Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/65

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
63
levr ar profed jérémias.

d’id, sâv, ha lavar d’ézhô kémen̄d a c’hourc’hémennann d’id. N’az péz két a aoun ra-z-hô, râk mé a rai pénaoz na vézô két spoun̄tuz hô dremm d’id.

18. Râk mé a laka ac’hanod hiriô ével (T) eur géar gré, ével eur peûl houarn, ével eur vur arem, war ann douar holl, é-kén̄ver rouéed Juda, hag hé brin̄sed, hag hé véleien, ha pobl hé zouar.

19. Hag hî a stourmô ouz-id, ha na vézin̄t két tréac’h d’id ô véza ma ounn gan-éz, évid da zieûbi, émé ann Aotrou.


————


II. PENNAD


Dallen̄tez ar bobl Israel.


1. Ha gér ann Aotrou a zeûaz enn-oun, ô lavarout :

2. Kéa, ha garm é diskouarn Jéruzalem, ô lavarout : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Koun em eûz bét ac’hanod, truez em eûz bét oud da iaouan̄ktiz, hag oud ar garan̄tez am bôé évid-od p’az kémériz da c’hrég, pa zeûjoud war va lerc’h enn distrô, enn eunn douar ha na oa két bét hadet.

3. Israel a zô bét gwéstlet d’ann Aotrou ; préveûdi hé frouez eo ; kémen̄d hini a loun̄k anézhan̄ a ra eunn torfed ; droug a gouézô war-n-ézhô, émé ann Aotrou,

4. Sélaouit gér ann Aotrou, ti Jakob, ha c’houi holl dûd tî Israel.

5. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Pé fallagriez hô deûz kavet hô tadou enn-oun, pa in̄t pelléet diouz-in, pa hô deuz kerzet war-lerc’h ann didalvédigez, hag in̄d deûet didalvez hô-unan ?

6. Ha n’hô deûz két lavaret : Péléac’h éma ann Aotrou, péhini en deûz hôl lékéat da biña eûz a zouar ann Éjipt ; péhini en deuz hor c’haset dré ann distrô, a-dreûz da eunn douar didûd ha dihen̄t, a-dreûz da eunn douar séac’h, ha skeûden ar marô, a-dreûz da eunn douar dré béhini n’eo kerzet dén, é péhini n’eo choumet dén ?

7. Hô lékéat em eûz da von̄t enn eunn douar strujuz-meûrbéd, évit ma tebrfac’h hé frouez, hag hé holl vadou ; ha pa oc’h bét éat enn-han̄, hoc’h eûz saotret va douar ? Ha gréat eûz va digouéz eul léac’h a argarzidigez.

8. Ar véleien n’hô deûz két lavaret : Péléac’h éma ann Aotrou ? Hag ar ré a zalc’h al lézen n’hô deûz két va anavézet ; hag ar vésérién hô deuz va gwallet ; hag ar broféded hô deûz diouganet é hanô Baal, hag hô deûz heûliet ann idolou.

9. Râk-sé é teûinn c’hoaz é barn gan-é-hoc’h, émé ann Aotrou, hag é strivinn oud hô pugalé.

10. Tréménit é énezi Sétim, ha gwélit ; kasit da Zédar, hag évésait mâd ; ha gwélit hag éz eûz énô eunn dra hén̄vel.

11. Hag hi hô deûz kemmet hô douéed, péré évit-gwîr n’in̄t két douéed ; ha koulskoudé va fobl en deûz kemmet hé c’hloar évid eunn idol.

12. O én̄vou, skrijit gan̄d estlam diwar-benn kémen̄t-se ; dôriou ann én̄v, bézit man̄tret, émé ann Aotrou.

13. Râk daou zroug en deûz gréat va fobl : va dilézet hô deûz, mé feun̄teun ann dour béô, ha toullet hô deûz évit hô pun̄sou dour glaô ; pun̄sou skarret, péré na hellon̄t két derc’hel ann dour.

14. Ha sklâv eo Israel, pé mâb eur sklav ? Pérâg éta eo deûet da breiz ?

15. Al léoned a zô en em daolet war-n-ézhan̄ enn eur iuda, hag enn eur c’harmi, enn eunn distrô hô deûz lékéat hé zouar ; hé geriou a zô bét dévet, ha na choum dén enn-hô.

16. Bugalé Menfis ha Tafnez hô deûz da wallet bétég ar penn.

17. Ha né két bét c’hoarvézet kémen̄t-sé gan-éz, ô véza ma éc’h eûz dilézet ann Aotrou da Zoué, enn amzer ma réné ac’hanod enn da hen̄t ?

18. Ha bréma pétra a fell d’id é hen̄t ann Éjipt, éva dour lagennek ? Ha pétrâ a fell did é hen̄t ann Assiried, éva dour ar ster ?

19. Da zrougiez az tamallô, ha da hérez a zavô enn da énep. Gwéz ha gwél pénaoz eo fall ha c’houerô d’id