Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/664

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
662
eil lizer

ar c’hîk, ar ré péré nébeûd a-raok a ioa téc’het dioud ar ré a ioa é fazi ;

19. O tiougani d’ézhô ar fran̄kiz, pétrâ-bennâg ma in̄d hô-unan sklaved eûz ar vreinadurez : râk piou-bennâg a zô bét trec’het, a zô sklâv eûz ann hini en deûz hé drec’het.

20. Râg, goudé beza en em dennet eûz a vreinadurez ar béd dré anaoudégez hon Aotrou ha Salver Jézuz-Krist, mar d-int trec’het oc’h en em rei a-nevez d’ann traou-zé, hô stâd divéza a zô goâz égéd ar c’hen̄ta :

21. Râg gwell é vé bét d’ézhô na anavézchen̄t két hen̄t ar wirionez, égét goudé béza hé anavézet distrei diouc’h ar gourc’hémenn san̄tel a ioa bét rôed d’ézhô.

22. Hôgen c’hoarvézet eo gan̄t-hô ar péz a lévéreur dré eur gwîr lavar : Ar c’hi a zô distrôet d’hé c’houéden ; hag ann houc’h goudé béza bét gwalc’het, a zô en em ruḻet a-nevez er fan̄k.


————
III. PENNAD.


1. Chétu ann eil lizer a skrivann d’é-hoc’h, va breûdeûr kér ; hag enn-hô hô-diou é ken̄traouann hô spéred gwirion dré va aliou :

2. Évit ma hô pézô koun eûz a c’heriou ar Broféded san̄tel, a béré em eûz komzet d’é-hoc’h, hag eûz a c’hourc’hémennou ann Ébestel en deûz ann Aotrou ha Salver rôed d’é-hoc’h.

3. Gwézit da gen̄ta pénaoz é teûi enn deisiou divéza touellérien péré a heûliô hô gwall-ioulou hô-unan,

4. O lavarout : Péléac’h éma ann diougan eûz hé zonédigez ? Râg abaoé ma eo kousket ann tadou, pép-trâ a choum er stâd ma edo é derou ar béd.

5. Râk dré hô ioul eo na ouzon̄t két pénaoz ann én̄vou a zô bét gréat da gen̄ta dré c’hér Doué, kerkouls hag ann douar, péhini a zô savet eûz ann dour, hag a bâd dré ann dour ;

6. Ha pénaoz koulskoudé ar béd a neûzé a iéaz-da-nétra dré ann traou-zé, ô véza beûzet gan̄d dic’hlann ann dour.

7. Hôgen ann én̄vou hag ann douar a-vréma, a zô miret, dré ann hévelep gér évid ann tân, é deiz ar varn ha kollidigez ann dûd fallagr.

8. Hôgen eunn dra zô war béhini na dléit két béza diwiziek, va breûdeûr kér, pénaoz dirâg ann Aotrou eunn deiz a zô ével mil bloaz, ha mil bloaz ével eunn deiz.

9. Ann Aotrou n’en deûz két gourzézet sévénidigez hé c’hér, é-c’hîz ma gred hiniennou ; hôgen hé hîr-c’hortozidigez a ziskouez d’é-omp, pa na fell kéd d’ézhan̄ é vé kollet dén, hôgen ma tistrôjé pép-hini d’ar binijen.

10. Hôgen deiz ann Aotrou a zeûi ével eul laer-nôz ; ha neûzé gan̄d eunn trouz brâz éz ai ann én̄vou é-biou : ann elfennou a deûzô gan̄d ar c’hrouéz, hag ann douar ha kémen̄t a zô enn-han̄ a vézô losket.

11. Pa dlé éta kémen̄t-sé holl mon̄d-da-nétra, pétrâ é tléit-hu da véza enn hô lavariou hag enn hô karan̄tez évid Doué ?

12. O c’hortozi hag oc’h hasta donédigez deiz ann Aotrou, é péhini ann én̄vou a vézô losket ha diforc’het, hag ann elfennou a vézô teûzet gan̄t grouéz ann tân.

13. Râk nî a c’hortoz, hervez hé c’hér, én̄vou névez, hag eunn douar névez, é péhini é choumo ar wirionez.

14. Rak-sé, va breûdeûr kér, pa c’hortozit kémen̄t-sé, labourid é péoc’h, évit ma viot kavet gan̄t-han̄ dinam ha didamall.

15. Ha sellit hîr-c’hortozidigez hon Aotrou ével eunn dra vâd évid hô silvidigez : é-c’hîz ma en deûz skrivet d’é-hoc’h hor breûr kér Paol, hervez ar furnez a zô bét rôed d’ézhan̄ ;

16. Evel ma ra ivé enn hé holl lizériou, é péré é komz eûz ann traou-zé ; é péré ez eûz lec’hiou diez da boella, hag a zistrô ann dûd diwiziek hag édrô, ével ar Skrituriou all, enn hô c’holl.

17. C’houi éta, va breûdeûr, péré a oar kémen̄t-sé, likid évez ouz-hoc’h, gan̄d aoun, oc’h en em rei da fazi ann dûd diskian̄t-zé, ne zeûfac’h da gouéza eûz hô stardder.

18. Hôgen kreskid er c’hrâs hag é anaoudégez hon Aotrou ha Salver Jézuz-Krist. D’ézhan̄ ra vézô ar c’hloar bréma, hag é deiz ann éternité. Amen.



————