Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/663

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
661
eil lizer san̄t per abostol.

brâz : Hé-man̄ eo va Mâb ker, é péhini em eûz lékéat va holl garan̄tez ; sélaouit-hén̄.

18. Hag ar vouéz-zé hon eûz klevet ô ton̄d eûz ann én̄v, pa édomp gan̄t-han̄ war ar ménez san̄tel.

19. Ha béz’ hon eûz lavariou startoc’h ar broféded, da béré é talc’hit ervâd, ével da eur c’hleûzeur a luc’h enn eul léac’h téval, bété ma c’houlaou ann deiz, ha ma sâv ar wérélaouen enn hô kalounou :

20. O poella da-gen̄ta pénaoz pép diougan eûz ar Skritur né két displéged dré eunn diskleriadur a-zevri.

21. Râk né kéd dré ioul ann dûd eo bét digaset d’é-omp gwéchall ann diouganou : hôgen dré ali ar Spéred-San̄tel eo hô deûz komzet tûd san̄tel Doué.


————
II. PENNAD.


1. Hôgen ével ma éz euz bét fals-broféded é-touez ar bobl, é vézô ivé fals-vistri enn hô touez, péré a zigasô héréziou kolluz, ha péré ô tinac’ha ann Aotrou en deûz hô frénet, a dennô war-n-ézhô hô-unan eur gollidigez buan.

2. Ha meûr a hini a heûliô hô direisiou, hag a lakai hen̄t ar wirionez da véza drouk-prézéget ;

3. Hag évit hô fizôni é werzin̄t ac’hanoc’h gan̄t komsiou trôidelluz ; hôgen hô barnédigez douget pell-zô na éhan két, hag hô c’hollidigez na gousk két.

4. Râk ma n’en deûz két bét Doué a azaouez évid ann élez hô deûz péc’het, hôgen ma en deûz hô zaolet enn ifern, hag hô chadennet enn dévalien, évit hô mirout bétég ar varn ;

5. Ma n’en deûz két bét a azaouez évid ar béd kôz, ô véza n’en deûz miret da eizved némét Noé prézégour ar wirionez, pa skuḻaz dour al livaden war véd ann dûd fallagr ;

6. Ma en deûz disman̄tret keriou Sodoma ha Gomorra, oc’h hô lakaad é ludu, évid hô rei da skouér d’ar ré a vévô er fallagriez ;

7. Ma en deûz dieûbet Lot ann dén gwirion, péhini a ioa heskinet gan̄t kunuc’hennou ha gan̄t gadélez ann dûd fallagr ;

8. Ann dén gwirion-zé péhini a choumé enn hô zouez, ha péhini a ioa heskinet enn hé éné a-zeiz-é-deiz, gan̄d hô gwall-ôberiou er gwéled hag er c’hleved.

9. Ann Aotrou a oar tenna eûz ann arnod ar ré a gâr Doué, ha miroud ar ré fallagr da zeiz ar varn évid hô gwana :

10. Ha dreist-holl ar ré péré évit gwalc’ha hô ioul hudur a heûḻ froudennou ar c’hîk, a zispriz ann aotrouniez, a zô rôk, en em gar hô-unan : ha n’hô deûz kéd a aoun ô tigas rannou fallagr :

11. É léac’h ann élez, pétrâ bennâg m’az in̄t brasoc’h é ners hag é galloud, na zougon̄t két a wall varn ann eil ouc’h égilé.

12. Hôgen ar ré-man̄, hén̄vel out loéned direiz, péré hervez ann natur a zô kéméret ha lazet, ô taga gan̄d hô drouk-komsiou ar péz na anavézon̄t két, a vézô kollet enn hô breinadurez ;

13. Ha rôed é vézô d’ézhô ar gôbr eûz hô fallagriez, hî péré a gâr tréménout ann deisiou enn dudiou, a zô gôlôed a zaotr hag a nammou, en em zireiz er banvésiou a réon̄t gan-é-hoc’h ;

14. A zô leûn hô daou-lagad a avoultriez, hag eûz a eur péc’hed ha na éhan népréd ; a zidenn étrézég enn-hô ann énéou édrô ; hô deûz hô c’haloun boazet d’ar bizôni ; a zô bugalé ar valloz.

15. Hô deûz dilézet ann hen̄t eeun, hag a zô faziet, oc’h heûlia hen̄t Balaam mâb Bosor, péhini a garaz gôbr hé fallagriez ;

16. Hôgen hén̄ a gavaz ann trec’h eûz hé follen̄tez ; eunn azen mûd, péhini a gomzaz gan̄t mouéz eunn dén a énébaz out follen̄tez ar profed-zé.

17. Ar ré-zé a zô feun̄teûniou di-zour, ha kommoul horellet gan̄d ar gourven̄tennou ; hag eunn dévalien zo a zô évit-hô.

18. Râg ô komza gan̄t geriou-balc’h ha rok, é tidennon̄t dré c’hoan̄tou lik