Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/66

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
64
levr ar profed jérémias.

béza dilézet ann Aotrou da Zoué, ha béza dizouj diouz-in, émé ann Aotrou, Doué ann arméou.

20. Adaleg ar penn-kenta éc’h eûz torret va ieô, éc’h eûz dispennet va chadennou, hag éc’h eûz lavaret : Na zervichinn két, hag ével eur c’hrég fall oud én em zaotret war bép krec’hien uc’hel, ha dindân pép gwézen deliaouek.

21. Hôgen mé em eûz da blan̄tet ével eur winien dilennet, deûed holl eûz a had mâd. Pénaoz éta oud-dé trôet évid-oun enn eur blan̄ten fall, gwinien a-ziavéaz ?

22. Ha pa en em walc’hfez gan̄t nitr, ha pa lakajez gan̄t-han̄ kalz a louzou borit, é vézi saotret dira-z-oun enn da fallagriez, émé ann Aotrou Doué.

23. Pénaoz é lévérez : N’ounn két saotret, n’em euz két kerzet war-lerc’h Baal ? Gwél da gamméjou enn draonien, ha gwéz pétrâ éc’h eûz gréat ; ével eur réder skan̄v a gerz buan enn hé hen̄t.

24. Ann azen-c’houéz boazet enn distrô, é ioul hé galoun a vûs c’houéz ann hini a gâr ; nétrâ na hell hé zistrei. Kémen̄d hini hê c’hlasko-hi, n’hô dévézô kéd a boan ; enn hé misiou é kavin̄t anézhi.

25. Mîr oud da droad n’az ai enn-noaz, hag oud da c’houzouk n’en dévézô séc’hed. Ha té éc’h eûz lavaret : Kollet eo ar géd gan-én̄; bikenn n’her grinn ; râg ann diavésidi a garann-kaer, hag éz inn war hô lerc’h.

26. Ével ma eo mézékéet eul laer pa eo paket, ével-sé eo bét mézékéet tî Israel, hî, hô rouéed, hô frin̄sed, hô béléien, hag hô proféded ;

27. Péré hô deûz lavaret d’ar c’hoat : Va zâd oud ; ha d’ar méan : Va ganet éc’h eûz : trôed hô deuz hô c’hein d’in, ha nann hô dremm ; hag é amzer hô an̄ken é livirin̄t : Saô, ha dieub ac’hanomp.

28. Péléac’h éma da zouéed, péré éc’h eûz gréat évid-od ? Ra zavin̄t ha ra zieûbin̄t ac’hanod é amzer da an̄ken ; râk kenn aliéz a zouéed hag a gériou éz pôa, ô Juda.

29. Pérâg é fell d’é-hoc’h don̄d é barn gan-én̄ ? Holl hoc’h eûz va dilézet, émé ann Aotrou.

30. Enn-aner eo em eûz skôet gan̄d hô pugalé, n’hô deûz két digéméret ar c’helen ; hô klézé en deûz loun̄ket hô proféded ; ével eul léon gwaster eo hô kwenn.

31. Klévit gér ann Aotrou : Hag eunn distrô ounn deûet évid Israel, pé eunn douar divézad ? Pérâg éta en deûz lavaret va fobl : Mon̄d a réomp kuît, na zeûimp mui étrézég enn-od ?

32. Hag an̄kounac’haad a ra eur plac’h-iaouan̄k hé braven̄tésiou, pé eur c’hrég hé gouzougen ? Ha koulskoudé va fobl en deûz va an̄kounac’héet pell-amzer.

33. Pérâg é fell d’id diskouéza é vé mâd da hen̄t, évit klaskout va c’haran̄tez, pa éc’h eûz desket d’ar ré all da hen̄chou ar ré falla ;

34. Hag eo bét kavet enn da zaouarn goad ann énéou paour ha dinam ? Né két er bésiou em eûz hô c’havet, hôgen el lec’hiou a béré em eûz gréat mének ken̄t.

35. Hag éc’h eûz lavaret : Dibec’h ha dinam ounn, ha dré-zé distrô da frouden diouz-in. Chétu éta éz ann é barn gan-éz, pa éc’h euz lavaret : N’em eûz két péc’het.

36. Pégen disprizet oud deûet da véza, ô von̄d adarré enn da hen̄chou ! Mézékéet é vézi gan̄d ann Éjipt, ével ma oud bét mézékéet gan̄d ann Assiria.

37. Râk don̄d a rî er-méaz anézhi, da zaouarn war da benn ; ô véza ma vrévô ann Aotrou da fisian̄s, ha na denni gounid é-béd anézhan̄.


————


III. PENNAD


Framm ann daou dî eûz a Israel hag eûz a Juda.


1. Peûrvuia é lévéreur : Ma en deûz eunn dén kaset-kuît hé c’hrég, ha mar teû hou-man̄, goudé béza éat-kuît diout-han̄, da gémérout eunn ozac’h all, hag hén̄ a zistrôi c’hoaz gan̄t-hi ? Ha na vézô két sellet ar