Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/666

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
664
ken̄ta lizer

7. Va breûdeûr kér, na skrivann két d’é-hoc’h eur gourc’hémenn nevez, hôgen ar gourc’hémenn kôz hoc’h eûz bét er penn-ken̄ta. Ar gourc’hémenn kôz-zé eo ar gér hoc’h eûz klevet.

8. Koulskoudé é skrivann d’é-hoc’h eur gourc’hémenn nevez, ar péz a zô gwîr hag enn-han̄, hag enn-hoc’h ; pénaoz eo tréménet ann dévalien, ha ma teu a-vréma ar gwîr c’houlou da luc’ha.

9. Néb a lavar pénaoz éma er goulou, hag a gasa hé vreûr, a zô c’hoaz enn dévalien.

10. Néb a gar hé vreûr, a choum er goulou, ha n’eûz két a wall-skouér enn-han̄.

11. Hôgen néb a gasa hé vreûr, a zô enn dévalien : enn dévalien é kerz, ha né oar péléac’h éz â : rag ann dévalien é deûz dallet hé zaou-lagad.

12. Skriva a rann d’é-hoc’h, bugaligou, ô véza ma eo distaolet d’é-hoc’h hô péc’héjou enn abek d’hé hanô.

13. Skriva a rann d’é-hoc’h, tadou, ô véza ma hoc’h eûz anavézet ann hini a zô adaleg ar penn ken̄ta. Skriva a rann d’é-hoc’h, tûd-iaouan̄k, ô véza ma hoc’h eûz trec’hed ar spéred droug.

14. Skriva a rann d’é-hoc’h, bugalé, ô veza ma hoc’h eûz anavézet ann Tâd. Skriva a rann d’é-hoc’h, tûd-iaouan̄k, ô véza ma oc’h kré, ma choum gér Doué enn-hoc’h, ha ma hoc’h eûz trec’het ar spéred droug.

15. Na girit kéd ar béd, nag ar péz a zô er béd. Mar kar eur ré ar béd, n’éma két karan̄tez ann Tâd enn-han̄.

16. Râg kémen̄d a zô er béd a zô droug-ioul ar c’hîk, ha droug-ioul ann daou-lagad, ha balc’hder ar vuez ; ar péz na zeû kéd eûz ann Tâd, hôgen eûz ar béd.

17. Ar béd a drémen, hag hé zroug-ioul ivé. Hôgen néb a ra ioul Doué, a choum da-vikenn.

18. Bugaligou, ann heur zivéza eo, hag ével ma hoc’h eûz klevet pénaoz é tlé don̄d ann An̄tikrist, bréma éz eûz meûr a An̄tikrist : hag achanô éc’h ouzomp pénaoz eo deûed ann heur zivéza.

19. Ac’hanomp in̄t savet, hôgen né oan̄t kéd ac’hanomp : râk ma oan̄t béd ac’hanomp, é vijen̄d ivé choumet gan-é-omp ; hôgen évit ma vijé gouézet pénaoz n’in̄t kéd holl ac’hanomp.

20. Hôgen c’houi hoc’h eûz bét nerz ar Spéred-San̄tel, hag éc’h anavézit pép-trâ.

21. N’em eûz két skrivet d’é-hoc’h ével da dûd péré na anavézon̄t kéd ar wirionez, hôgen ével d’ar ré hé anavez ; hag ar gaou na zeû kéd eûz ar wirionez.

22. Piou a zô gaouiad, néméd ann hini a nac’h pénaoz Jézuz eo ar C’hrist ? Hen-nez eo eunn An̄tikrist, péhini a nac’h ann Tâd hag ar Mâb.

23. Piou-bennâg a nac’h ar Mâb, na anavez kéd ann Tâd ; ha piou-bennâg a an̄saô ar Mâb, a anavez ivé ann Tâd.

24. Ra choumô enn-hoc’h ar péz hoc’h eûz klevet adaleg ar penn-ken̄ta. Ma choum enn-hoc’h ar péz hoc’h eûz klevet adaleg ar penn-ken̄ta, é choumod ivé c’houi er Mâb hag enn Tâd.

25. Ha kémen̄t-sé eo en deûz gwéstlet d’é-omp, ô wéstla ar vuez peûr-baduz.

26. Chétu pétrâ a skrivann d’é-hoc’h diwar-benn ar ré a zeû d’hô touella.

27. Ha c’houi, ra choumô enn-hoc’h ann nerz a zô bét rôed d’é-hoc’h gan̄t Mab Doué. Ha n’hoc’h eûz kéd a ézomm é teûfé dén d’hô teski : hôgen ével ma teû ann nerz-zé da ziski d’é-hoc’h pép-trâ, ha ma’z eo ar wirionez, ha nann ar gaou, ével-sé choumid er péz en deûz desket d’é-hoc’h.

28. Bréma éta, va bugaligou, choumid enn-han̄ ; évit, pa en em ziskouézô, ma hor bézô fisian̄s, ha na vézimp két mézékéet gan̄t-han̄ pa zeûi.

29. Mar gouzoc’h pénaoz eo gwirion Doué, gwézit pénaoz kémen̄d dén a vév hervez ar wirionez, a zô ganed diout-han̄.


————
III. PENNAD.


1. Gwélit pébez karan̄tez en deûz rôed ann Tâd d’é-omp ; oc’h hol lakaad da véza galvet ha da véza évit-gwîr bugalé da Zoué. Dré-zé eo na