mil daou c’han̄t dervez ha trî-ugen̄t.

7. Hag eunn emgann brâz a c’hoarvézaz enn én̄v ; Mikéal hag hé élez en em ganné oud ann aérouan̄t, hag ann aérouan̄t gan̄d hé élez en em ganné out-han̄.

8. Hag ar ré-man̄ na oen̄t két tréac’h, ha na oé mui kaved a léac’h évit-hô enn én̄v.

9. Hag ann aérouan̄t brâz-zé, ann aer gôz, péhini a zô galvet Diaoul ha Satan, pehini a douell ar béd holl, a oé stlapet d’ann douar, hag hé élez a oé kaset gan̄t-han̄.

10. Hag é kleviz eur vouéz gré enn én̄v hag a lavaré : Bréma eo deûet ar zilvidigez, hag ann ners, ha rouan̄télez hon Doué ; ha galloud hé C’hrist ; râk tamaller hor breûdeûr, péhini a damallé anézhô dirâg hon Doué nôz-deiz, a zô bét diskaret.

11. Hag hî a oé tréac’h d’ézhan̄ dré c’hoad ann Oan, ha dré ann abek da c’her hé desténi ; ha n’hô deûz két karet hô énéou bétêg ar marô.

12. Râk-sé laouénait, én̄vou, ha c’houi péré a choum enn-hô. Gwa ann douar hag ar môr, râg ann diaoul