Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/653

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
651
lizer katolik san̄t jakez abostol.

gemerit gan̄t kun̄vélez ar gér a zô bét emboudet enn-hoc’h, hag a hell savétei hoc’h énéou.

22. Mirid ar gér, ha n’hé zelaouit két hép-kén, oc’h en ém douella hoc’h-unan.

23. Râg néb a zélaou ar gér héb hé virout, a zô hén̄vel oud eunn dén péhini a zell oud hé zremm hé-unan enn eur mellézour :

24. Râg goudé béza sellet out-han̄ hé-unan, éz a-kuît, hag é an̄kounac’ha râk-tâl pétrâ é oa.

25. Hôgen ann hini a zellô-pîz out lézen klôk ar fran̄kiz, hag a gen̄dalc’hô enn-hi, hen-nez péhini na zélaou két hép-kén évid an̄kounac’haat râk-tâl, hôgen a ra ar péz a glev, hen-nez a vézô euruz enn hé ôber.

26. Ma vénn eur ré é vé eunn dén a zoujan̄s Doué, hép derc’hel hé déôd, hôgen ô touella he galoun hé-unan ; hé gréden a zô didalvez.

27. Ar gréden c’hlân ha dinam dirâk Doué hon Tâd eo hou-man̄ : Emwélout ann emzivaded hag ann in̄tan̄vézed enn hô glac’har, hag en em viroud dinam eûz a 'zrougiez ar bed-man̄.


————
II. PENNAD.


1. Ya breûdeûr, n’hô pézet kéd a feiz é gloar hon Aotrou Jézuz-Krist gan̄t kemm évid ann dûd.

2. Râk mar teû enn hô strollad eunn dén gand eur walen aour ha diḻad kaer, ha mar teû ivé eur paour gan̄d diḻad fall ;

3. Hag ô selloud oud ann hini a zô gwisket gan̄d diḻad kaer, ma livirid d’ézhan̄ : Azez aman̄, té, el léac’h mâd ; ha ma livirid d’ar paour : Choum aman̄ enn da zâ, té, pé azez war skabel va zreid :

4. Ha na gemmit-ho két enn-hôc’h hoc’h-unan, ha na varnit-hu két gan̄t gwall vénosiou ?

5. Sélaouit, va breûdeûr kér, ha n’en deûz két Doué dilennet ar ré a zô paour er béd-man̄, évit béza pinvidik er feiz, hag héred ar rouan̄télez, en deûz diouganet Doué d’ar ré a gâr anézhan̄ ?

6. Hôgen c’houi a vézéka ar paour. Ha né kéd ar ré binvidik a vâc’h ac’hanoc’h gan̄d hô galloud, hag a gâs ac’hanoc’h dirâg ar varnerien ?

7. Ha né kéd hî a zrouk-prézeg gan̄d ann hanô mâd eûz a béhini eo tennet hoc’h hini ?

8. Mar peûr-zalc’hit al lézen a roué-man̄, hervez ar Skritur : Karoud a rî da nésa ével d-od da unan, é réot mâd ;

9. Hôgen ma rît kemm ouc’h ann dûd, é rîd eur péc’hed, hag oc’h tamallet gan̄d al lézen, ével torrerien.

10. Râk piou-bennâg en dévézô miret al lézen holl, hag en dévézô hé zorret enn eul lôden, a zô tamalluz enn-hô holl.

11. Râg ann hini en deûz lavaret : Na gouézi kéd enn avoultriez, én deûz lavaret ivé : Na lazi két. Ma na gouézez kéd enn avoultriez, hôgen ma lazez, é torrez al lézen.

12. Komzit ével-sé, ha grît ével-sé, pa dléit béza barnet hervez lézen ar fran̄kiz.

13. Râk nep n’en dévézô két bét a drugarez, a vézô barnet hép trugarez : râg ann drugarez a zavô dreist ar varn.

14. Va breûdeûr, pétrâ a dalvézô da eur ré lavarout en deûz ar feiz, ma n’en deûz kéd ann ôberiou ? Hag ar feiz a hellô hé zavétei ?

15. Mar d-éma unan eûz hô preûdeûr pé eûz hô c’hoarézed enn-noaz, ha ma tiouéron̄t hô boéd pemdéziek,

16. Ha ma lavar unan ac’hanoc’h d’ézhô : Id é péoc’h, tommit ha debrit, hép rei d’ézho ar péz a zô réd évid hô c’horf, pétrâ a dalvézô d’ézhô ?

17. Ével-sé ivé ar feiz, ma n’en deûz kéd a ôberiou, a zô marô enn-han̄ hé-unan.

18. Hôgen eur ré a lavarô : Té éc’h eûz ar feiz, ha mé em eûz ann ôberiou : diskouéz d’in da feiz héb ôberiou, ha mé a ziskouézô d’id va feiz gan̄t va ôberiou.

19. Té a gréd pénaoz n’eûz néméd eunn Doué : ervâd a réz ; ann diaoulou ivé a gréd hag a grén.

20. Hôgen ha té a fell d’îd gouzout,