Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/673

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
671
lizer katolik san̄t judaz abostol.

adaleg Adam, ô lavarout : Chétu ann Aotrou a zeû gan̄d eunn niver brâz eûz hé zen̄t,

15. Évid dougen hé varn war ann holl dûd, hag évit ken̄drec’hi ann holl gomsiou flemmuz a lavar ar fallagred-zé a-énep Doué.

16. Ar ré-zé a zô krôzerien flemmuz, péré a gerz hervez hô c’hoan̄tou, hag a lavar komsiou balc’h, oc’h énori ann dûd diouc’h ar gounid a zeû d’ézhô.

17. Hôgen évid-hoc’h, va breûdeûr kér, hô pézet koun eûz ar geriou a zô bét diouganet gan̄d Ébestel hon Aotrou Jézuz-Krist,

18. Péré a lavaré d’é-hoc’h pénaoz enn amzer zivéza é teûiô touellerien péré a gerzô er fallagriez hervez hô c’hoan̄tou hô-unan.

19. Ar ré-zé a zô tûd hag en em rann hô-unan, ével loéned, ô véza n’éma kéd ar Spéred gan̄t-hô.

20. Hôgen c’houi, va breûdeûr kér, oc’h en em zével hoc’h-unan ével eunn ti war hô feiz san̄tel-meûrbéd hag ô pidi dré ar Spéred-San̄tel,

21. En em virit é karan̄tez Doué, ô c’hortozi trugarez hon Aotrou Jézuz- Krist er vuez peûr-baduz.

22. Tamallid ar ré a zô barnet :

23. Savétéit lôd oc’h hô zenna eûz ann tân. Hô pézet truez oud ar ré all dré aoun ; ha kasait ével eur zaé saotret kémen̄d a zalc’h eûz a vreinadurez ar c’hîk.

24. Hôgen d’ann hini a zô galloudek a-walc’h évid hô mirout hép péc’hed, hag évid hô tigas dinam dirâg he c’hloar, hag el lévénez é donédigez hon Aotrou Jézuz-Krist,

25. Da Zoué hép-kén hor Salver, dré Jézuz-Krist hon Aotrou, ra vézô ar c’hloar hag ar veûrdez, ar galloud hag ann aotrouniez, abarz ann holl amzeriou, ha bréma, hag é holl amzeriou ann amzeriou. Amen.



————